War harzoù Makedonia pa oa o filmañ “Open the border”, e kreiz emañ Mikael Baudu.
Evit niverenn Pobl Vreizh an hañv e oa bet aterset ar sevener Mikael Baudu. Embann a reomp ul lodenn amañ, war al lec’hienn internet, dreist-holl diwar-benn e deulfilmoù (Kurdistan paneveken). Al lodenn all diwar-benn an abadenn Foeterien dreist-holl a vo kavet er stumm paper.
Ho teul-film Open the Border (s.o. niverenn 640), diwar-benn repuidi eus ar C’hurdistan o klask repu en Europa, en deus graet berzh un tammig ? Chomet oc’h e darempred ganto ?
O filmañ Open the Border hon eus bevet mareoù kreñv gant an dud a heuliemp, lod anezho a zo deuet da vezañ mignoned hag anat eo on chomet e darempred ganto. Saif a zo o chom e Bavaria bremañ ha labouret en deus start evit kaout ul live mat en alamaneg. Esperañs en deus bremañ da c’hallout adkregiñ gant e studioù war ar biologiezh e Regensburg ar bloaz a zeu. Diskouezet e oa bet ar film e Skol-Veur Tucson en Arizona e-lec’h m’emañ e familh o chom bremañ ha prest e oa ar skol-veur da enskrivañ anezhañ eno met n’en deus ket bet e viza evit mont siwazh.
Seve ha Tarek a zo chomet en Oldenburg en hanternoz Bro-Alamagn. Komz a ra Tarek alamaneg bremañ hag emañ Seve o c’hortoz un eil bugel. Said hon doa lezet e Bro-C’hres a zo deuet a-benn da vezañ degemeret en Hambourg a-drugarez d’ar programm adlec’hiañ repuidi. Salah en deus bet e statud repuad ivez a-benn ar fin met evit ur bloaz hepken.
Un teul-film er C’hurdistan, unan all e Palestina, dedennet oc’h gant ar Reter-Nesañ ? Fellout a ra deoc’h filmañ c’hoazh er c’horn-mañ eus ar bed ?
Filmoù a seurt-se a zeu alies diwar ur gejadenn a gas ac’hanoc’h da zizoloiñ lec’hioù nevez. Ar film Lammoù-Kalon e Palestina e oa bet savet a-drugarez d’an Dr Branellec a ya ingal da skoazellañ an dud e broioù pell, broioù skoet gant ar brezel, pe gwallzarvoudoù naturel. Heuliet hon doa anezhañ asambles gant ar Pr Le Nen en un ospital e-tal ur c’hamp repuidi. Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer a oa deuet diwar emgavioù gant tud ar gevredigezh Keneildedoù Kurd Breizh o doa digoret deomp an dorioù evit mont da gavout Kurded Rojava hag an dispac’h a lakaont e plas en o bro. Ar film-se en doa lakaet ac’hanon d’ober anaoudegezh gant Saif, ar repuad Yezidi hon doa heuliet en Open the Border. Chom a ran intereset gant ar c’horn-mañ eus ar bed evel-just, met evit ar poent e labouran war raktresoù disheñvel. Karout a rafen avat mont en-dro da filmañ ar repuidi hon doa heuliet en Open the Border a-benn 5 pe 10 vloaz evit gouzout petra vint deuet da vezañ.
Peseurt raktresoù zo war ar stern ganeoc’h ?
Krog on gant ur raktres teul-film disheñvel diouzh ar pezh em eus graet betek-henn. Ur film evit klask reiñ da gompren penaos eo bet cheñchet sell ar Vretoned ouzh ar brezhoneg en ur ober 50 vloaz ha penaos eo deuet ar cheñchamant-mañ. Ar yezh a oa sellet outi evel didalvoud gant ar braz eus an dud ha chom a raent a-sav da gomz anezhi ouzh o bugale. 50 vloaz goude e vez gwelet gant ar braz eus ar Vretoned evel ur yezh «a rank bezañ savetaet» ha pa vefe gwall amsklaer ar pezh a lakaont dindan ar gerioù-mañ. Ar cheñchamant-se a zo deuet diwar strivoù stourmerien o deus lakaet tamm-ha-tamm ar speredoù da emdreiñ. Evit kalz a dud eo dianav an istor-mañ, tud yaouank o teskiñ brezhoneg evit dont da vezañ skolaer en o zouez. A-bouez eo da ma soñj adperc’hennañ an istor-mañ ha pa vefe evit kompren eo deuet a-benn ar yezh da dreuziñ ur mare diaes-tre a-drugarez d’ar stourmoù renet eviti ha ne vevo nemet ma talc’her da stourm eviti zoken ma ranker hen ober gant doareoù disheñvel.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
