Lennet ho peus Pobl Vreizh miz Mae ? Kavet e vez enni atersadenn Jean-Daniel Bourdonnay a zo o chom e Kreiz-Breizh e-kichen ur vengleuz. En niverenn ar miz ez eus kaoz ivez eus arz e Stadoù-Unanet, eus sinema en Alamagn hag eus lennegezh, e brezhoneg evel-just.
Réfrac’terres zo ur gevredigezh difenn an endro a zo bet savet goude ma vefe bet embannet gant Imerys ma vo kresket tachenn e vengleuz andalousite a zo lec’hiet ba Tregorn ba kumun Groñvel. Pobl Vreizh he deus kejet gant Jean-Daniel Bourdonnay, gwenaner a-vicher, a zo o chom ba Tregorn, unan eus ar re zo e penn Réfrac’terres abaoe ar penn-kentañ hag a gas an traoù war-raok evit ar gevredigezh-se. Pennad-kaoz gant Hervé ar Gall.

Delwenn David, noazh dinoaz
Un darvoud e voe da lakaat da c’hoarzhin goap ouzh ar wall vezhegezh er Stadoù-Unanet. Difredet e oa bet ur skolaerez e Florida war-lerc’h lakaat bugale da studiañ ur skeudenn eus ur bennoberenn kizellet gant Michelangelo, delwenn David diwisk. Feuket e oad bet en Italia gant an darvoud. Ne c’helle ket un oberenn arzel a-seurt-se bezañ renket e re ar bornografiezh dre ma oa bet graet da gentañ evit kinklañ un iliz ! Estreget Amerikaned a c’hell bezañ feuket gant ar c’horfoù noazh en dafar pedagogel koulskoude. Ur pennad gant Paol ar Meur.
Sinema. An dispac’h didrouz
An dispac’h didrouz eo anv ur film bet embannet e 2018, savet diwar ul levr anvet Ar c’hlasad didrouz en alamaneg gant Dietrich Garstka. Istor gwir ur c’hlasad liseidi eus Alamagn-Reter e 1956 hag a oa bet lakaet diaes gant gouarnamant Republik demokratel Alamagn trapen m’o doa graet ur vunutenn didrouz e penn-kentañ ur gentel evit dougen bri da zispac’herien Hungaria. Ur pennad gant Maxime Touzé.
« Du ha gwenn ha plas da lenn »
Er rubrikenn lennegezh miz Mae e vo komzet gant Herve Latimier ha Maxime Touzé eus pevar levr nevez : Enez-ar-Gerveur, un danevell istorel embannet gant Al Liamm, Dremmvro ampspis gant Al Liamm c’hoazh, Kezeg direizh gant Skol Vreizh ha Beajour ar goañv gant An Alarc’h.
Hag evit echuiñ al lodenn lennegel, un diverradenn skrivet gant Padrig an Habask a-zivout niverenn 164 nevez ar gelaouenn Al Lanv, kevelerez Pobl Vreizh. Joa deoc’h !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Mae er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn.
Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !