
Liseadez eo Margo Perrin el lise Felix Le Dantec e Lannuon. Kemeret he deus perzh e luskad al liseidi en devezhioù tremenet. Atersadenn.
Pobl Vreizh : Margo Perrin, perak ha penaos o deus divizet liseidi Le Dantec aozañ manifestadegoù en devezhioù tremenet ?
Margo Perrin : Divizet hon eus kregiñ gant ar manifestadegou peogwir e oa ar blokusoù o kemer lañs e pep lec’h e Frañs, hag hon doa traoù da lâret ivez e Dantec. C’hoant hon doa ivez harpañ liseidi banlevioù Pariz. Savet hon eus hor blokus gant hor pankartennoù hag aotre ar renerien. Posubl eo bet manifestiñ gant peoc’h ha surentez pa ‘z eo arruet ar sindikadou, o deus sikouret ac’hanomp da reiñ hor mouezhioù da glevet.
Petra a c’hortozit eus ar gouarnamant ? Gant peseurt disoc’h e soñj deoc’h e vefec’h trec’h ?
Gortoz a reomp digarezioù a-berzh ar gouarnamant, digarezioù diwar-benn ar fed eo diaes bezañ lisead er mare-mañ, ha n’eo ket normal stad liseoù zo hag an nebeud a arc’hant roet evit an deskadurezh. Goude ma vo komprenet an-dra-se ha savet digareziou evit tout an tud ankouet gant ar gournamant war dachenn an deskadurezh, d’am soñj e vefe mat degas respontoù fetis d’al liseidi hag d’an dud a labour en deskadurezh evel ar gelenerien d’ar skouer. Mat e vefe paouez gant mekanik angsiogenek parcoursup, reiñ ur budjed gwelloc’h evit an deskadurezh, sikour ar familhoù lakaet diaes evit paeañ ar gantinenn, al levrioù-skol, ar beajoù.
Mankout a ra kalz a sikour a-fet arc’hant. Goulenn a reomp e vefe paeet gwelloc’h hor c’helenerienn evit ma vefe muioc’h a gelennerien ha peogwir omp-ni kelennerien an dazont. Cheñch skeudenn an deskadurezh a vefe an trec’h, ur mod da adalaourañ ar skol publik.
Ha kudennoù lec’hel a zo ivez ?
Ya evel just hon eus kudennoù lec’hel e Dantec dija hag evel just gant ar brezhoneg. N’hon eus nemet un DNL (an istor) evit ar gevrenn divyezhek peogwir n’hon eus nemet daou gelenner o komz brezhoneg el lise : istor ha brezhoneg. Saoznek hon eus bet ivez, met an eilvet klas hepken (1).
Poan en deus ar brezhoneg d’en em staliañ e-barzh ar skol peogwir e vank c’hoazh araezioù gant an deskadurezh. Kudennoù melestradurel hon eus ivez gant ar brezhoneg, diaes eo atav kemer opsionoù all pa vez aes kemer sport ha kevrenn euro. Ar bloaz-mañ da skouer e oan sañset kemer an opsion « gwir ha dalc’hoù ar bed modern » el lise, resevet m’oa ma levr ha tout, met a-benn ar fin ne oa ket posubl peogwir on enskrivet e-barzh ar c’hlas brezhoneg padal eo brehoneg ma LVB ha ne ran ket spagnoleg ken. Un dra iskis eo hag e oa aes kemer « math expert » ha brezhoneg.
War-bouez dalc’h ar brezhoneg emañ salioù Dantec en ur stad kudennek ivez. Ar mogerioù a ya e pilhoù, ar prenestroù a vez digoret a-zaou a laka ac’hanomp da vervel gant ar yenijenn er goañv ha da vervel gant an tommder en hañv. Ul lise bras eo Dantec, ar salioù evit ar gevrenn hollek zo diamzeriet ha mankout a ra kelennerien evit kement a liseidi.
Kaoz a oa bet ar sizhun dremenet eus freuz lakaet gant manifesterien zo, hag eus feulster a-berzh ar polis… Penaos e oa tremenet an traoù diouzh ho savpoent?
Ne oan ket aze pa oa bet trenket ar soubenn, met ya tud ha liseidi zo o deus profitet eus ar manifestadegoù evit lakaat stlabe dirak al lise. Feulster zo bet, se zo sur, eus tu an dorrerien a daole mein ha kostez ar polis a responte en ur daoler lakrimojenoù, siwazh pa daoler gazoù war an holl e vez tizhet ar beoc’hgarourien zoken, setu ar pezh a zo c’hoarvezet ivez. Daoust m’hon eus graet hor soñj chom hep manifestiñ ma oa re vras an dañjer. War a seblant ur poliser nemetken en doa diskouezet bezañ tagus.
Lavaret e vez alies ez a fall yec’hed-spered ar re yaouank hiziv-an-deiz. An dra-se a welit tro-dro deoc’h?
Ya anat eo ez a fall ar yaouankiz. Sur on e vefe disoc’hoù spontus ma vefe graet studiadennoù war an niver a skolidi diwasket dirak ar gwask-skol en ur c’hlas. Soñjal a ran eo a-bouez resisaat emañ e-tal ar gwask-skol ha n’eo ket hepken abalamour d’ar pellgomz, evel just e c’hoari met en degouezh-mañ e ranker diwall. Kavout a ran iskis difenn ar pellgomz rak n’hon eus nemet hor pellgomz evit sellet e peseurt sal emaomp da skouer (cheñch a reont atav). Flastret eo ar re yaouank gant ar gwask war-zu an efedusted. Lakaet e vez bepred muioc’h ar speredoù da sentiñ hag ar c’horfoù da chom hep fiñval. Chomidigezh ar re yaouank a zo divalav. N’o deus ket amzer evito dre faot an 8e-6e a-raok an obererezhioù-sport pe sevenadurel, pa’z int hollret evit yec’hed-spered n’eus forzh peseurt den.
(1) Abaoe 2025 e vez kelennet matematikoù e brezhoneg el lise Dantec ivez, met ar re a oa er c’hentañ klas hag e termen da vare an digoradur n’o doa ket gellet heuliañ an danvez-se e brezhoneg. Notenn a-berzh ar skridaozerezh.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne ! 