Salah Hamouri e Brest : ur brezel trevadenniñ e Palestina

Pedet e oa bet Salah Hamouri gant ar gevredigezh France Palestine d’ober ur brezegenn e Brest d’an 23 a viz Here. Bez e oa ur c’hant den bennak e-barzh Ti ar bobl. Bevet en deus e Jeruzalem e-lec’h m’eo bet desavet. Gall e oa e vamm ha palestinian e dad. Setu m’eo gall-palestinat. Alvokad eo deuet da vezañ Salah Hamouri. Lakaet eo bet en toull-bac’h meur a wech gant Stad Israel. Hag evit Netanyahou ez eo un den dañjerus. Diwar ginnig UDB e oa bet votet gant kêr Vrest d’an 28 a viz Even 2022 ur gouestl o c’houlenn e zieubidigezh. A-benn ar fin eo bet skarzhet da Frañs.

Un testeni hep e bar

Displeget en deus stad Palestina abaoe an Nakba (gwallreuz en arabeg) e 1948. Pa oa bet krouet Israel e 1948 e oa bet skarzhet 800 000 Palestinian eus o ziriad. Gant brezel 1967 eo bet aloubet gant Israel pladenn ar Golan, ar Sisjordania, Jeruzalem-reter hag bandenn C’haza. Rezistañs ar Balestinianed a oa bet graet gant an Antifada gentañ (1987-1993) betek emglevioù Oslo hag an eil (2000-2005).

An trevadenniñ. « N’eo ket ur brezel relijiel met ur brezel trevadenniñ. » a lavar Salah Hamouri. « Un eil dilec’hiañ a c’hoarvez gant ar Balestinianed, 150 000 a annezidi a zo aet kuit eus Gaza betek-henn ha n’eo ket echu. Aostralia ha Belgia a zo a-du evit degemer Palestinianed. Met nag Egipt na Jordania zo tomm evit degemer ar Balestinianed. Ouzhpenn-se, pal Steuñv ar Jeneraled eo adkrouiñ trevadennoù dre droc’hañ bandenn C’haza e teir lodenn. » « Pal Israel eo lakaat ur bobl da vont da get ».

Ur relijion stad. « Gant Lezenn ar Vroad Israel e teu tamm ha tamm da vezañ Stad ar yuzevien hepken. » « Ar Sionouriezh zo un ideologiezh suprematour evit lakaat ar Balestinianed da vont kuit ».

Emglevioù Oslo (1993). « Tregont bloavezh c’hwitadennoù eo emglevioù Oslo ». « Gwir diazez ebet n’eo bet gounezet gant ar Balestinianed ». « An emglevioù-se zo bet rediet d’ur renerezh palestinat gwan ».

Hag e Sisjordania ? « Gwan eo Aotrouniezh Palestina e Sisjordania ». « E Sisjordania ez eus bremañ un arme-stad hag un arme trevadennerien » Hervez Salah Hamouri bez’ e oa 100 000 trevadenner da vare emglevioù Oslo hag bremañ bez’ eus 800 000.

Un harz-tennañ ? « N’eus ket a volontez evit lakaat un harz-tennañ ; ur brezel war hir dermen eo neuze.»

Peseurt dazont evit Palestina ?

Hag an OLP ? « Ret eo ledanaat an talbenn » en deus lavaret Salah Hamouri. Emañ an OLP e6kreiz ar jeu, war a seblant. « Ezhomm zo da adkrouiñ an OLP evit bodañ an holl lodennoù ». « An OLP a vefe dileuriad reizh ar bobl palestinat. »

Div Stad ? « An diskoulm div Stad n’eus ket mui » a zo bet lavaret gant Salah Hamouri. Hervezañ « un afer eus an darempredoù nerzhius da greskiñ eo. »

Ur Stad palestinat ? Goulenn a ra Salah Hamouri ma vefe skoazellet gant an holl ar bobl palestinat. « Ur Stad demokratel palestinat eo an diskoulm ». « Ret eo anavezout gwirioù istorel ar bobl palestinat hag ar gwir da zistreiñ. »

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars est membre de la section UDB de Brest.