Pobl Vreizh #710. Ar skiant hag ar yaouankiz

Ha kavet e vo diskoulm ar yaouankiz peurbadus dizale ? © Anirudh

Embannet eo Pobl Vreizh miz Meurzh ! Evel bep miz e vez kavet er gelaouenn 4 fajennad e brezhoneg. En o zouesk, ar rubrikenn lennegezh, daou bennad keleier ha daou bennad all a-zivout ar skiant… Kavit amañ diverradenn an niverenn 710.

Da gentañ penn, ur pennad gant Guerric Epron graet un doktorelezh war ar biologiezh gantañ : diarselloù nevez evit kompren ar c’hoshaat zo bet savet en ur pennad-skrid embannet gant Cell, ar gazetenn skiantel brudet-tre, e miz Genver 2023. Ur skipailh enklaskerien meret gant an Harvard Medical School (Boston, Stadoù-Unanet) en deus studiet an abegoù a c’hell displegañ merkoù an amzer evit ar bronneged. En o zouez, koll ar blev, dallaat an daoulagad, skarsaat ar c’hroc’hen, pe goll fonksion al lounezhi hag ar c’higennoù.

Danvez skiantel c’hoazh, ur pennad gant Paol ar Meur : lakaet ez eus bet da gompren gant ur sontadeg, nevez zo, e veze techet un dregantad souezhus eus an dud yaouank da duañ gant teoriennoù drol lakaet da skiantel, teoriennoù hag a vez graet anezho “gwirionezioù disheñvel”, evel hini ar blanedenn blat. Seblantout a ra bezañ diboell. Ur mod poellek da sellout ouzh an traoù eo evit gwir. Ar mod da stourm ouzh an teoriennoù touellus a c’hell bezañ studiañ pizh er skolioù penaos ez eus bet savet unan anezho, evel m’en doa graet ar c’helenner war ar skiantoù sokial Wiktor Stoczkowski…

Nicolas Sturgeon d’ar 15 a viz C’hwevrer © Scottish Government (CC BY 2.0)

E Bro-Skos, Nicola Sturgeon a zilez he fost

D’ar Merc’her 15 a viz C’hwevrer he deus dilezet Nicola Sturgeon, Ministrez kentañ Bro-Skos, he fost e penn ar vro. Ur souezh e oa d’an holl. E-pad nav vloaz he deus Sturgeon sturiet ar vro dre ar c’hovid, dre ar Brexit, ha bremañ dre an enkadenn ekonomikel.

Karet e vez gant he strollad ha gant kalz Skosiz, met deuet eo da vezañ kontestet gant strolladoù all
hag enebourien dieubidigezh Bro-Skos.
Goude bezañ klevet ar c’heloù o deus lavaret pennoù ar Virourien hag al Labourerien e oa mat dezhi mont kuit. Tud all o deus anavezet hec’h emnac’h hag he nerzh. Ur pennad gant Fañch Bihan-Gallic.

Da lenn ivez : diverradenn ar pennadoù gallek.

Kengret eo skipailh Pobl Vreizh gant hini ar gazetenn Ar Poc’hêr

Reuz a ra betek ar c’hazetennoù e
Pariz peogwir eo bet gourdrouzet a varv skipailh Ar Poc’hêr, kazetenn sizhuniek Kreiz Breizh, hag ur gazetennerez eus Frañs 3 Breizh ivez. Ar gourdrouzoù-mañ zo kaset gant an tu-dehoù-pellañ abalamour d’ar
pennadoù diwar-benn an darvoudoù, ar reuz hag ar manifestadegoù a zo bet en-dro d’an degemer repuidi e Kallag (Bro-Gerne, Aodoù-an-Arvor). Muioc’h a 500 den a oa e Karaez d’ar 25 a viz C’hwevrer evit souten ar gazetenn hag ar frankiz da gelaouiñ.

Lennegezh vrezhonek ar miz

Er rubrikenn « Du ha gwenn ha plas da lenn » ar miz-mañ e vo komzet gant Herve Latimier eus tri levr nevez embannet gant Skrid, An Alarc’h ha Ti-embann ar skolioù (TES). Hag evit echuiñ mat, diverradenn ar gelaouenn Al Liamm – Tír na nÓg, kevelerez Pobl Vreizh, skrivet gant Morgan Tremel a-zivout an niverenn 456 nevez. Plijadur deoc’h !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz Meurzh er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn.

Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.