
Jean-Felix Acquaviva, kannad broadelour eus Korsika, a zo deuet a-benn da lakaat votiñ gant ar Vodadenn Vroadel ur c’hinnig-lezenn evit reolenniñ marc’had an tiez e Korsika. Tremenet e oa an destenn a-unvouezh, d’ar Gwener 4 a viz C’hwevrer, daoust d’un ali a-enep a-berzh ar gouarnamant. Meur a gannad LREM pe Modem o deus votet hep derc’hel kont eus an ali-se neuze.
Danvez al lezenn eo lakaat taosoù war an eil-tiez e Korsika ha reiñ d’ar strollegezh ur gwir nevez da gentprenañ tiez. Mont a ra ar muzulioù-se asambles : ker-ruz eo kentprenañ e Korsika, hag an arc’hant rastellet gant an taosoù a servijfe da arc’hantaouiñ politikerezh al lojañ. Ar pal eo gwareziñ ar boblañs, lakaet diaes gant live uhel spontus ar prizioù : ar braz eus Korsiz n’hallont ket keveziñ ouzh ar bosterien-diavaez.
Ret eo d’an danvez-lezenn bezañ votet gant ar Sened c’hoazh. Dleout a rafe bezañ difennet ant ar strollad ekologour, ennañ ur senedour eus Korsika, hag ar senedour ekologour Ronan Dantec.
Ma vefe lakaet ul lezenn a-seurt-se e Korsika e c’hallfe buan tiriadoù all bezañ dedennet evit heuliañ ar memes hent.