
Ur « steuñv evit adperc’hennañ yezhoù Breizh » a oa bet votet gant Kuzul-rannvro Breizh e 2023, a-unvouezh, holl strolladoù politikel mesket, ha war an ton bras. En arvar emañ bremañ.
Dont a rae war-eeun ar steuñv-se eus ar promesaoù graet e-pad koulzad-balaiñ 2021. Gant listennoù zo e oa bet prometet daougementiñ budjed yezhoù Breizh, gant reoù all e oa bet prometet mont pelloc’h c’hoazh ha lakaat teir gwech muioc’h a arc’hant. En o zouez, listenn Daniel Cueff a ginnige ur « steuñv Marshall evit yezhoù Breizh », asantet gant Loïg Chesnais Girard etre an div dro, p’ho doa kemmesket o listennoù.
Ne ’z ae ket ar steuñv ken pell hag ar pezh a oa bet prometet avat. Ne oa ket daougementet ar budjed, tric’hementet nebeutoc’h c’hoazh ; met ur c’hresk bihan hag ingal a oa raktreset a-vloaz da vloaz, evit skoazell an deskadurezh, ar c’hleweled, an dudioù, ar c’hoariva, ar vuhez e brezhoneg dre vras. Dleout a rae tizhout 11 328 400 € evit ar brezhoneg e dibenn ar respetad ha 1 653 400 € evit ar gallaoueg.
Heuliet e oa bet ar steuñv e 2024 hag e 2025. Met e 2026 avat e voe votet er rannvro ur budjed a skorne ar politikerezh-yezh, en abeg ma vije bet re dreut ar savadoù hervez ar muiañ-niver. Respontet e oa bet gant ar strollad emrenour Breizh a-gleiz (ennañ dilinnidi UDB) e oa bet is-priziet ar savadoù gant ar muiañ-niver, ha ne vefe ket diaes tamm ebet e gwirionez arc’hantaouiñ ar steuñv evit yezhoù Breizh. Kazeg, chomet e oa sonn ar muiañ-niver ha skornet e oa bet ar steuñv, « da c’hortoz ».
Ar memes abadenn rik a oa c’hoarvezet e miz even, da vare ur vot evit kemm ar budjed, daoust ma oa bet kavet savadoù ouzhpenn.
Votet e vo adarre war ar budjed d’ar 14 a viz here ; ur wech ouzhpenn e weler eo un tamm mat uheloc’h savadoù ar Rannvro eget ar pezh a oa bet embannet e deroù ar bloavezh (40 milion ouzhpenn, pa oa bet dija gounez en tu all da 20 milion e miz even), met ur wech ouzhpenn e kinnig ar muiañ-niver chom hep kreskiñ budjed ar yezhoù. Mankout a ra neuze 592 550 € evit tizhout palioù ar steuñv-adperc’hennañ.
Kinniget e vo adarre gant dilennidi Breizh-ha-gleiz kreskiñ budjed ar yezhoù da heuliañ rik pazennadur steuñv 2023. Kentelius e vo gwelet penaos e voto ar strolladoù o doa prometet lieskementiñ ar budjed, evel strollad an tu-dehoù republikan pe strollad Daniel Cueff « Breizh ma buhez » o doa kabalet e 2021 evit ur « Steuñv Marshall evit yezhoù Breizh ». Ha penaos e voto Paol Molac, ezel eus ar muiañ-niver, hag o paouez kinnig un danvez-lezenn-vonreizh evit difenn ar yezhoù minorelaet ?
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne ! 