Ensteudoù Essure : drouk mouget e korf ar merc’hed

Abaoe bloavezhioù e c’haller lenn testenioù merc’hed tapet fall o yec’hed goude bout bet lakaet an ensteudoù (implants e galleg) Essure. Hiziv an deiz e kendalc’h da lâret an embregerezh ‘neus gwerzhet anezho ‘n eus ket kudenn ebet gant an ensteudoù. Un diell eus ajañs ar yec’hed a lâr ar c’hontrol e 2017. Kazetennerezed Splann! o deus kavet anezhañ.

Kinniget e oant bet e-giz dazont an hilastalerezh (koñtrasepsion) peurbad. An ensteudoù Essure a oa bet lakaet da hogozik 200 000 maouez e Frañs etre 2002 ha 2017. An embregerezh amerikan Conceptus a oa bet o werzhañ anezho da gentañ. Da c’houde e oa bet adprenet en 2013 gant ar ramz alaman Bayer.

N’eus ket ezhomm lakaat an dud da gousket, na chom en ospital, an teknik-mañ a-benn dont da vezañ gaonac’h a oa an hini implijet ar muiañ e Frañs adalek 2009, hervez sifroù Renerezh hollek ar Yec’hed (Direction générale de la santé pe DGS). Mann nemet er bloavezh 2013 e oa bet lakaet 28 000 ensteudad gant ginekologourien ! En holl ec’h embann Bayer bezañ bet gwerzhet ur milion a ensteudoù dre ar bed, 240 000 e Frañs, al lec’h ma oa bet gwerzhet ar muiañ diouzh sellet ouzh an niver a annezidi.

Met buan-tre e sav mouezhioù maouezed da ziskuilhañ efedoù all. Skuizhder, bezañ breviet betek ma n’heller ket bale ken, poan benn, poanioù liesseurt, diwadennoù, kudennoù neurologel… Hir eo al listenn ha start ober al liamm gant Essure. Hiziv eo bet tennet o uterus pe korzennoù an uterus d’un 30 000 maouez bennak e Frañs, pa ‘z eo an doare nemetañ da dennañ an ensteudad kuit. Da lâret eo 15 % ar re o doa dibabet an doare hilastaliañ peurbad-se. An darn vrasañ anezho ‘z a gwelloc’h gant o yec’hed kerkent ha tennet koulz lâret.

Bayer a zibab tennañ an ensteud deus ar marc’had gall en 2017, ha deus ar Stadoù-Unanet en 2018. An embregerezh liesvroadel ac’h embann ez eo abalamour da « abegoù kenwerzhel » ha nac’hañ a ra kement si a vefe gant ar produ. Koulskoude ez eus dielloù, e-kerz savour an ensteud hag ar pennadurezhioù yec’hedel, pere en deus gallet kaout Splann! a lak abeg war surentez an ensteudad

gant Gant Juliette Cabaço Roger, Faustine Sternberg, Rozenn Le Carboulec ha Guy Pichard
Troidigezh gant Riwanon Kallag

Boest du
E-pad an enklask eo bet skipailh Splann! o furchal en kantadoù a deuliadoù, hag o vont e darempred gant dekvedoù a dud. N’eus nemet un nebeud anezhe a zo bet meneget e lodennoù an enklask.
Savet o deus goulennoù da Ajañs ar yec’hed, an ANSM, a zo e-kreiz an afer. Bet int bet e darempred ivez gant ministrerezh ar Yec’hed, an embregerezh alaman Bayer, ha gant an aozadurioù o ‘deus roet ar siell CE da Essure, an NSAI ha Tüv Sud. Amañ dindan e kavit o respontoù a-bezh.
Pellgargit amañ respont an ANSM
Pellgargit amañ respont Bayer
Pellgargit amañ respont Tüv Sud
Pellgargit amañ respont ministrerezh ar yec’hed / Renerezh hollek ar yec’hed (DGS)

> Splann!

Journalistes. Splann! est une association loi 1901 qui produit des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde. Le magazine Le Peuple breton est heureux d'être partenaire de Splann! pour publier ses enquêtes en breton, langue de travail au sein de l'association. Établie à Guingamp dans le Trégor (Côtes-d’Armor), l'association ne vit que grâce aux dons : [cliquez ici] pour la soutenir ! [Lire leurs articles]