Industrielerien ha strollegezhioù o c’hoari da vat evit an amoniak

Daoust d’an dañjerioù evit yec’hed al labourerien, an dud diwar-dro hag an endro e tremen Breizh hebiou d’an dalc’h stag ouzh an amoniak. Disteraet gant ar strollegezhioù ha bed ar gounezvouederezh ec’h a ar skarzhañ NH3 war washaat a-blasoù. Ha gwashañ tra e vez sikourioù publik bras d’ar saotrerien vras, darn anezhe e-maez lezenn.

Pesked marv a-vil-vern, o c’horf en aer, war-neuñv en dour lous-teil. D’an 2 aviz Ebrel 2021 e oa bet saotret ar Peñzez, ur stêr e Bro-Leon gant un distaol teil dre aksidant, o tont eus un atant industriel. Skoet ar besketaerien, an dud diwar-dro ha naturelourien gant se. Mont a ra an degouezh da-heul un hir a listennad a stêrioù bet saotret daonet gant an amoniak. Un toullad mizvezhioù a-raok se eo ar Stêr-Aon, a oa bet skoet gant 400 000 litrad dilaostajoù o tont eus ur metanizer. Kement a amoniak a oa ken e oa chomet 180 000 a dud hep dour eus ar c’hog e-pad 5 devezh. War wel emañ sort degouezhioù met dre se ne vez ket gwelet reoù all, evel e Sant-Maloù, m’o devoa an dud alanet aer louzet gant amoniak e-pad 15 vloaz kazi sur (da lenn en hor pennad diwar-benn an Timac, pennad diwezhañ an heuliad).

Daoust d’an traoù lakaet e plas e live ar Stad a-benn bihanaat an amoniak eo an hent kontrol an hini zo tapet e Breizh. Stalioù-yer ha kreier-moc’h ezdouar, stankoc’h-stankañ, metanizaat a-live an industriezh (bezañ zo ar metanizaat un teknologiezh da broduiñ energiezh diwar difankadennoù al loened)… Dalc’het e vez gant ar saotrañ, gwashoc’h-gwashañ a-blasoù, ha mont a ra ar strollegezhioù hebiou d’ar skoilh.

Sikourioù publik bras da saotrerien vras…

An uzin Biogaz Kastellin, perzh er stroll Engie, an hini zo atebeg eus saotradur ar stêr-Aon en hañv 2020, daou vloaz hepken goude bezañ bet digoret. Evit bezañ lañset e oa bet degaset arc’hant publik. 900 000 € digant an Ademe, 797 950 € digant Ajañs an Dour, 150 000 € digant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed. E bro Leon emañ an SA Kerjean, ar menaj industriel kaoz da distruj ekosistem ar Peñzez, e-mesk ar pemp lec’h ma vez skarzhet ar muiañ a amoniak e Breizh. Hag unan eus ar feurmioù sikouret ar muiañ gant ar PAC (politikerezh boutin al labour-douar) : 98 000 € a sikourioù e 2019. En ur c’hoût zo un 60 % eus al labourerien-douar o c’hounit nebeutoc’h evit 20 000 € bep bloaz.

En Treoù-Leon e oa bet saotret spontus stêr Daoulaz gant 200 000 litrad hañvouez o tont eus an EARL Keropartz e 2019. Pa oa ur prosez da vezañ evit ar goañv eo bet Olivier Allain besprezidant ar rannvro e karg eus al labour-douar ha war ar renk evit an dilennadegoù rannvro war listennad LREM ar besprezidant bet Thierry Burlot, er menaj ha graet meuleudi dezhañ. 50 000 € a yalc’hadoù zo bet degaset d’an EARL.

Kumuniezhioù kumunioù zo a vez dreist ar re all evit a sell ar souten da stalioù riskloù bras enne a skarzhañ amoniak betek re. Gant hini Loudieg da skouer zo bet votet goude tabut bras 178 500 € d’ur raktres pevar metanizer, ar re-se o vezañ arc’hantet kalz gant ar Stad dija. Gwashoc’h c’hoazh : harpañ a ra LLDC Algae, ar vrasañ stal da c’hounit mikrovezhin en Europa, gant 130 000 € dre un urzh-prenañ en anv ar c’hempouezañ el labour-douar. Hogen eo paket LLDC Algae en aferioù justis evit bezañ distrujet tachennoù gleb pe savet traoù hep aotre. Ouzhpenn-se e oa bet lakaet dindan evezh gant ar prefeti e miz Eost 2020 evit bezañ meret al lostajoù desevel en ur mod euzhus : steuñv skuilhañ ebet, fozadoù dour-teil a vez o tiverañ en endro…

Strollegezhioù a ya en tu-enep d’ar pezh aliet a-live ar Stad

Studiet don hon eus raktresoù kempenn ar vro savet gant ar strollegezhioù, hag int a-gostez d’an ezhommoù bras. Bepred eo se a zeu war-wel e studi an alioù rentet er mizvezhioù diwezhañ gant ar Bodad Rannvro Aotrouniezh an Endro (MRAE), ur servij melestradurel publik e karg da reiñ e ali war sort dielloù.

Er steuñv Hin, Aer, Energiezh (PCAET) e Leñv Arvor Kumuniezh e embann an MRAE penaos « n’eus lakaet pal ebet evit a sell ar bihanaat skarzhañ dioksid soufr, danvez organek hag amoniak, pezh zo un diouer en derc’hel kont eus an ezhommoù broadel zo da nebeutaat an danvezioù saotrus-mañ ». Koulskoude he deus ar vro da welet gant ar raktres da sevel daou vetanizer e Plouc’ha (Aodoù-an-Arvor).

E bro Leon emañ an MRAE o’n em c’houlenn war kalite ar PCAET evit an endro e Lesneven Aodoù ar Mojennoù. « Memestra zo d’en em c’houlenn gant ar pal nebeutaat an dileuskel amoniak, pell dindan ar palioù broadel ha rannvroel, rakkar amañ zo eus unan eus ar skoilhoù pennañ er vro ». Ha kement all e PCAET an amezeien, bro Hirwazh Kumuniezh. Ar « Steuñv Kevanlen tiriadel » (Scot) e bro Gwengamp n’eus ennañ netra tout evit a sell kalite an aer. Hag e tolpad kêrioù Felger, m’emañ ar produiñ amoniak a 35 % en tu all d’ar geidenn e Breizh, ne vez ket displeget dre ar munud er PCAET petra eo orin an danvezioù saotrañ en aer, na penaos ober evit lakaat bihanaat anezhe kennebeut all. Hag evit rannvro Breizh, a zo o sevel he frogramm Feder (Fontoù Europat evit an Diorren Rannvroel) hag FSE (Fontoù Sokial Europat) evit ar bloavezhioù 2021-2027, zo rebechet gant an MRAE « un doser hag a embann n’eus ket a skog war an endro gant ar fedoù-se, un arguzenniñ graet prim ken ha ken ». Ha se evit a sell an amoniak o nijal kuit peurgetket, un dra n’eus ket dalc’het kont anezhañ da vat, hervez an MRAE.

Deomp da c’houzout n’eus bet degaset respont ebet en doserioù emaomp a-baouez menegiñ (n’eo ket ret d’ar strollegezhioù hen ober), nemet evit bro Gwengamp, met respont ebet evit a sell an danvez saotrañ an aer. Evit ar bras eus an doserioù all emaint c’hoazh war sevel hag enklaskoù publik war ober pe da zont.

Raktresoù ac’h a da washaat an dileuskel NH3

Studiet pizh e vez ivez gant an MRAE ar skog war an endro degaset gant ar re e-soñj da zigeriñ menajoù pa vezont bras a-walc’h da vezañ klaset dañjerus evit an endro (ICPE), ha dindan ur redi da vezañ aotreet. Ar re vrasañ ’ta. Pa vez kistion da vrasaat stalioù desevel moc’h pe staliañ metanizerioù e vez lakaet e ali e doser an enklask foran. Un ali kuzuliañ tra ken.

N’eus nemet teurel ur sell war avizoù Aotrouniezh an endro e Breizh a-hed an daou vloavezh diwezhañ evit en em rentañ kont eo dister diwall an amoniak… « Ur sapre skog zo gant an amoniak dilaosket diwar al lec’h desevel loened, pe vefe en e stumm aezhenn pe vefe er c’houezhadennoù e stumm azot pellik pe pellikoc’h. Se ne vez ket studiet a-walc’h », a glemm ar servij melestradurel en e aviz evit a sell sevel ur stal-yer er Yeuc’h, e Kerne Izel. « Diwall kalite endro an dourioù n’eo ket gwarantet a-walc’h abalamour na vez ket dalc’het kont eus ar c’houezhadennoù azot diwar amoniak ».

Kement all a vez klevet evit a sell brasaat ur vagerezh voc’h e Pluvaodan (Aodoù-an-Arvor). « N’eo ket dielfennet a-walc’h skog ar c’houezhadennoù azot war an endro naturel en doser, en ur zalc’hen kont eus ar menajoù diwar-dro ivez ». E Brengoloù (22) zo embannet kement all gant an MRAE c’hoazh, diasur an traoù abalamour d’an diouer a studioù ha d’ar re a amoniak produet, ar wezh-mañ evit ur raktres brasaat ha bodañ krevier-moc’h. Ha da glozañ : « ne respont ket studi ar skog war an endro bet kinniget d’ar redioù lakaet e kod an endro, ha n’eus ket aze eus ur gwir briziadur diwar-benn an endro ».

Ha sur zo tapet skouerioù arouezius gant ur seurt ali ivez, evel ar raktres da sevel ur stal-yer 120 000 penn enni e Laoulan e bro Bourlet (Morbihan). Sklaer eo ali an MRAE ken eo sklaer evit ur gludeg a vefe enni betek 22 pe 30 yar dre vetrad karez : « ar skogoù a c’hell bezañ gant an talariñ pe an dilaoskadennoù ha kouezhadennoù amoniak en aer ne vezont ket dielfennet. (…) Ar skogoù diwar se war an endro ne vezont ket studiet ».

« Daoust hag e c’hell padout gant an doareoù-mañ d’ober ? »

En Breizh emañ an hanter eus ar stalioù desevel loened dindan reoliadur an ICPE (sellet ouzh kartenn an ICPE e Frañs). Diwar se eo splann e vez uhel-mat al liveoù a amoniak dilaosket war an dachenn, eme an MRAE evel e Landunvez ma zo goulennet eeunaat ur menaj desevel moc’h unnek mil loen ennañ. Un dra « n’eus ket da vezañ disteraet », evit an Aotrouniezh evit an endro. « Ar riskloù en ur verniañ efedoù an holl feurmioù diwar-dro ne c’hell ket bezañ lâret da vezañ izel, er c’hontrol d’ar pezh zo lakaet en doser ». Emañ Landunvez e bro Leon, ur vro m’eo stank an dileuskel amoniak, gwashoc’h evit e lec’h all (sellout ouzh hor c’hartenn). Ha seul taol e vez kistion eus ar berniañ-mañ etre an holl feurmioù, e pep aviz studiet gant hor c’hazetennerien.

Er Yeuc’h, hervez an MRAE, « n’eus ket dalc’het kont en doser eus ar berniañ dilaoskadennoù asambles gant ar feurmioù desevel loened diwar-dro, ha koulskoude emaint stank tri c’hilometrad war-dro d’al lec’h (…). Ar berniañ ha meskaj a demzoù en aer war-dro d’an traoñiennoù, ha da gentañ gant an atant e-tal kichen, a vez lakaet er-maez, hep tamm displegadenn ebet ». Evit brasaat ar c’hraou-moc’h e Brengoloù n’eus ket bet kaoz eus ar berniañ dilaoskadennoù amoniak en aer ivez, daoust ma zo eizh feurm desevel loened klaset ICPE war-dro. Gwir an dra n’eo ket aezet-kaer priziañ an efedoù-berniañ-mañ. Dizanavez a-walc’h eo ar c’houezhadennoù azot, ha dizingal ar muzulioù amoniak en aer e Breizh. Ouzhpenn-se e vez start-mat goût sifroù an dileuskel amoniak dre venaj digant ar servijoù melestradurel. Goloiñ ar fozadoù hañvouez, implijout gouzer gwelloc’h, magañ al loened gant traoù all… Strivoù a vez graet gant ar re o tougen raktresoù feurmioù desevel loened klaset ICPE a-benn derc’hel kont eus an amoniak en o studioù a skogoù. Met ha pa vijent o toujañ d’ar reoliadur e vez gwashaet ar riskloù a saotradur lec’hel gant ar bodañ pe brasaat menajoù hag ar raktresoù nevez. Keuz he deus Aotrouniezh an Endro e Breizh na vefe ket sellet ouzh ar studioù skogoù er feurmioù-se met eus tu ar reolenn, ha n’eo ket gant al lojik disteraat an noazout d’an endro.

Ur skoilh c’hoazh : muzulioù zo a vez gwelet evel talvoudus gant bed al labour-douar na vezont ket lakaet e pleustr, abalamour d’ar c’houst anezhe. Gwir eo kement-mañ evit ar stal-yer e Laoulan, e-lec’h na vefe ket staliet a ostilh da buraat an aer da skouer.

Ha darn all ha na zeuont ket a-benn da chom dindan al liveoù aotreet a dap digant ar prefeti e vefe direizhet d’ar reolenn evite pa soñj gante n’hellont ket ober gant an teknikoù gwellañ zo… dre ma vezont re ger ! Gwir eo se e Brengoloù.

Da lâret eo kazi sur ne vefe ket trawalc’h a c’hounidoù evit menajoù bras zo ma vefe lakaet pep tra a c’hellfe bihanaat an dilaoskadennoù a amoniak e pleustr. Met hervez ur c’homiser enklasker emañ an dalc’h en a-raok : a-raok kavout ostilhoù da nebeutaat ar skogoù fall, « e pep priziadur war an endro e vez ranket diskouez e vez bet graet pep tra da dremen hep na vefe anezhe. Ar pezh na vez ket graet. Lâret ’vo : « graet zo eus ar gwellañ, ’hend all ’vo graet freuz-stal ». Ya, met n’eo ket un arguzenn war dachenn an endro ! Ma rank an ezhomm a gevezusted kas betek traoù dañjerus evit an endro evel zo bet, evit ar yec’hed pe ar vro, petore amzer da zont evit an doare labour-douar-mañ » ?

Ne vez redi ebet diwar ali an MRAE, met ret e vez d’ar re o tougen raktresoù respont dezhañ. Peurliesañ en em ziskargont en ur lâret e toujont d’ar reolenn, evel darn eus ar skouerioù meneget amañ. Alies avat evit a sell an amoniak e respontont hebiou. Da skouer gant ar menajer e Brengoloù, amezeg anezhañ da eizh tachenn klaset ICPE. Evitañ « n’eus ket a efedoù berniet splann ». Met war un dro e asant e-unan penaos « dre ziouer a ditouroù ouzhpenn eo dibosupl muzuliañ an efedoù berniet er feurmioù-mañ » !

En desped d’an enklaskerien war ar medisinerezh hag a embann muioc’h-mui war an dañjerioù evit ar yec’hed e talc’h an hini zo o kas ar raktres e Laoulan gant e soñj, « diwar-benn an amoniak e c’heller lâret krenn n’eus ket a riskloù evit yec’hed an dud ». D’ar raktres-mañ, talet outañ, eo 50 000 € zo da vezañ degaset gant ar rannvro. Hag ouzhpenn ur souten arc’hant zo dezhañ : e-kerzh an enklask publik e oa bet lakaet un aviz a-du gantañ gant besprezidant ar rannvro e karg eus al labour-douar Olivier Allain. « N’on ket evit krediñ, eme hor c’homiser enklasker test. Kement-mañ zo lakaat gwask war ar c’homiser enklasker, splann an dra »! Ha n’emañ ket e-unan : Kaset zo souten d’ar raktres gant an FDSEA, prezidant ar c’huzul-departamant, François Goulard (LR), maer ar gumun ha darn eus besprezidanted Kumuniezh ar Roue Morvan ivez…

Kevrannek eo ar rannvro e-tal industrielerien

E Breizh zo diorroet ur strategiezh souten gant ar strollegezhioù, met en tu-hont da se ur strategiezh diorren filierenn ar gounezvouederezh war hir dermen, an hini a zegas ar muiañ a bostoù-labour er rannvro. Gant se e vez klasket degas nerzh d’an stalioù bras hag a zilaosk kalz a amoniak. Dre se zo ur gazoduk tost da gant kilometrad anezhañ da vont eus Pleiben da Bleuwigner. Ar pal eo suraat ar pourvezañ gaz e Breizh… Met n’eo ket ’walc’h se, staget e vefe outañ ur 124 bennaket a vetanizerioù nevez ivez ! Ostilhoù a zegas goulennoù diwar-benn an amoniak c’hoazh. Gant rannvro Breizh hag an Ademe eo bet harpet ar metanizaat dre veur a yalc’had arc’hant.

Met ar pep heverkañ eo ar sammad bras-daonet a arc’hant bet postet gant ar rannvro e kevala embregerezhioù industriezh al labour-douar. 2 vilion a euroioù eo al lodenn he deus degaset en SAS Yer Breizh, a vez lazhet gantañ 340 000 a yer e Kastellin bemdez. Kevrannek eo ar rannvro hiviziken, just evel LDC pe ar Saoudian Almunajem, hag ivez Terrena pe Eureden. Un taol kentañ evit ur rannvro e Frañs, lañset dindan ren Loig Chesnais-Girard (PS), war ar renk da vezañ addilennet. Prometet zo 20 milion a euroioù evit souten filierenn ar yer, a zegas 19 % eus an dilaoskadennoù amoniak, hervez kambr labour-douar Breizh.

Ha ne chom ket pell eus ar c’hoari unan eus ar re vrasañ er bed ekonomikel e Breizh, ha bed an gounezvouederezh. Savet eo bet Eureden diwar ar bodañ etre Triskalia ha D’Aucy. Ha lorc’h enne oc’h embann « en tu all d’ur milion a vetradoù karez a stalioù-yer e Breizh » ha 650 lec’h da zesevel moc’h. Degaset he deus rannvro Breizh 5 milion a euroioù da vont da gevranneg. Trawalc’h da gaout aon na vefe ket sklaer an darempredoù etre politikerezh ar rannvro hag industriezh al labour-douar… diwar-goust kalite aer ar Vretoned.

> Splann!

Journalistes. Splann! est une association loi 1901 qui produit des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde. Le magazine Le Peuple breton est heureux d'être partenaire de Splann! pour publier ses enquêtes en breton, langue de travail au sein de l'association. Établie à Guingamp dans le Trégor (Côtes-d’Armor), l'association ne vit que grâce aux dons : [cliquez ici] pour la soutenir ! [Lire leurs articles]