30 vloaz kelenn brezhoneg e Bro Kemperle : nerzh ha dipit war un dro

kelenn brezhoneg

Goulennet eo bet digant kelennerien (et pe a-vremañ) pe stummerien e brezhoneg o testennioù diwar-benn o skiant-prenet e Bro Kemperle.

Hervé Le Gall, bet rener skol Diwan Kemperle

Bet on bet 17 vloaz o kelenn e skol Diwan Kemperle. Evit komz eus dazont ar yezh. E miz Gwengolo e Karaez ‘m’oa gwelet ar sifroù er journal : e lise Diwan 300 lisead hag e lise Serusier, lise publik Karaez, 800 kant lisead, e oa kinniget un opsion brezhoneg : ne oa lisead ebet enskrivet evit an opsion. E Diwan a vo liseidi ampart war ar yezh, met e Serusier hini ebet ne ouio tra. Penaos dont er-maez eus al lagenn-se ? Keit ma ne vo ket ur redi evit holl skolioù Breizh kaout un tañva war deskiñ ar yezh ha sevenadur ar vro ne vo ket posubl gwellaat an traoù. E broioù all en Europa, bro Euskadi, Katalonia, Kembre… kelennadurezh o yezhoù a ya war raok. E Breizh eo re ziaes digeriñ skolioù nevez. Dav kaout ul lojeiz, arc’hant… un ti-kêr a-du, re hir ha skuizhus evit ar gerent. Pad’ ra meur a vloaz a-raok dont a-benn da zigeriñ ur skol. Ar pobloù-se a ra war dro o yezh, n’eo ket d’ar stad kreiz d’ober war dro hor yezh. Deomp-ni eo d’hen ober gant ar c’huzul rannvro. Ret eo bout mestr war ar gartenn skol ar stummadur, ar serriñ ha an digeriñ postoù… Dalc’hmat e vez ar memestra, ne vez ket doujet an emglevioù gant ar Stad, gwech ebet… Kaout an emrenerezh e Breizh a zo an diskoulm nemetañ.

Erell ha Simon, kelennerien skolioù publik bro Kemperle (Kloar, Banaleg)

Asambles gant Simon e oa bet savet ur renta kont gant div lodenn war ar c’helenn e brezhoneg er c’hentañ derez, bevet ganeomp.

Positivel : plijus da gaout kalz skolioù er vro, danvez da sevel raktresoù etre ar skolioù, a-drugarez da Di ar vro bro Kemperle, ar redadeg, Taol Kurun, sine e brezhoneg, Kan ar bobl, Priz ar vugale…

Digarezioù da gaozeal er maez ar skol : kontadennoù, abadennoù, abegoù da gaozeal brezhoneg ’ maez eus ar skol, tud ar vugale o klask deskiñ brezhoneg, tud a zo mennet gant ar brezhoneg, tud ar vugale o deus fiziañs ennomp, souezhet da welout penaos e vez desket buant gant ar vugale, daou glasad divyezhek a zo e Banaleg, ur spered familh a zo etrezomp.

Negativel : pa vez diaesamantoù er skol e vez lakaet diouzhtu war choug ar brezhoneg, hag an diskoulm a zo mont en un hentenn unyezhek. N’eo ket ar yezh a blant an diaesterioù ! Met mod-se emañ.

Meur a wech hon eus bet ortofonourien ’ maez eus ar skol ha diouzhtu e vez lakaet ar gomz war ar brezhoneg, ret eo cheñch hentenn, dre ma n’ouzont ket e peseurt mod e ya an traoù er c’hlas. N’eo ket aes evidomp, pezh hon eus lakaet e oa diaes kavout tud nevez er skolioù-mañ, a wechoù ar c’hehentiñ a zo diaes, an ti-kêr r ne oar ket re penaos e ya an traoù, ne c’hellont ket rein titouroù, ar rener zo dedennet evit bouetañ an hentenn unyezhek, setu, n’eo ket aes da gavout bugale nevez. Ar gudenn a zo memestra evit ar skolioù divyezhek a zo tremen e 6vet, an holl a ya da skolaj unyezhek e Banaleg, gant un eurvezh bzh bep sizhun, goude daou vloaz e kollont tout (kompren ha kaozeal). N’eo ket peogwir e vo desket betek ar cm2 e vo komzet da vat. Fin ar CM2 e ya ar skolidi war digresk e kenver ar brezhoneg. Pa vez kudennoù gant ar skolidi e vez un doare marc’had : “ne ya ket mat, mont a rimp en unyezhek”.

An dud dre vras o deus aon chom hep kompren evit sikour ar vugale evit al labour noz. Met ar vugale a zeu a benn d’ober o labour noz. Ar skolaerien a ra an traoù evit ma c’hellfent ar vugale ober o labour hep ar gerent.

Eric Ligeour, skolaer skol vamm divyezhek e Skaer abaoe pelloc’h

Darempredoù a zo etre ar skolaerien hag an ti-kêr ha forzh peseurt ti-kêr. Hag un diforc’h bras a zo etre ar mod da gehentiñ a vez gant kumuniezh kumunioù ar vro ha dilennidi an ti-kêr, da lavarout eo, da skouer, me, kaout un ATSEM a gaoz brezhoneg, an dra-se n’eo ket bet aes… Deuet on a-benn bremañ, met n’eo ket aes. Koulskoude pa vez dav bleniañ un “tractopelle” e vez goulennet un aotre vleniañ un “tractopelle”. Abalamour da betra vez ket goulennet memes mod evit bout ATSEM en ur c’hlas skol vamm e brezhoneg ? Ouzhpenn bremañ e vez kalz tud o heuliañ stummadurioù, gant ur CPA Petite enfance hag a zo prest da labourat. An dra-se zo start da gompren. Ha war elerc’h, ma faot deoc’h, me zo un tammig skuizh da welout, ale, da welet tout ar “kom” a vez graet, pe gant tud ar vro ha “communauté de communes” pe an Departamant hag ar Rannvro, hag ar pezh a vez bevet ganeomp-ni, amañ.

Ba Skaer da skouer, e vez graet ur vediaoueg brav-abominabl, met n’eo ket bet lakaet traoù e brezhoneg e barzh (pas diouzhtu), ha war lerc’h tamm ha tamm. Ur sal Youenn Gwernig brav, met ar brezhoneg a zo bet lakaet e lizherennoù bihan tout.

Kevellet eo kumun Skaer gant ur gumun all e Katalunia hag ar pezh a vez goul’ gant tud Katalunia a zo labourat gant klasoù divyezhek ar vro. Ha jenet tud an ti-kêr, oc’h ober kentelioù kastilhaneg e penn kentañ !

Ar pezh a vo start deomp er skolioù publik eo kaout skolaerien : dav vez lavarout, ne vez ket preget alies deus an dra-se, ur bochad skolaerien a zo bet ba IUFM a guit ar c’helenn e brezhoneg. Me zo bet stummet evit se, hag aet int kuit, skuizh gant ar pezh o doa bevet, a gemer ur c’hlasad en galleg. E touez ar re oa ganin en IUFM (25 danvez skolaerien), me gompren an dra-se, kompren a ran tud o doa bet ch’oant da cheñch, da gavout traoù siouloc’h er c’helenn unyezhek …

Me ’meus bet muioc’h a skolidi mare ar c’hovid, kar tud oa deuet da vevañ amañ. Ne oant ket tud Breizh, a-du gant an divyezhegezh e oant. Tud zo aet kuit, met memestra, seizh bugel nevez a zo deuet. Prenet o doa un ti ’pad an hañv. Ba Skaer oa tiez ne oant ket re ger, ha setu, un efed all : ar fibr, setu perak oa bet prenet tiez gant an dud, kar moaien ’ oa da labourat er gêr.

> Fanny Chauffin

Fanny Chauffin est docteure d'Etat Breton-Celtique. Elle a soutenu sa thèse en 2015 à Rennes sur le thème: "Diwan : 40 ans d'enseignement, rapports entre pédagogie par immersion en breton et créativité". Enseignante de français au collège Diwan de Kemper et au lycée Diwan Karaez, directrice de la formation à l'Ubapar pendant dix ans, directrice du festival Taol Kurun vingt ans, elle continue sa route avec des conférences, des contes, de la vidéo (deux chaines youtube dont TV bro Kemperle), du cinéma (prix Faltazi deux fois à Quimper, filmoù chakod...), de l'écriture, surtout en breton (littérature jeunesse avec plus de dix titres, nouvelles, haiku et journalisme). Militante des langues minoritaires (gallo, breton, quechua...), de l'environnement, de la Palestine et des droits de la femme.