Cooperl : un toull-bac’h alaouret evit ar saverien moc’h

Miz Here 2023. Prederiet eo un toullad eus saverien moc’h ar C’hooperl ouzh mont en-dro o c’hevelouri. Boued, louzoù evit al loened, gouennoù moc’h : gant brasañ kevelouri sevel moc’h ar Frañs e vez lakaet da redioù an darn vras eus an dibaboù teknikel. Daoust d’ar goulennoù groñs-se, ha da briz ar c’hilo kig-moch paeet dindan priz ar marc’had, ral eo ar re a gred uhelaat o mouezh evit embann o soñjoù enep.

  •  Saverien moc’h paeet dindan feur marc’had ar moc’h e Breizh.
  • Redioù kevratel gant redioù strishoc’h-strishañ evit mad ar framm pa n’eo ket evit hini ar saverien loened.
  • Ur mont-en-dro gouzañvet evel unan «aotrouniel» ha n’eo ket «kevelourel».

Gwall deuc’h an aergelc’h e sal an ehanoù en atant sevel moc’h tost da Lambaol, an deiz-se eus dibenn miz Gwengolo. Sebezet eo Sylvain* pa ziskoach war skramm e urzhiataer ar priz kinniget gant ar C’hooperl evit e voc’h : « 1,85 € dre ar c’hilo, da lâret eo 11 santim nebeutoc’h eget marc’had ar moc’h e Breizh. Gra ar jedadenn da-unan hag e weli pegement a vanko din ! »

Gwall zister e seblant ar sammad dre ar c’hilo. Met pa vez 300 gwiz o produiñ tamm-pe-damm 175 pemoc’h tost da gant kilo bep sizhun, pezh a vank en e chakod n’eo netra dindan 7.000 € evit ur miz ! Biskoazh kement all, pa ouezer emañ ar gevelouri e penn marc’had ar moc’h er Frañs, gant tro 5 M a voc’h lazhet bep bloaz, 2.300 saver moc’h ezel eus ar gevelouri ha 7.000 implijad : « Fougeet eo ar C’hooperl evit bezañ er penn a-raok, ha padal n’eo ket gouest da vont a-skouer gant priz ar re all ! Evel pa vefes paeet dindan ar Smic », eme ur saver moc’h all, hegaset.

Poan zo gant an daou saver loened kompren petra zo kaoz ma ne ya ket ken prizioù ar C’hooperl a-rez gant re varc’had dave Plevin, an hini bet savet e 1962. E-kreiz Marc’had ar Moc’h e Breizh (MPB), ar werzh diouzh ar c’hresk a vez da Lun ha da Yaou. Un dave evit peurrest ar Frañs eo disoc’hoù ar werzh. Ha koulskoude, dindan renerezh Emmanuel Commault eo bet divizet gant ar C’hooperl kuitaat ar MBP e 2015, pa soñje dezho e veze lakaet en arvar ar marc’had ezporzhiañ, abalamour da briz ar c’hilo kig moc’h, re uhel d’o meno. Hag abaoe e vez paeet ar saverien moc’h hervez ar prizioù embannet gant ar C’hooperl. Kenderc’hel a rae da brenañ miliadoù a voc’h bep sizhun memestra, betek miz Here 2023, p’eo bet divizet gant ar C’hooperl chom a-sav penn-da-benn gant ar prenañ moc’h.

Un doare paeañ gwall luziet

Diskleriañ a ra ar C’hooperl ez eo marc’hadmatoc’h ar servijoù dreistwerzhad (pe « talvoudegezh ouzhpenn ») hag ar sistem arc’hoproù fakturennet ganto, pezh a zo un avañs evit ar saverien loened. « Ret eo bezañ pizh oc’h ober e gontoù e dibenn ar bloaz », a bouez da skouer Didier Lucas, saver loened ha prezidant Kambr Labour-douar Breizh, ezel eus ar C’hooperl ivez. Hervez ur sifr bet diazezet gant prizachourien ar burev CerFrance ha diskoachet da geñver emvod-meur ar gevelouri e 2022, « degaset e vez ur gounidegezh a 410€ ouzhpenn keidenn ar Frañs evit pep gwiz en un atant sevel moc’h ».

Goude bezañ bet o selaou meur a saver moc’h ezel eus ar C’hooperl ez eus bet kadarnaet deomp n’emaint ket pell diouzh priz marc’had ar moc’h e Breizh, ha se a-drugarez d’ar sistem dreistwerzhad. Evit bezañ resis, an darn vras eus an dreistwerzhad zo e-liamm gant feur kigennoù an tammoù-kig (TMP). Da lâret eo e-liamm gant kalite ar c’hig, dre un istimadur a vez kaset da benn gant an tiez-lazhañ chatal. Pa vez tizhet 61 % TMP gant ar c’hig degaset gant saverien zo e c’hellont neuze pakañ betek 17 santim ouzhpenn dre gilo, un doare da gempouezañ mat a-walc’h an digresk ordin war ar priz diazez. Ha pa vez prenet gant ar saverien loened ar boued chatal Cooperl, pe pa sentont ouzh kaier kargoù diabarzh a-fed kig hep bevastalerioù (antibiotik), war ar pared nann-spazhet e c’hell ar gevelouri aotreañ betek 6 santim dre gilo ouzhpenn en holl d’an holl.

Gallout a ra an desaverien moc’h gounit arc’hant dre an dreistwerzhadoù (pe plus-value e galleg). Poltred : We Animals Media.

Ur priz diazez harpet gant an FNSEA

Sistem an dreistwerzhad (pe «talvoudegezh ouzhpenn») zo degemeret ingal a-walc’h e bed al labour-douar , e metoù an tiez lazhañ chatal hag an treuzfurmerien kig. Evit pezh a sell ouzh ar feur kigennoù e vez embannet da skouer gant marc’had ar moc’h e Breizh e vez roet ez-ofisiel etre 4 ha 16 santim ouzhpenn evit un TMP etre 57 % ha 63 %. Gant ar gevelouri Porc Armor e vez kinniget betek un arc’hopr eus 8,5 santim dre gilo zoken, evit loened n’int ket bet desavet gant bevastalerioù. Estreget gant ar C’hooperl e vez roet arc’hoproù neuze.

«Pezh a gont eo ar priz diazez. Normal eo e vefe paeet gant ar filierennoù un dra bennak ouzhpenn evit ar saverien chatal a ra strivoù ouzhpenn ivez», eme François Valy prezidant kevread broadel ar sevel moc’h (FNP), ur gevredigezh ispisializet e diabarzh an FNSEA. « Pezh zo, kement a gargoù e kement a gaieroù, kollet-mik omp : ezhomm bras hon eus e vefe ur priz diazez reizh », a ouzhpenn Yann*.

Gant ar sistem dreistwerzhad e vez broudet ar saverien moc’h da asantiñ ouzh an enframmañ (pe intégration e galleg), da lâret eo da vezañ muioc’h-mui e dalc’h o c’hevelouri.

« Ma fell dit tapout an dreist-gwerzhadoù diwar-benn ar bevastalerioù hag aezamant al loened (chom hep spazhañ ar moc’h bihan NGAS), ha kaout gounidoù an abretañ ar gwellañ, ret-mat eo dit tapout ar boued chatal hag al louzoù digant ar C’hooperl»— Yann*, desaver moc’h ,

Saverien moc’h ereet

« Ur sistem enframmañ ha ne lâr ket ez eo, setu ar C’hooperl e gwirionez », a zispleg Sylvain*, saver moc’h an Aodoù-an-Arvor hag ezel eus ar C’hooperl abaoe dek vloaz a-boan. An enframmañ (pe intégration e galleg) –ur ger n’heller lâret war porzh an atantoù – a dalvez e eus ur gevrat etre ur saver loened hag e gevelouri, ha dre-se eo engouestlet an desaver da zoujañ ouzh ar reolennoù diwar-benn ar mod da verañ ar magañ loened, ar pourchas doareoù produiñ pe c’hoazh gwerzh an danvezioù aozet. « N’omp ket mestr ba’r gêr ken gant ar c’hevratoù-se », emezañ, keuz en e vouezh. Ur santimant bezañ rediet evit pep dibab teknikel, setu pezh a zeu en-dro e komzoù meur a zesaver hon eus bet tro da atersiñ. « Laouen ‘vefen kaout muioc’h a frankiz », a lâr deomp Ewen* ivez.

Evit bezañ resis, rankout a ra pep desaver ezel eus ar C’hooperl sinañ ur gevrat pourchas boued evit pemp bloaz, gant kaieroù kargoù resis : moc’h savet hep bevastalerioù adalek o ganedigezh ha betek o 42 vet deiz, moc’h savet en o aezamant, label ruz… Pep tra a gas an desaverien da rankout tremen dre servijoù ar gevelouri goude-se : adalek ar boued chatal betek an ti lazhañ moc’h, en ur dremen dre ar genetek ha produioù medisinerezh al loened. Met ouzhpenn ar redioù-se, ar frejoù merañ.

Savet hon eus goulennoù da servij kehentiñ ar C’hooperl war an afer-se. Lâret zo bet deomp eo titouroù a ne sell ket ouzhomp pa vez komzet eus dreistwerzhad pe gevreadoù. « D’an izili hepken e vez roet an titouroù-se ».

Eus produiñ moc’h da broduiñ magadur ar moc’h

Alies-mat e vez meneget ar servij pourchas boued ar moc’h evit an desaverien. Hervez kontoù bet embannet ez eo deuet da vout un obererezh pennañ evit ar C’hooperl. Pa lârer mat, gwerzhañ boued chatal da zesaverien rediet da brenañ diganto a gas da unan eus brasañ sifr aferioù evit ar gevelouri, gant tro 500 M€, evit ar bloaz 2022, da lâret eo teir gwech muioc’h eget gwerzh ar moc’h evit ar charkuterezh (164 M€). « Gwelloc’h e kav d’ar C’hooperl ober gounidegezh war gein an desaverien kentoc’h eget en em gannañ gant an dasparzherezh bras », a zispleg unan eus an izili kozh

Kinnig a ra ar C’hooperl gwerzhañ boued evit al loened. Ha gant-se e vez graet kalz arc’hant gant ar gevelouri.

Ken abred ha 2006 e oa bet an desaver-se gant re all ivez o klask lakaat renerezh ar gevelouri war ziwall war ar mont a-dreuz-se a vefe diorren ar gwerzhañ servijoù, hervezo. Bodet eo strolladig an Desaverien emren, en ur gevredigezh hag a ginnige prenañ en ur mod emren produioù zo a c’helle bezañ kavet marc’hadmatoc’h eget digant ar C’hooperl, evel an digontammer pe al louzoù evit yec’hed al loened.

Ar pared n’int ket spazhet, higenn an enframmañ

Didro e anzav Ewen*: « An dra nemetañ a ro c’hoant din chom ganto eo ar pared ne vezont ket troc’het ». Evel meur a hini all e rank anzav eo bet kemeret un diviz kalonek gant ar C’hooperl ken abred ha 2012, hag a oa kinnig da chom a-sav gant ar spazhañ ar moc’h bihan. Un engouestladur evit aesaat buhez al loened, gant ar riskl da reiñ ur c’hwezh displijus d’ar c’hig.

E 2012 eo bet kinniget gant ar C’hooperl chom hep spazhañ ar moc’h. Nebeutoc’h a labour a zo evit al labourerien-douar. Poltred : France 3.

Un doare ober hag a zigresk ar garg a labour, hag a ro tro d’ar moc’h lardañ evit ur c’houst disteroc’h. Hervez studiadennoù a c’heller lenn e vez debret 14% nebeutoc’h a voued gant ar pared ha n’int ket troc’het, daoust ma kreskont memestra, hag o deus ur c’hementad kigennoù uheloc’h zoken. « Gwelloc’h eo talvoudekaet ar moc’h e mod-se. Daoust d’ar savadurioù kozh em atant em eus gellet gounit gwelloc’h ma buhez evel-se », a anzav Didier Lucas, prezidant kambr labour-douar Aodoù-an-Arvor heg ezel eus ar C’hooperl.

Ronan* a oa bet teknisian ar gevelouri ha deuet eo da vezañ desaver moc’h emren, hag evitañ, lakaat e plas ur c’haier kargoù war « aezamant ar moc’h » (ar pared n’int ket spazhet) a zo bet evit ar gevelouri un doare splann da greñvaat o hentenn enframmañ a gas ar saverien moc’h da vezañ kalz muioc’h dindan dalc’h ar gevelouri. « Ur blegenn nevez eo bet ober moc’h n’int ket spazhet, rak morailhet eo pep tra bremañ. Ret eo bremañ d’an desaverien moc’h prenañ an dafar genetek hag al louzoù evit al loened. Met ivez ar magadur evit ar moc’h yaouank-flamm, hag aze e vez graet ur gounit bras-tre gant ar C’hooperl ». «Kresket eo bet an enframmañ abaoe ma vagomp moc’h n’int ket spazhet », eme Gilles* ivez.

Philippe, ur medisin loened e penn ur c’habined ispisializet war an desaverezh moc’h, klaouiañ an doare-se a zo deuet diwar abegoù ekonomikel da vat ha n’eo ket abegoù yec’hed pe biologiezh : «Nag ar magadur nag ar genetek o deus tra da welet gant ar fed desevel moc’h en ur chom hep spazhañ anezho, n’eus abeg teknikel ebet da rediañ kement-se an desaverien », emezañ.

Lakaat an tiez lazhañ moc’h da dreiñ 

Digresket eo eus 5 % an niver a voc’h eus ar C’hooperl tremenet dre an tiez lazhañ etre 2021 ha 2022, evit tizhout an niver a 4,6 milion pemoc’h. En ur blegenn evel-se eo deuet da vezañ ken strategel mirout e izili ken ma vefe bet divizet, hervez komzoù ar re bet goulennataet ganeomp, ma vefe kreñvaet gant ar gevelouri ar c’hastizoù war an desaverien moc’h a glaskfe dilezel an embregerezh. « Ma vefent ken kreñv a-se, n’o defe ket ezhomm stagañ an dud evel-se evit ma chomfent ganto. Pezh o deus ezhomm e gwirionez eo e vefe produet d’an nebeutañ 6 milion penn moc’h ar bloaz evit ma lakfent o binviji da vont en-dro », eme Yann* gant dipit.

Hervez ar c’homzoù-se e vefe deuet ar C’hooperl da vout « kalz muioc’h prosezerez ». Pa seller pizh ouzh ar c’hevratoù pourchas boued chatal e weler eo stag an desaverien gant o c’hevelouri evit pemp bloaz. Met betek-henn, na gant Cooperl na gant ar c’hoperativoù all ne veze ket lakaet an diferadenn-se da dalvezout, ha disoursi e veze roet en-dro o lodenn gevredad d’an izili a felle dezho mont kuit, hep plediñ gant an deiziadoù termen kevrat. Ul lizher bet kaset gant ar C’hooperl, a c’heller lenn war lec’hienn Porelia, ur strollad saverien moc’h, a ziskouez splann da skouer eo bet nac’het d’un desaver moc’h kuitaat diwar an abeg m’en defe ket doujet ouzh ar badelezh rakkemenn a dri miz. « Laosket e vezont da vont kuit gant kazi an holl koperativoù ! Se zo gwashoc’h eget strishaat an doareoù labour e-keit m’eo izeloc’h ar priz eget hini ar marc’had ! », a huanad Ewen*, un desaver moc’h hag ezel ar C’hooperl a fellfe dezhañ cheñch kevelouri.

Strishoc’h ivez ar C’hooperl war an diferadenn er c’hevratoù a lak anezhi da vezañ an hini nemeti da zegas moc’h an desaverien izili. Rak en un endro gwallgaset, p’eo prenet ar moc’h ganto d’ur priz izeloc’h eget hini ar marc’had, e vefe techet desaverien zo da vont da welet lec’h all, daoust ma rankfent neuze paeañ 7,62 € a gastiz evit pep loen ne vefe ket degaset d’ar C’hooperl. Hervez Sébastien Lamour, bet dilennet e sindikad al Labourerien Yaouank, ha bet dave an desaverien evit ar sindikad, « un dek bennak a saverien moc’h » o defe bet ur weladenn urcher abaoe deroù ar bloaz 2023, evit ma vefe gwiriet ganto ar werzh moc’h e diavaez kevrat. Hervez tud all e vefe bet ar C’hooperl o c’houlenn groñs bezañ restaolet sammadoù a ya betek kantadoù milieroù a euroioù evit ar moc’h bet gwerzhet da gevezerien ar C’hooperl.

Ret e vez d’an desaverien paeañ 7.62 € evit pep pemoc’h ha n’eo ket bet roet d’ar C’hooperl. Poltred : We Animals Media.

Hervez Laurent Dartois, mab prezidant bet ar C’hooperl, kontet eo bet gevier gant ar gevelouri dirak ar justis. Gant Laurent Dartois e vije goulennet bezañ paeet ar pezh a dlee dezhañ ar C’hooperl. Ha d’an embregerezh da c’houlenn 250.000 € dezhañ rak sañset e vije bet gwerzhet pemoc’h er-maez eus ar gevelouri. Faos e oa an titouroù-se. « Diaes eo bet mont kuit, diskouez e oa eus un doare all d’ober », eme Laurent Dartois.

Un tamm mat a c’hounidoù, peadra da lakaat pismigerien da devel

Daoust d’ar goulennoù a sav ennañ diwar-benn an doare ma vez meret ar gevelouri, sklaer eo memestra e anzav Ewen emañ o tennañ un tamm brav a c’hounidoù gant an desevel moc’h. « Gant lod e vez paket goproù medisined, ha se zo un abeg evit na vefe ket pismiget gant an darn vras eus ar saverien moc’h. D’o soñj emaint o vont da c’hounit pa vez graet gounidoù gant ar C’hooperl », setu preder Jean-Marc Thomas, mouezh aotreet kengevread ar beizanted evit ar rannvro. Rak ma rank an desaverien moc’h labourat eurioù hir bemdez, ha ma n’o deus ket nemeur a vakañsoù, diouzh pezh hon eus gellet klevet en atersadennoù ez eo live o goproù a zeu da heul : gounit 4.000 da 5.000 € rik beb miz ne vefe ket dibaot evit rener un atant moc’h bras a-walc’h. Padal e vez desaverien moc’h o c’hounit kalz nebeutoc’h.

War an dachenn broadel, kadarnaet eo bet gant ministrerezh al Labour-douar ez eo ar sevel moc’h an obererezh gounidusañ a vefe e bed al labour-douar. E-tro ar bloavezhioù 2019-2021, a-ramp war enkadenn ar C’hovid ha brezel Ukraina, reñverad korvoiñ kriz (EBE) an desaverien moc’h a yafe da à 95.000 € dre vras dre atant, hervez hor jedadennoù. Dre ma tiskouez ar werzh ouzhpennet (VA) a paket gant an embregerezh goude ma vefe tennet ar frejoù koskor, ar sifr-se a verk ur sammad uheloc’h e bed an desaverien moc’h eget e forzh peseurt doare gounidegezh. Ar gounidegezhioù ispisializet evel an avaloù-douar hag al lin, hag ar gwini, a vez sellet outo evel an daou zoare gounidegezh a bae ar gwellañ, a ro un EBE kreiz eus 77.000 € ha 67.000 € . « Mat e c’hounezomp hon buhez », a anzav François Valy, prezidant Kevread broadel an desaverien moc’h (FNP).

Abeg pe heuliad, gant an desaverien moc’h e vez ivez «live uhelañ ar postañ arc’hant e bed al labourerien-douar », hervez enklask ministrerezh al Labour-douar. E-keit m’eo bet postet dre vras war-dro 30 000 € gant an atantoù er Frañs etre 2019 ha 2021, gant an desaverien moc’h ez eus bet postet tro 61.000 € evit modernaat ha brasaat o atantoù, an div drederenn evit ar savadurioù. Hervez ar pennadoù-kaoz hon eus graet e vefe an dispignoù-se ar re gentañ graet gant an desaverien yaouank pa rankont en me staliañ, etre 1 M€ ha 3 M€ hervez niver al loened hag an aveadurioù rekiz. « Ma vezes prezh eus ar C’hooperl eo kalz aesoc’h kaout arc’hant eus an tiez bank », eme Ronan*.

« Gant ar savadurioù ez out bac’het buanoc’h c’hoazh eget gant ar pourchas boued. Ur wech tapet ganit disoc’hoù ar C’hooperl evit ober war-dro an distaoladoù loened, (fank hag hañvouez) pe evit mirout ouzh ar moc’h bihan da vout flastret, aze n’hellez ket kuitaat ken », a zispleg Ronan*. Kinnig e zoareoù teknikel evit ober war-ro ar postadurioù arc’hant-se a vefe ur mod all evit ar C’hooperl da virout e saverien moc’h. Goude bezañ bet adprenet Rolland Environnement an embregerezh tretañ an hañvouez e 2021, n’eus ken met ar C’hooperl a c’hell dastum an diastaolioù diwar an atantoù bet degemeret an Trac da skouer, ar sistem rozell-se a zisparti an danvezioù fetis diouzh an dourennoù, pezh a c’houlenn e vefe implijet doareoù teknikel resis evit ma vefent kaset kuit eus an atantoù.

Lakaat an disrannerien da devel

Evit mirout diouzh an desaverien moc’h da guitaat ar gevelouri ez eus bet staliet gant ar C’hooperl morailhoù teknikel koulz hag ekonomikel, met en ur wareziñ strizh ar skeudenn a ro diouti. « E C’hooperl e kaver gwelloc’h ober kouez pell diouzh selloù an dud », eme un dilennad FNSEA a fell dezhañ chom dizanv. Hag e ouzhpenn c’hoazh : al lizher bet skrivet e miz C’hwevrer 2023 koulz gant ar sindikad kreñv-se hag hini al Labourerien Yaouank evit pismigañ digresk ar prizioù e-keñver ar MPB ne oa ket ur gemennadenn, met « ur c’hehentiñ diabarzh evit an izili hepken »« Na roit ket ma anv, mod-all e c’hellfen pakañ fest ar vazh », eme Yann* c’hoazh, nec’het anezhañ.

N’eo ket dianav d’an desaverien moc’h an doareoù ma c’hellont pakañ taolioù kenkaz ma vefent o kaozeal d’ar gazetennerien. Aon zo gant meur a saver moc’h bet goulennataet ganeomp ma vefe diwezhat ma vefe kaset moc’h o atant d’an tiez lazhañ, gant ar riskl ma vefent tevaet en tu all d’ar pouez aotreet gant an tiez lazhañ.

E miz Even 2023, da geñver an emvod-meur e oa bet ur strolladig 8 desaver moc’h o klask lakaat e kaoz strategiezh ar renerezh. Kresket eo bet neuze niver a verourien eus 24 da 32, evit skañvaat evel-se pouez an disrannerien. « Ur gwir gudenn demokratelezh a zo. Ne vez ket selaouet mouezh an izili », a eilger unan eus ar verourien a gendalc’h da stourm en diabarzh. Diouzh e du, Bruno Hamon, merour er C’hooperl abaoe 2012, a zegemer stad an traoù evel m’emaint, ha displegañ a ra n’eo ket ar C’hooperl « ur c’huzul kêr, ne glasker ket kaout tud a-enep. Klas a reomp sevel ur c’huzul merañ unvan tamm-pe-damm evit kemer divizoù a-zoare evit ar gevelouri. » 

Ur skeudenn vrav he deus c’hoant da gaout ar C’hooperl. Ganti eo bet respontet deomp n’o deus ket c’hoant ar renerien reiñ titouroù deomp.

Chom a ra desaverien zo etre kounnar ha gouzañv e-tal kement a vankoù demokratel. «N’ez an ket d’an emvodoù-meur ken », eme Ewen* gant dipit. « Kalz goulennoù zo gant an desaverien moc’h, met nebeut a respontoù a vez roet dezho. Me ‘gav din ez omp erru e penn ar sistem kevelouri. » N’emañ ket a-du tamm ebet penn-renerien ar C’hooperl gant se : « Eskemmet e vez alies mat gant hon c’hevelourien. Dreist-holl pa vez eus hon emvodoù-meur e lec’h ma vez moaien d’an desaverien sevel a bep seurt a c’houlennoù », eme an den e-karg eus ar c’hehentiñ en embregerezh.

Gant un toullad mat a labourerien-douar bet selaouet ganeomp ez eus bet dispaket teodadoù, en ur zisplegañ an diaesterioù a vez ganto evit klask kuitaat ar sistem lakaet e plas gant ar gevelouri. « Rak n’eus ken met an atantoù brasañ a c’hell dont da vezañ emren ha gwerzhañ war-eeun da tiez-lazhañ Lerclerc e Kermenez, pe re ar Socopa (Strollad Bigard) e Gras (22) », a zispleg Ronan*. Un atant a rank kas ur c’harrad a voc’h bep sizhun, eme an teknisian kozh, da lâret eo kaout d’an nebeutañ 400 gwiz evit gellet adpakañ koust an transportoù. Ar re a vez nebeutoc’h a voc’h ganto n’o deus dibab ebet all nemet chom dindan ar C’hooperl, pe c’hoazh da glask klask o chañs gant kevelourioù all evel Evelup, Eureden pe c’hoazh Porc Armor. « A-benn ar fin ne chomo er C’hooperl nemet ar verourien, hag ar re a zo dindan dle », a zispleg Gilles* c’hoazh.

* Cheñchet eo bet an anv

Ivan Logvenoff and Kristen Falc’hon

> Splann!

Journalistes. Splann! est une association loi 1901 qui produit des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde. Le magazine Le Peuple breton est heureux d'être partenaire de Splann! pour publier ses enquêtes en breton, langue de travail au sein de l'association. Établie à Guingamp dans le Trégor (Côtes-d’Armor), l'association ne vit que grâce aux dons : [cliquez ici] pour la soutenir ! [Lire leurs articles]