Pelec’h e vo staliet ar rodoù-avel war vor ?

rodoù-avel

Divizet eo bet gant ar gouarnamant diorren ar rodoù-avel war vor evit produiñ 45 gigawatt tredan e 2050. Ar pal eo digreskiñ lodenn an energezhioù fosil ha kreskiñ hini an tredan. Un dra vat evit dazont hor planedenn. Etre 6 GW ha 9,5 GW a vo produet war aochoù Breizh hag Vendée da gentañ hag etre 17 GW ha 25 GW e 2050. Pelec’h staliañ ar rodoù-avel ? Daoust ha gallout a reer tizhout ar palioù-se ? Penaos gwareziñ ha rannañ ar mor war un dro ? Sed aze pal ar c’hendiviz.

Evit mont war-raok eo bet goulennet gant ar stad hag RTE (Réseau de transport de l’électricité) d’ar CNDP (Commission nationale du débat public) aozañ un diviz foran. Un emvod a zo bet aozet er Gapusined, e Brest, d’an 19 a viz kerzu. Hervez ar gazetenn Le Télégramme (20/12/2023) e oa deuet ur c’hant den bennak. En o zouez daou guzulier-rannvro, Kristian Guyonvarc’h (UDB) ha Ronan Pichon (EELV).

Digoret eo bet an emvod gant Daniel Cueff, bezpresidant ar rannvro, e karg eus ar mor. Lavaret en deus e oa lec’hiet mat evit an energiezhioù mor Breizh pemp departamant, gant he 3600km aodoù. 220M€ a zo bet dispignet gant ar rannvro evit krouiñ e Brest ur porzh an energiezhioù ar mor. Diwallit ouzh ar c’hartennoù en deus kemennet Daniel Cueff ! Kerkent ha ma vint embannet e vo reuz.

Betek-henn ez eus e Breizh daou park rodoù-avel war vor, hini Sant Nazer, bet lakaet e pleustr e 2022 (80 rod-avel, 0,5 GW) hag unan nevez-flamm e bae Sant-Brieg (62 rod-avel, 0,5 GW ivez). E su Breizh ez eus studioù evit krouiñ un trede park rodoù-avel (0,250 GW).

Evit tizhout ar palioù e vo ret krouiñ parkoù nevez war aodoù Breizh. Pezh n’eo ket aes d’ober. Evit tresañ kartennoù an takadoù e vez ret derc’hel kont eus meur a dra : al lec’hioù ma vez avel, donder ar mor, an takadoù pesketa, an takadoù naturel, an hentoù-mor hep disoñjal takadoù an arme.

Evit gwareziñ an dremmvro ne vo ket staliet ar rodoù-avel dindan 15km diouzh an aod. Koulskoude, e Sant-Nazer staliet eo ar renkenn gentañ 12km diouzh an aod. Hag ar rodoù-avel war neuñv a vo uheloc’h eget ar re a zo staliet er foñs ar mor (war-dro 300 m, 175 m a-us d’ar mor e Sant-Nazer ).

Da-geñver ar c’hendiviz eo bet lavaret gant ar CGT m’eo ar mor un takad boutin ha ne zle ket bezañ prevezelaet.

Goude ar c’hendiviz foran e vo kaset gant ar CNDP ur bodad d’ar gouarnamant, e miz gwengolo 2024. Hag e 2025 e vo kavet embregerezhioù evit sevel etre 6 ha 9 park war aodoù Breizh ha Vendée. Deg vloaz goude e vo krouet parkoù all.

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars est responsable de la section UDB de Brest.