Gant Kengevredad ar beizanted e Plagad

Dirak savenn Lidl, e Plagad-Kastellaodren, e oa stanket an hent adalek 11e, d’ar Meurzh 31 a viz Genver, gant tud ar sindikad labourerien-douar Confédération paysanne. Daoust ma veze klevet muioc’h an FNSEA hag ar C’hoordination rurale abaoe penn-kentañ luskad al labourerien-douar e Breizh, setu an trede sindikad o tont en dañs, gant linennoù-stur disheñvel.

« Dibabet hon eus Lidl peogwir eo unan eus ar chadennoù gourmarc’hadoù a c’hounez arc’hant diwar goust al labourerien-douar », a zispleg an aozerien, « ha peogwir ez eus bet lonket 34 devezh-arat evit sevel ar savenn-se. Stourm a reomp a-enep artifisialisañ an douaroù ivez. »

Sklaer eo ar prezegennoù : n’emañ ket an dalc’h gant an ekologiezh, ha pouezus eo ar reolennoù a servij da wareziñ an endro. Met dic’houzañvus eo gwelet ez a 70 % eus arc’hant Politikerezh boutin al labour-douar da 30 % eus al labourerien-douar, ar berc’henned vrasañ, hag e vez laosket ar marc’had da dreiñ hep bezañ sterniet a-walc’h, ar pezh a gas re alies da broduiñ evit koll.

Evit o skoazell e oa deuet Nil Caouissin, kuzulier-rannvro eus UDB, ha Gael Roblin evit ar CGT (kuzulier-kêr e Gwengamp eo ivez). Diskouez a rae an dud a dremene dirak ar vanifestadeg kengred gant al labourerien-douar. Manifestadegoù all a zlefe bezañ aozet en deizioù o tont gant ar C’honfédération paysanne e Breizh.

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.