Gaza : tiriad an Hamas

Gaza

Ur wall gudenn eo stad an traoù e tiriad strizh Gaza evit Israel abaoe hir vloavezhioù. Anzav a rae Yitzhak Rabin (Kentañ ministr Israel bet drouglazhet gant ur stourmer eus an tu dehou relijiel yuzev pellañ evit bezañ klasket sevel un emglev gant ar Balestiniz) e c’hoantae en e wellañ hunvreoù gwelet Gaza beuzet gant ar mor Kreizdouar. Seul washoc’h eo aet an darempredoù etre an tiriad-se hag Israel ma ‘z eo aet an aozadur spontour a zo eus an Hamas e penn ar jeu ennañ.

Ne oa ket kalz yuzevien e Gaza e penn kentañ an ugentvet kantved, 150 hepken e 1912 diwar 40 000 a annezidi, ha pa voe savet diwezhatoc’h un nebeud trevadennoù gant sionourien er c’hornad-se ne voe ket labouret gant ar re-se douaroù diwar goust Palestiniz. Siouloc’h ha plijusoc’h e oa ar vuhez e Gaza eget er peurrest eus Palestinia e fin ar bloavezhioù daou-ugent. Kalz dour a oa er c’hondon d’ar mare-se hag implijet e veze evit dourañ liorzhoù frouezh. Digor bras e oa ar geoded war an diavaez. Kenderc’hel a rae kalz tud yaouank o studi en estrenvro, e Breizh-Veur peurgetket. Gwallaozet e voe an endro-se gant darvoudoù 1948, pa voe savet riez Israel. Miliadoù a repuidi a zeuas da glask bod e strizhenn Gaza a oa aet dindan beli Egipt ha pevarc’hementet e voe ar boblañs enni a-daol-trumm. Ouzhpenn daou vilion a dud zo o chom er c’hornad-mañ hiziv, ur c’hornad a-vent gant ar vro Vigoudenn, hag an drederenn anezho e kampoù repuidi.

Efed c’hwitadenn emglev Oslo

Aloubet e voe Gaza gant Israel e 1967. Chom a reas dindan he beli betek 2005 a-barzh mont kuit en ur ziskar an trevadennoù enklozet eno e-skoaz ma kendalc’he da greñvaat re Sisjordania. Nepell war-lerc’h e savas bec’h etre islamourien broadelourien an Hamas ha strollad Yasser Arafat, ar Fatah, evit mont e penn ar jeu er strizhenn. Trec’h e voe an Hamas, da lavaret eo an tuad a save a-enep ar c’hinnigoù graet gant Israel d’ar mare-se en eskemm ouzh ar peoc’h. Diazezañ a rae e strategiezh war ar stourm evit dieubiñ un tiriad : hini Palestina en e bezh. Savet e oa bet an Hamas e 1987 da geñver an Intifada gentañ gant tud eus luskad ar Vreudeur Vuzulmat, ur vreuriezh a glaske betek-henn kreñvaat nerzh ar relijion er modoù-bevañ ha n’eo ket dastum nerzhioù-brezeliñ a-enep Israel en tiriadoù aloubet. Harpet e oa bet ar vreuriezh-se gant Israel zoken evit noazout ouzh levezon bolitikel Yasser Arafat.

Kollet e oa bet nerzh gant an Hamas da heul emglev Oslo. Aet e oa war greñvaat adarre pa oa chomet berr strollad Yasser Arafat da lakaat saviad ar Balestiniz da vont war well e-kerzh ar prantad breutaat a badas eus 1993 da 2000. Kreskiñ a reas muioc’h c’hoazh levezon bolitikel an Hamas pa c’hoarvezas darvoudoù an eil Intifada. Un enkadenn ekonomikel drastus a oa bet degaset gant politikerezh serriñ Israel e-keñver an takadoù melestret gant Palestiniz. Seul vuioc’h a vrud a voe dastumet gant ar strollad islamour d’ar mare-se ma voe efedus e rouedad kevredigezhioù evit harpañ an dud da daliñ ouzh an dienez. Ne guzhe ket e stourmerien o deologiezh koulskoude. Evito « eo Doue o fal, ar Profed o fenn, ar C’horan o bonreizh, an Djihad o hentenn, ha mervel evit Doue o c’hoant brasañ ».

Un tiriad bac’h

Kastizet eo bet Gaza evit bezañ lezet an Hamas da c’hounit ar galloud enni. Un tiriad bac’h eo deuet da vezañ. Rivinet eo bet abalamour d’ar c’haeladur diazezet gant Israel pemzek vloaz zo. Ne vez ket mui pourvezet en ur mod dereat gant boued, trelosk ha louzeier. Dister spontus eo aet an nerzhioù ekonomikel enni pa ne c’hell ket an embregerezhioù ober eskemmoù gant an diavaez hep asant Israel. Dilabour eo tost d’an hanter eus ar boblañs oberiant, 60 % eus ar re etre 25 ha 34 bloaz. Ne c’hellfe ket 80 % eus tud Gaza bevañ hep ar skorennoù degaset gant ar Gumuniezh Etrebroadel ha 35 % anezho zo en dienez. Gwellañ enebour Benyamin Netanyahou eo an Hamas evit gwir. Degas a ra pellvanouriezh* an islamourien un abeg da lakaat an Israeliz da asantiñ d’e hini. Izili eus an tu dehou relijiel pellañ zo en e c’hournarnamant, evel Itmar Ben-Gvir, ministr ar Surentez Vroadel, un tuad politikel a oa savet a-enep emglev Oslo evel an Hamas pa oa bet sinet gant ar c’hentañ ministr Yitzhak Rabin ha Yasser Arafat e 1993.

(*) Pellvanouriezh : Extrémisme.

> Paol ar Meur

Rédacteur. Salarié de la Poste, Paol ar Meur est aussi un écrivain de langue bretonne. Il a appris le breton à l’université et en suivant des cours par correspondance. Depuis les années 1980, il écrit des articles de culture générale dans le magazine Le Peuple breton et publie des nouvelles et des récits de voyages dans des revues littéraires ou dans le journal Ya!. Il a également participé à l’adaptation en breton de manuels d’histoire pour l'enseignement au collège et au lycée. Mais c'est surtout pour ses romans de science-fiction qu'il est reconnu. En 2022, Paol ar Meur a reçu le prix Xavier de Langlais pour l’ensemble de son œuvre en langue bretonne. [Lire ses articles]