#FeesMustFall : sed aze an hashtag a vez implijet gant ar studierien dibaoe penn-kentañ an enkadenn. Echu gant an Apartheid abaoe bloavezhioù met chom a ra dizingalderioù e-leizh e bro Nelson Mandela. En o zouez priz ar studioù. Dav eo kaout soñj en doa prometet ANC e 1994 pa oant …
Lenn / LireHarz-debriñ e skol-veur Pasquale Paoli e Corte !
Reuz a zo e skol-veur Korsika ! Dibaoe disadorn paseet ez eus pemp stourmer o plediñ gant un harz-debriñ evit diskouez o c’hengred gant an tri stourmer all a zo bet lakaet en toull-bac’h, Nicolas Battini, Ghisé-Maria Verdi ha Stéphane Tomasini. Kondaonet int bet a 8 vloaz, 6 vloaz ha 5 …
Lenn / LireDispar Amzer : boulc’het e vo fenoz !
Da-geñver 20vet Gouel Emglev Bro Douarnenez eo bet cheñchet anv ar gouel, evit an anv Dispar Amzer. Kement ha tremen un Diskar-Amzer plijus e vo roet da welet ur yoc’h a draoù e-kerzh an tri miz du da zont. C’hwezek darvoud a vo aozet etre ar 1añ a viz Here …
Lenn / LireKorsika : miliadoù a dud o vanifestiñ evit an distaoliadeg
Estreget en Breizh e oa manifestadegoù dec’h. Evit ar bobl Gurd un tammig e pep lec’h dre ar bed hag e Korsika ivez e Aiacciu evit goulenn an distaoliadeg evit ar brizonidi bolitikel. Prizonidi bolitikel en toull-bac’h war ar c’hevandir. Etre 6 000 ha 10 000 manifester a oa e straedoù kêr …
Lenn / LireTro Europa ar yezhoù minorel
Sed aze ur raktres eus ar re zedennusañ ! Ober un droiad e Europa a-bezh e-pad seizh miz, war droad, war vag, gant an tren hag all evit filmañ hag atersiñ ar pobloù a gomz ur yezh vinorel e bro pe vro. Setu ar pezh a fell da Morgane Lincy …
Lenn / Lire“Givebox” evit mirout ouzh ar foeltrañ
E Berlin e oa bet ijinet al lochoù-se un nebeud bloavezhioù ’zo. Dibaoe e vroñsont un tammig e pep lec’h e Frañs. Pep hini a c’hall lakaat ar pezh a fell dezhañ e-barzh : dilhad, levrioù, taolennoù, dafar an ti, c’hoarioù,… betek an distoufer. Bitrakoù hag a chome da ruzañ er …
Lenn / LireDiazezer Nouvelle Donne skarzhet eus e strollad !
Dec’h e oa bet embannet ur gemennadenn war Twitter gant ar strollad Nouvelle Donne o tisklêriañ e oa bet skarzhet an armerzhour Pierre Larrouturou. E 2013 e oa bet savet ar strollad gantañ. Hervez burev ar strollad ne glot ket ken emezeladur Pierre Larrouturou gant talvoudegezhioù ha buhezegezh ar strollad. …
Lenn / LireKengred Celtic – Palestina !
Dec’h da noz e oa bet dalc’het ur c’hrogad mell-droad e Glasgow, e Celtic Park etre skipailh ar re gwer ha gwenn hag Hapoel Beer-Sheva. Ur flac’had o deus paket an Israeliz, 5-2 e krogad kentañ an dispartiañ evit kemer perzh er Champions League. Met reuz a zo bet e-kerzh …
Lenn / LireJO Rio 2016 : ur skipailh repuidi evit ar wech kentañ !
Disadorn vintin, abred-tre, o deus bet tro ar re galonekañ chomet da sellet ouzh lid-digeriñ ar C’hoarioù Olimpek da welet ur skipailh dic’hortoz just a-raok hini Brazil, hag a gloze dibunadeg ar broadoù. Ur skipailh repuidi an hini e oa. Dek atletour o tont eus Siria, Etiopia, Soudan ar C’hreisteiz …
Lenn / LireIwerzhon unvanet : a-benn pegoulz ?
A-vec’h embannet disoc’h ar referendom diwar-benn ar Brexit en doa diskleriet Sinn Féin e rankfe bezañ aozet an abretañ ar gwellañ ur referendom all diwar-benn unvaniezh Iwerzhon. Birvilh a zo war an Enezenn C’hlas dibaoe. Kaoz a zo e pep lec’h eus an dra-se. War-lerc’h Sinn Féin eo Fianna Fáil, …
Lenn / Lire