Ne servij da netra kontañ brud ha klod studio Walt Disney Animation d’al lennerien. Anavezet eo bet ganeomp abaoe ma oamp bet ganet, hag abaoe ma oa bet ganet hon tud-kozh. Hiziv eo Disney unan eus kompagnunezhioù brasañ, pinvidikañ ha galloudusañ ar bed. Met war a seblant ez eo ivez …
Lenn / LireLangue bretonne : pour poursuivre le débat engagé…
Que mon article « Un plan sans stratégie pour la langue bretonne ? » paru dans le numéro d’octobre du Peuple breton ait suscité des réactions, positives comme négatives, est une bonne nouvelle, même si l’ampleur de ce débat m’a surpris. Certaines des critiques m’ont paru relever parfois d’une lecture partielle, voire partiale, …
Lenn / LireOuzhpenn 100 000 den e Dinedin evit an dieubidigezh
Graet en deus All Under One Banner (AUOB, strollad skosat gouestlet d’an dieubidigezh) berzh adarre dec’h, e Dinedin. Dont a reas ouzhpenn 100 000 den (200 000 hervez AUOB) da vale e straedoù kêr-benn Bro-Skos disadorn 5 a viz Here da souten dizalc’hidigezh ar vro diouzh ar Rouantelezh-Unanet. Abaoe mard eo deuet …
Lenn / LireAr studierien war ar Studioù Keltiek e spi gwelout muioc’h a Vretoned
Implij ar friadur e rannyezhoù ar brezhoneg, ar mor e barzhoniezh iwerzhonek a-vremañ, roudoù an impalaeriezh roman e mitologiezh kembreat ar Grennamzer pe sokioyezhoniezh inizi Bro-Skos – kement a zanvez disheñvel az a da sevel ar Studioù Keltiek, krouet tost tri c’hant bloaz ’zo. Hiziv ez eo bev-buhezek an dachenn, …
Lenn / LireDigevrinañ an NA : en em brientiñ da zegemer “warc’hoazh” ?
Pajenn degemer al lec’hienn e-lec’h ma vez kavet ar stummadur. Pa glever kaoz eus ag an “naouegezh alvezel” e brezhoneg… ma, ne glever ket kaoz anezhi re alies, rak ken nevez eo ar ger hag ar meizad. “Naouegezh artifisiel” (NA) eo ar ger bet dibabet gant OPAB da envel ar …
Lenn / LireUr Standing Rock nevez e Kanada ?
Koun hor bo eus afer Standing Rock e Dakota a Gleiz, lec’h ma stourmas Pobloù Kentañ ar Stadoù-Unanet a-enep d’ur raktres eoulsan (pipeline) gant Keystone XL. D’ar mare edo Kentañ Ministr Kanada, Justin Trudeau, o vont a-enep krenn politikerezh e amezeg, hag eñ oc’h ober prezegennoù brav ha fromus diwar-benn …
Lenn / LireMisneachd. O raktres radikal evit ar gouezeleg
Hervez Akt ar Gouezeleg (Gaelic Scotland Act, 2005) eo ret da c’houarnamant Bro-Skos kas da benn ur “steuñv yezhel” bep pemp bloaz da skoazell diorren ar gouezeleg. Embannet eo bet an trede steuñv en Ebrel 2018 ha n’eo ket degemeret evel ma soñje Bòrd na Gàidhlig (Ofis ar Gouezeleg). O …
Lenn / LireKerzhout evit dieubidigezh Bro-Skos
“Gàidheil airson neo-eisimileachd” – “Gouezeled evit an dieubidigezh” ; “Bu chòir” – “Reizh eo” Goude bezañ kerzhet e Glasc’ho (60 000 den), Dùn Phrìs (10 000) hag Inbhir Nis (etre 10 000 ha 14 000), aozañ a reas ar strollad All Under One Banner (AUOB, “an holl dindan ur banniel”) ur gerzhadeg veur e …
Lenn / LireAl lezenn gentañ da wareziñ yezhoù Aostralia
Kartenn yezhoù an Aborijened e Aostralia. Diriaou 12 a viz Here e oa merket istor Aostralia gant ul lezenn ha na oa ket bet gwelet he far en a-raok e bro ar gangouroued. Votañ a reas Breujoù Kembre Nevez an Dehoù (KND, New South Wales), unan eus a c’hwec’h Stad …
Lenn / LireAr gouezeleg ha Mirdi Broadel Bro-Skos
Disadorn 24 a viz Mezheven en em gavas tro-dro da 70 den er-maez eus a Virdi Broadel Bro-Skos e Dinedin da brotestañ a-enep da bolitikerezh yezh an ensavadur. Digoret e oa diskouezadeg nevez ar mirdi, Bonnie Prince Charlie and the Jacobites (Bonnie Prince Charlie hag ar Jakobited), d’an 23, ha …
Lenn / Lire