Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]

Kalon : War-raok Gwengamp d’an harperien !

Sed aze ur raktres nevez ha dibar gant klub mell-droad Gwengamp : digeriñ ar berc’henniezh d’an harperien o krouiñ ur c’hlub socios digor d’an holl evit prenañ lodennoù eus kevala ar c’hlub ha levezoniñ an divizoù. Ar wech kentañ e Frañs e vez graet an dra-se e-barzh ur c’hlub mell-droad a-vicher. …

Lenn / Lire

Euskareg : e karg ar gumuniezh nevez !

E Bro-Euskadi an Norzh ez eus un tolpad kerioù nevez a vod an holl gêrioù abaoe un nebeud sizhunioù. Warc’hoazh e vo dalc’het an eil kuzul. Meur a graf a zo war ar stern. En o zouez e vo votet war politikerezh yezh an euskareg hag ar sevenadur euskarat. Un …

Lenn / Lire

Martin McGuinness en deus roet e zilez !

Taol-kurun e Norzh-Iwerzhon ! Martin McGuinness, unan eus an daou vinistr kentañ, en doa roet e zilez dec’h. Un enkadenn bolitikel nevez zo warnes kregiñ. Luziet a-walc’h eo ar sistem politikel e Norzh-Iwerzhon dibaoe Emglev Gwener ar Groaz. Dre ret ez eus daou vinistr kentañ, unan evit ar republikaned, unan …

Lenn / Lire

Nozvezh gala e Plabenneg evit C’hwi a gano !

Tapis ruz, poltrederien, saeoù brav ha gwiskamantoù cheuc’h, heñvel a-walc’h ouzh festival Cannes e oa deuet da vezañ Sal Tangi Malmanche e Plabenneg digwener dremenet. The place to be e oa zoken ! Skignet e oa bet evit ar wech kentañ er bed ar stirad hirc’hortozet C’hwi a gano ! …

Lenn / Lire

Brexit : ezhomm eus asant Holyrood evit ar mellad 50 ?

Hir eo an hent evit mont kuit eus Unvaniezh Europa. Ha meur a skoilh a gavo gouarnamant Theresa May a-raok tizhout an disrann. Tabut a zo da-geñver ar mellad 50, an hini a ro tro d’ur vro kuitaat UE, daoust hag-eñ e ranko votiñ kannaded Westminster, pa ouzer ez int …

Lenn / Lire

Ur stal-levrioù breizhek nevez e Brest !

Dibaoe diwezh ar stal-levrioù Ar Bed Keltiek n’eus stal-levrioù ebet diwar-benn Breizh hag ar broioù keltiek e Brest. Sed aze ar pezh en deus soñjet Jeremi Kostiou, ur paotr yaouank a 26 vloaz, startijenn ennañ ha leun a raktresoù dalc’hmat. Goude bezañ savet e di-embann Nadoz-Vor Embannadurioù e fell dezhañ …

Lenn / Lire