
Adlañset eo bet an trenioù noz gant ar gouarnamant. Peder linenn a zo bet savet. Disoñjet eo bet Breizh siwazh. E giz-se emañ evit ar poent met n’eo ket graet ar jeu.
Ret eo pouezañ war ar stad hag ar SNCF. Ur vanifestadeg flash a oa bet savet e Brest d’an 19 a viz genver 2024 gant Greenpeace, e anv ar stroll Ya en tren-noz. Pedet e oa bet an dud da zont « gant pijamaoù, goubennerioù ha peluchoù ». Div vanifestadeg all a vo aozet e Roazhon d’ar 27 ar viz-mañ hag e Kemper d’an 31.
Rak an tren a zo kalz ekologeloc’h eget ar c’harr-nij. Ha ret eo reiñ an tu d’ar Vretoned da vont end-eun etrezek Europa, hep tremen dre Pariz. Evit gwir n’eo ket aes cheñch gar e Pariz evit an dud oadet hag an dud empechet. Setu perak e oa bet galvet gant UDB bro Brest mont d’ar vanifestadeg.
Dihuniñ e Barcelona !
Moaien a vefe, da skouer, digeriñ ul linenn Brest / Lille / Amsterdam (Izelvroioù) hag ul linenn Brest / Strasbourg / Francfort (Alamagn). Gant bagonioù kempennet evit degemer tud empechet. Pebezh plijadur dihuniñ e Barcelona goude un nozvezh tren, me a lavar deoc’h !
Abaoe pell emañ an UDB o kas an tren war-raok evit liammañ kerioù Breizh an eil re gant ar re all. Ur gerzhadeg a oa bet savet gant UDB Yaouank e miz c’hwevrer 2019 etre Montroulez ha Rosko evit addigeriñ al linenn hent-houarn. Gant an trenioù-noz eo ar sujed liammañ Breizh ouzh Europa.
Le Peuple breton Magazine Dossiers, analyses, portraits, chroniques… L'actualité vue de Bretagne !
