Lojeiz. Ur galv evit ma vo astennet an « takadoù tenn » e Norzh Breizh

Ul lugan klevet er vanifestadeg Montroulez d'an 29 a viz Here © Tregor Goëlo Argoat Zone Tendue

Abaoe miz Here e ouzer e vo astennet roll ar c’humunioù graet « tenn » anezho evit marc’had al lojañ. Pouezus eo evit reiñ tro dezho da lakaat reolennoù evit gwareziñ an annezidi : sterniañ kresk ar feurmoù, bevenniñ plas ar feurmoù berrbad mod Airbnb, kreskiñ an taosoù war an eil-tiez, h.a. Met n’ouzer ket peseurt kumunioù a vo lakaet er roll…

Roet ez eus bet da c’houzout e vo ledan an astenn e Su Breizh. Met evit an Norzh, n’eus bet keloù ebet, ha strafuilhet eo dilennidi zo gant ar soñj e c’hallfe bezañ disoñjet o c’horn-bro.

Ur riskl bras da chom hep ostilh politikel

Alese ar galv bet embannet d’an 8 a viz Kerzu gant dilennidi eus Treger, Goueloù hag Argoad, en o zouez Sylvain Camus, maer Ploulec’h, Brigitte Gourhant, maerez Ploubêr, Trefina Kerrain, eil-maerez e Lannuon, Goulven Morvan, eil-maer e Pempoull, Gael Roblin, dilennad eus an tu-enep e Gwengamp, pe c’hoazh Nil Caouissin, kuzulier-rannvro, ha meur a zilennad·ez ouzhpenn.

« Mallus eo kaout ostilhoù », eme an dilennidi, « ha pa ne vefe ket peurvat ar statud takad tenn e ro an tu d’ober dibaboù buan. Ur riskl bras a zo e chomfe hon tiriad a-gostez, ma ne ro ket an dilennidi da c’houzout e fell dezho ma vo astennet an takadoù tenn en o bro. »

Sinet eo gant kumunioù bihan. Petra ‘vo graet gant kêrioù bras ?

E-touez ar sinerien e kaver maered eus kumunioù bihan pe etre, eus Bro-Dreger. Maered Gwengamp, Lannuon ha Pempoull n’o deus ket sinet. A-fet tuadoù politikel e adkaver UDB, PCF, an tu-kleiz dizalc’hour, ha dilennidi ekologour pe eus an tu-kleiz distrollad.

Petra a c’hoarvezo e Lannuon-Treger Kumuniezh goude ar galv-se ? Hag e Tolpad-Kêrioù Gwengamp-Pempoull-Argoad ? Dedennus e vo heuliañ an divizoù hag emzalc’h ar re n’o deus ket sinet ar galv.

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.