Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]

Embannet eo klip ofisiel ar Redadeg 2018

Ha dic’hortoz eo ! Bep eil bloaz e vez sevenet ur c’hlip ofisiel gant ar ganaouenn bet choazet gant an dud. Betek an trec’h eo titl ar ganaouenn gant Penn Salsardin, teir mouezh, teir flac’h : Marine Lavigne, Sterenn Gwilhou hag Aude Moalig. Eus Douarnenez int e-giz ma c’haller divinout …

Lenn / Lire

8 miz toull-bac’h evit Ahed Tamimi

Arouez stourm ar Balestiniz eo deuet da vezañ ar plac’h yaouank, 17 vloaz anezhi. E miz Kerzu 2017 e oa bet harzet gant soudarded Israel. D’ar poent-se e riskle betek 7 vloaz toull-bac’h. He zorfed ? Bezañ roet ur flac’had d’ur soudard israelat ha bountet anezhañ. Filmet e oa bet …

Lenn / Lire

Tro gentañ an agregadur e brezhoneg

E deroù ar sizhun-mañ e oa bet dalc’het an agregadur brezhonek kentañ eus an istor. Ur genstrivadeg eo evit bezañ kelenner·ez en eil derez hag er skolioù-meur. Pa vez paket an agregadur e vez nebeutoc’h a eurvezhioù labour hag ur gopr gwelloc’h. Un afer statud eo ivez. An holl zanvezioù …

Lenn / Lire

Pegsuniañ evit an adunvaniñ

Sed aze an difi zo bet boulc’het gant ar c’henstroll 44=BZH : ur gumun, ur pegsun ! E deroù miz Kerzu 2017 e oa bet aozet un devezh preder e Sant-Ervlan diwar-benn stourm an adunvaniñ, penaos kas pelloc’h meno an adunvaniñ e Breizh a-bezh, peseurt palioù etre da dizhout ha …

Lenn / Lire

Devezh etrebroadel ar yezhoù-mamm

D’an 21 a viz C’hwevrer e vez lidet bep bloaz dibaoe 2000 ar yezhoù-mamm er bed a-bezh. E gwirionez er broioù ezel eus UNESCO. Ar pal eo lidañ al liesyezhegezh hag al liesseurted yezhoù ha sevenadurioù. Peadra da c’hoarzhin glas o c’houzout emañ sez UNESCO e Pariz, en ur vro …

Lenn / Lire

Tagadenn durk e Brest

Disadorn e oa bet aozet ur vanifestadeg evit souten stourm ar Gurded e Afrin. En em gavet e oa ur c’hant bennak a dud e straedoù Brest, Kurded ha Bretoned tost ouzh o stourm (Keneildedoù kurd Breizh da skouer). Met e kreiz ar vanifestadeg int bet taget dre souezh gant …

Lenn / Lire

Ne sioula ket ar fulor en Elzas

Gouzout a reer ervat e oa bet un taol fall evit Elzas adreizh an tiriadoù e 2014. Hag un taol mat, ma c’haller lâret, evit ar strolladoù emrenerien eno rak dibaoe eo kresket o nerzh hag o levezon. Met eus an holl gostezioù politikel pe dost e vez kounnaret an …

Lenn / Lire

An nerzhioù korsat oc’h en em vodañ

Dipitet bras e oa bet Gilles Simeoni ha Jean-Guy Talamoni goude o emgavioù e Pariz gant Edouard Philippe, Gérard Larcher hag un nebeud pennoù a-bouez e penn ar Stad. Hervezo e “nac’h ar Stad anavezout ha kemer e kont an tu politikel eus an dalc’h korsat”. François de Rugy ha …

Lenn / Lire

Turkia war-nes aloubiñ kanton Afrin

Afrin zo unan eus an tri c’hanton kurd a zo e Siria, an hini ar pellañ er c’hornôg. Dibaoe pell emañ gennet etre tri enebour disheñvel : arme Bachar Al-Assad, an islamisted ha Turkia. Dalc’het eo gant ar PYD (Strollad an Unaniezh demokratel), ur strollad kar d’ar PKK. Ha n’eo …

Lenn / Lire