Eurovision 2022 : “aroueziañ ar gwellañ posupl yezhoù minorelaet Europa”

Biskoazh kemend-all ! D’ar Sadorn 5 a viz Meurzh, un nebeud eilennoù a-raok tremen d’an devezh war-lerc’h e voe diskleriet gant Stéphane Bern e oa aet ar maout gant ur strollad a Vreizh evit an Eurovision : Alvan & Ahez. Gant ur ganaouenn e brezhoneg penn-da-benn : Fulenn. Un trec’h a bell eo bet dirak an unnek strollad all. Un trec’h penn-da-benn ivez pa soñjer e oant erruet kentañ evit ar juri tud a vicher (10 den e oant : Jenifer, Cyril Féraud, Joyce Jonathan, Gjon’s Tears, André Manoukian, Nicoletta, Yseult, Agustín Galiana, Élodie Gossuin ha Sundy Jules) hag evit ar publik ivez. 222 boent o deus rastellet, 50 muioc’h eget an eil. D’ar 14 a viz Mae e vint neuze e Torino en Italia evit difenn Frañs e brezhoneg. Pennad-kaoz gant Marine Lavigne, unan eus an teir c’hanerez gant Sterenn Diridollou ha Sterenn Le Guillou.

Marine, gourc’hemennoù deoc’h da gentañ penn. Petra eo ho santimant un nebeud devezhioù goude ?

Mersi bras dija. Ar santimant goude an trec’h ‘oa bezañ sebezet, laouen-tre, fromet ivez e vije dibabet hor c’hanaouenn. Ur bern meskajoù, ne gomprenemp ket tre ar pezh a c’hoarveze, un tamm kollet e oamp gant tout ar gouleier, Stephane Bern e-kichen o lâret deomp « gourc’hemennoù, mont a reoc’h da Durin » ha ni « ah ya ok ». Pep tra zo aet buan-kenañ, kaset e oamp bet buan e-barzh ur van da vont e ti Laurent Ruquier evit e abadenn ha gallet hon eus en em repoziñ tro 3e pe 4e vintin, diwezhat-mat e oa echuet an noz.

Daoust hag-eñ ho poa soñjet e vije posupl tapout ar maout ?

Pas kement-se, nann. War-lerc’h p’hon eus gwelet hon eus labouret gant ar c’horegrafiezh hag all, war ar vouezh, hon eus gwelet tout ar pezh ‘oa bet prientet evidomp evit an arvest hon eus soñjet hon doa ur chañs bennak peogwir ‘oa brav-tre ar pezh ‘oa bet graet evidomp. Met ur souezhadenn e oa e vije bet votet kement-se evidomp ha dreist-holl hon dije bet mouezhioù ar juri !

Piv en doa bet ar soñj kentañ kinnig ur ganaouenn d’an Eurovision ? Penaos e oac’h en em gavet Alvan hag Ahez asambles ?

Graet em eus anaoudegezh gant Alvan e-barzh un davarn e Roazhon en hañv tremenet. En em glevet omp mat asambles, komzet hon eus asambles eus ar fed e oamp e-barzh bed ar sonerezh. Hag eñ en doa ur raktres kanaouenn dija ha soñjet en deus perak ket pediñ Marine da ganañ warni. Ha plijet en deus din ar ganaouenn setu em eus pedet Sterenn Diridollou ha Sterenn Le Guillou ha skrivet Fulenn war un dro hag enrollet ar mouezhioù dindan daou zevezh. Manager Alvan en deus bet ar soñj kas ar ganaouenn d’an Eurovision goude bezañ gwelet bruderezh evit an dra-se.

E Torino e voc’h e miz Mae neuze. Petra ho pal : ober gwelloc’h eget Barbara Pravi (eilvet plas ar bloaz paseet) pe gwelloc’h eget Dan ar Braz (19vet e 1996) ?

Ar pal evidomp eo ober hon seizh gwellañ, tapout plijadur war al leurenn, bezañ fier eus ar pezh a ginnigomp, hag aroueziañ ar gwellañ posupl yezhoù minorelaet Europa hag ar brezhoneg evel-just.

Lâret ho peus meur a wech e oa ar c’hoant ganeoc’h diskouez ez eo ar brezhoneg ur yezh evel unan all. Ha gwelet ho peus ur cheñchamant dija e-barzh selloù pe komzoù an dud divrezhoneg ?

Ya ! Dija p’eo bet embannet Fulenn war ar rouedadoù hon eus gwelet tud o lâret o doa c’hoant da zeskiñ brezhoneg. Ha bremañ m’hon eus gounezet eo kreñvoc’h-kreñvañ. Degemeret mat-tre eo bet ar ganaouenn. Dre vras eo pozitivel-tre ar pezh a vez klevet war ar yezh, souezhet e oamp war an tu mat o welet an degemer hon eus bet.

Setu ar ganaouenn da welet “Fulenn”.

L’attribut alt de cette image est vide, son nom de fichier est boutonabonnementPB2020.png.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]