Humza Yousaf, Ministr Kentañ Bro-Skos

Dilennet eo bet Humza Yousaf Ministr Kentañ Bro-Skos gant kannaded Parlamant ar vro d’ar Meurzh 28 a viz Meurzh 2023. En derc’hent e oa bet dilennet e penn an SNP gant izili ar strollad. Ar pezh a lakae anezhañ kazimant dre ret da vezañ Ministr Kentañ ar vro goude. Distro war ar sizhunioù diwezhañ, trubuilhet un tamm evit an SNP.

D’ar 15 a viz C’hwevrer 2023 e oa bet un taol-reuz dic’hortoz evit an darn vrasañ eus an dud a heuilh aferioù politikel Bro-Skos : Nicola Sturgeon, ar Vinistrez Kentañ abaoe 8 vloaz, a roe he dilez (lennit ivez « Nicola Sturgeon a zilez he fost » e Pobl Vreizh ar miz). Brud vat he deus e-touez an holl Skosiz, memes ar re ne votont ket SNP. O tilezel he fost Ministrez Kentañ e tileze ivez he fost e penn ar strollad politikel. D’ar poent-se e oa diaes goût piv a vije war he lerc’h. Buan a-walc’h e lavar tri den int prest da vont war ar renk : Ash Regan, Kate Forbes hag Humza Yousaf.

Ur c’houlzad politikel arvarus

Arvarus rak an tri den a oa disheñvel a-walc’h hag e oant sañset bezañ o tont eus ar memes strollad politikel. Ash Regan ne oa ket an hini vrudetañ ha buan eo bet gwelet evel an hini na c’hallo ket gounit. Kate Forbes zo brudet, ezel eus gouarnamant Nicola Sturgeon, e penn an Arc’hant hag unan eus izili yaouankañ ar Parlamant. Gouezelegourez eo ivez, o tont eus an Inizi Gall. Met mirourez a-walc’h eo ivez. Disklêriet he deus n’he dije ket votet a-du gant an eured evit an heñvelreizhidi e 2014 da skouer. Pouezus eo ar relijion eviti. Humza Yousaf avat a oa war linenn Nicola Sturgeon, ul linenn araokour, evit gwirioù an holl vinorelezhioù. A-benn ar fin eo bet roet ar santimant d’an dud e oa dreist-holl an dizalc’hiezh a vode an emstriverien. D’al Lun 27 a viz Meurzh eo bet graet ar votadeg e diabarzh an SNP :

Piv eo Humza Yousaf ?

Embannet en deus Humza Yousaf kerkent e vefe o remziad an hini a welfe an dizalc’hiezh. Adlavaret en deus ivez e fell dezho mont e-barzh Unvaniezh Europa adarre. E zilennadenn n’eo ket netra e-keñver istor an den. Ganet eo e Glasgow/Glaschu e 1985, e-barzh ur familh a-orin eus Pakistan. Muzulman eo. Da 20 vloaz ec’h emezelas en SNP goude bezañ klevet Alex Salmond o prezegenniñ a-enep ar brezel en Irak. E 2011 e oa bet dilennet evit ar wech kentañ er Parlamant. Ha dibaoe 2012 en deus bet meur a garg politikel e-barzh gouarnamantoù Alex Salmond ha Nicola Sturgeon.

An diaesañ evitañ a grog bremañ. Dreist-holl evit tizhout an dizalc’hiezh ha derc’hel e strollad unanet. Strollad politikel Alex Salmond, Alba Party, en deus embannet e oa bet kantadoù a emezeladennoù nevez goude dilennadenn Humza Yousaf.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]