Erru eo Pobl Vreizh miz C’hwevrer ! Evel bep miz e vez kavet enni 4 fajenn e brezhoneg. Ouzhpenn ar rubrikenn lennegezh hag an daou bennad a zo da zizoloiñ ez eus un atersadenn, hini ar gazetennerez Tunvezh Gloaguen-Grandjean… Kavit amañ diverradenn an niverenn nevez-mañ.
Seizh vloaz zo he deus lakaet Tunvezh Gloaguen-Grandjean hec’h anv evit bezañ animatourez er skipailh Radio Kerne. Kazetennerez eo he micher bremañ, gant ur sapre skiant-prenet war he lerc’h. Ijinit ‘ta : « Lakaomp ‘m eus graet div pe teir atersadenn bep sizhun e-pad 7 vloaz. Dleout a rafe neuze ober 800 atersadenn », he deus lâret da vMaxime Touzé. Ar bloaz-mañ he deus choazet Tunvezh kuitaat avantur brav « radio ar seizh avel » davet dremmwelioù micherel all. Evit Pobl Vreizh he deus asantet un atersadenn evit kontañ deomp mil pinvidigezh ar c’hazetennerezh brezhonek.
Reggae, rasta, Etiopia… Met petra eo an etiopianouriezh ?
Hervez an etiopianourien e ranke ar re Zu kaout o mod dezho da gompren ar Bibl, ur mod disheñvel diouzh hini an Amerikaned a orin european. Marcus Garvey a voe an hini brudetañ a embannas seurt mennozhioù er Stadoù-Unanet. Un 800 a rastaed zo o vevañ hiziv an deiz e-kichen Shashamane, ur geoded marc’hadourien eus Etiopia. Perak ? Eus Jamaika e oa deuet ar re gentañ anezho e-kerzh ar bloavezhioù 1960 p’o doa asantet d’ar c’hinnig degemer en doa graet an impalaer Haile Selassie, ur Mesiaz du e oa evit ar rastaed. Un pennad gant Paol ar Meur, da lenn o selaou sonerezh Bob Marley.
Ur vanifestadeg e Bro-Saoz evit ar gwir da gampiñ
E kontelezh an Devnent, e mervent Bro-Saoz, ez eus bet d’ar Sadorn 21 a viz Genver miliadoù a valeerien o tifenn o gwir da gampiñ e Dartmoor, ur park broadel a blij dezho kalz. Rak hervez un diviz justis e vo ezhomm diwar vremañ da gaout asant perc’henn an dachenn. N’eo ket echu an afer koulskoude…
Lennegezh vrezhonek ar miz e tiez-embann Timilenn, TES hag Al Lanv
Er rubrikenn « Du ha gwenn ha plas da lenn » ar miz-mañ e vo komzet gant Herve Latimier eus pevar levr nevez : War hent Jada hag Ar steredenn-lostek embannet gant Timilenn, ha Dindan ar seizh avel ha Fablennoù La Fontaine embannet gant Ti-embann ar skolioù (TES).
Hag evit echuiñ mat, diverradenn ar gelaouenn Al Lanv, kevelerez Pobl Vreizh, skrivet gant Padrig an Habask a-zivout an niverenn 163 nevez. Lennit mat !

Prenet ’vo Pobl Vreizh miz C’hwevrer er staligoù kazetennoù eus ar c’hentañ, pe war hon stalig enlinenn.
Gwelloc’h eo klikañ evit koumanantiñ : 3,75 €/miz nemetken !