Da heul enkadenn al lojeiz e Breizh, hag ar reuz a zo bet c’hoazh e miz Gwengolo gant an diaes ma oa evit ar studierien da gavout bod, o deus divizet mouezhioù-aotreet UDB skrivañ da Vinistrez al Lojeiz. Setu ar pezh a lavar Pierre-Emmanuel Marais ha Lydie Massard : « Abaoe an enkadenn yec’hedel eo diaes ar jeu evit an dud a glask ul lojeiz e Breizh. Goût a ouzer perak : ouzhpenn d’ar c’hresk demografek ez eo hor bro unan a zegemer kalz eil tiez (tro 13 % a-raok ar C’hovid) ha mont a ra buan war gresk an niver a ranndioù feurmet berr-amzer evit an douristed. (…) Goulenn a reomp ma vo ledanaet d’an holl gêrioù er goulenno ar statud a “dakad tenn”. »
Gant ar statud-se e c’hall kumunioù zo tapout muzulioù ispisial evit gwareziñ ar gwir d’en em lojañ : reolenniñ live ar feurmoù hag evezhiañ pishoc’h ar ranndioù feurmet d’an douristed, lakaat tailhoù war an eil tiez hag al lojeris goullo… « Kement-se ne cheñcho ket penn d’ar vazh marteze, met ur respont kentañ a vo, a c’hallo izelaat an diaesterioù evit ur prantad, amzer da sevel muzulioù kreñvoc’h. »
Evit ar poent, ne c’hall ket ar braz eus kumunioù Breizh lakaat e plas ar muzulioù kinniget amañ, abalamour ma ne vez ket sellet ouzh marc’had al lojeiz enno evel unan “tenn”, ar pezh a zo diaes da lonkañ pa ouzer penaos e kresk ar prizioù hag e chom tud zo hep dilojañ, pe hep tapout ur post-labour, abalamour d’an diouer a dier hag a ranndioù dieub.