Accueil / À la Une / E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz

E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz

Pet a dud a varv abalamour d’an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95 % anezhañ. Ha hemañ orin eus ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Poent bras eo plediñ gant se evit yec’hed an holl hag an endro, met daoust da se eo dister ken ha ken an ostilhoù eveshaat en Breizh. Ha se dre na vez ket postet trawalc’h a arc’hant foran en se.

Emañ Breizh er penn uhelañ, kaerat tra ! Evit a sell saotradur an aer… N’eus eus ar vro amañ nemet 5 % eus tachenn Frañs, ha daoust da se kentañ bro er Stad o leuskel un aezhenn, an amoniak, dañjerus-daonet, war a lâr medisined, kevredigezhioù difenn an endro ha betek labourerien-douar o-unan. Seizh vloaz zo e vez eveshaet an danvez saotrañ-mañ gant loarelloù europat. E miz Meurzh ha miz Ebrel, d’ar c’houlz ma vez skuilhet hañvouez ha temz e vez ar vro e ruz.

Sellet er skramm a-bezh

En ur studi amerikan embannet d’an 10 a viz Mae 2021 en aktoù akademiezh vroadel ar skiantoù er Stadoù-Unanet (PNAS) zo embannet gant pevarzek enklasker penaos e vefe al labour-douar a-greñv kaoz da varv 17 900 a dud dre vloaz er Stadoù-Unanet, 69 % anezhe o vezañ diwar an amoniak. An hini kentañ eo an enklask-mañ o lakaat war gont ar produiñ ha debriñ boued ar fed e vefe lazhet tud diwar saotradur an aer. « Splannoc’h-splann eo ar skoioù war ar yec’hed hag an endro gant ar magañ muioc’h-mui a dud dre ar bed », eme an enklaskerien.

Miliadoù a dud varv gant an amoniak

6 % eus an douar-labour talvoudus vroadel zo da Vreizh. Ha 57 % eus ar chatal hag ar produiñ moc’h en Frañs, dreist pep lec’h en Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed. Ur penn-yar diwar dri a vez o tont eus Breizh ha 19 % eus ar stalioù ober laezh zo e Breizh. Hogen hervez an Inrae (…) e vez 95 % eus ar skuilhañ amoniak diwar al labour-douar, 80 % anezhe diwar an desevel loened.

« N’eus tamm douetañs ebet ken war an dachenn skiantel : diwar an amoniak da gentañ e vez elfennoù moan, ar PM 2.5, o-unan o vezañ kaoz ma zo marvet kalz a dud re abred, ha n’eo ket kement gant kleñvedoù alaniñ evel gant kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù », hervez Jean-François Deleume, doktor war ar medisinerezh, ezel eus Dour ha Stêrioù Breizh. Ha gwir zo roet dezhañ en un danevell gant an institut alaman Max Planck, embannet e miz Meurzh 2019. Gant saotradur an aer gant an elfennoù moan e vefe kleñvedoù ar galon hag ar gwazhied, kleñvedoù alaniñ, ha krign-bev (an daou gaoz pennañ a varv e Frañs), ha diwarne 67 000 a dud o vervel re abred e Frañs. 19 000 ouzhpenn evit ar pezh a vez prizet gant Santé Publique France e 2016. Pet a dud a varv diwar an amoniak e Frañs da vat ?

Ur gaoz… na vez ket komzet anezhi e Breizh !

Kenkent ha 2006 e oa bet savet un danevell diwar-benn an amoniak gant Jean-François Piquot, mouezh-aotreet Dour ha Stêrioù Breizh, o niveriñ sifroù ar Citepa (kreizenn etremicherel teknik a studioù war saotradur an aer. E Breizh e oa 19 % eus an dileuskel eus ar gaz-mañ, NH3 e formulenn, er stad. Eizh vloaz diwezhatoc’h e oa bet skrivet gant Jean-François Deleume, hemañ e komite-ren ar programm-rannvro yec’hed endro (PRSE), da renerezh rannvro an endro hag al lojiri e Breizh (Dreal). « Breizh eo ar rannvro nemeti e Frañs saotret-daonet gant an amoniak », eme ar medisin, en ur gas fotoioù al loarell IASI, o tiskouez eo ruz-tan ar vro.

Stag ouzh al lizher, zo ur studi gant pennospital skol-veur Roazhon ha surentez sokial al labour-douar, o tiskouez e vez kleñvedoù alaniñ an desaverien saout-laezh e Breizh abalamour d’an danvez saotrañ implijet el labour-douar. Hervez Jean-François Deleume bepred, zo diskouezet muioc’h a verr-alan e bro Leon, e-lec’h emañ ar gwashañ saotradur gant an amoniak. War kartennoù arsellva Breizh e vez gwelet penaos e vez muioc’h a dud o vervel gant krign-bev ar bronkez hag ar skevent er vro-se ivez etre 2005 ha 2017.

« Da-heul al lizher e oa bet pellgomzet dimp gant servijoù ar prefeti ur sulvezh o c’houlenn ganimp : daoust ha pelec’h ho peus bet ar sifroù-mañ ? Ne vez tamm striv ebet a-berzh ar Stad da glask gouzout pelloc’h. Arabat komz eus ar sujed-mañ », eme Marie-Pascale Deleume, ijinourez al labour-douar, hag ezelez eus Dour ha Stêrioù Breizh.

Ar paourañ e Frañs eo diwall kalite an aer e Breizh

Gant ministrerezh an treuzkemm ekologel hag ar c’hengred eo bet fiziet diwall kalite an aer e kevredigezhioù, Aer Breizh e Breizh. E miz Kerzu 2020 e oa bet staliet ur mekanik muzuliañ an amoniak e Merleag, en Aodoù-an-Arvor. Soñjet zo staliañ un eil e 2021. Amañ zo graet ur gammed war-raok rakkar na oa ket bet roet yalc’had ebet d’ar gevredigezh evit se betek-hen. Mann met abalamour n’eo ket lakaet ar gaz-mañ da vezañ danvez saotrañ da ziwall en aer e Frañs. Er c’hontrol d’an oksidoù azot, ozon pe metaloù ponner. Abaoe 2002 eo lakaet dindan evezh gant Aer Breizh, da gentañ e bro Lambal, e-lec’h emañ ar stankañ ar chatal en departamant. Betek 8 gwezh muioc’h a amoniak zo aze evit e bro Roazhon. Emañ an dachenn e-mesk ar re washañ tout, kumun Maroue peurgetket, hervez statistikoù ur studi savet en Izelvroioù e-pad 5 bloaz e fin ar bloavezhioù 1990.

Etre 2003 ha 2019 bepred zo aze eus ur vro na vez ket diwallet an amoniak enni : ne vo ket muzuliet ken war ar maez gant Aer Breizh. « Abalamour n’eus ket arc’hant evit se, eme c’hGael Lefeuvre, rener Aer Breizh. 60 000 € e teu un dielfenner amoniak nevez. Ma ne vez ket eus yalc’hadoù a-raok ar c’houlzadoù eveshaat n’heller ket arc’hantiñ seurt dafar hon-unan. » Bras-divent al labour evit ar gevredigezh, met daoust da se eo an hini baourañ e Frañs, gant ur budjed-bloaz 1,5 milion a euroioù, e tegas he rener da soñj. Gant un taos diwar an industriezh eo arc’hantet ar gevredigezh : an taos hollek war al labour saotrus. Hogen zo kalz nebeutoc’h a uzinoù e Breizh evit a venajoù. Diwar al labour-douar e vez ar muiañ a amoniak met ne vez ket eus an taos-mañ.

Darnel ar roadennoù, renabloù beskellet

Etre 2008 ha 2016 eo kresket an amoniak a 3 %, hervez ur prizadur gant Aer Breizh, ha 14 % eus ar « produiñ » broadel zo e Breizh. Ha c’hoazh eo re izel ar sifroù-mañ rak derc’hel a reont kont eus disklêriadurioù an desaverien loened hag an industriezhioù klaset evit Diwall an endro (ICPE). Ha n’eus met ar menajoù o tremen ur serten live hag a rank disklêriañ pegement a amoniak a skarzhont, se adalek 10 tonenn. Ar re vrasañ ’ta. En tu all da 40 000 plas evit ar yer, 2 000 evit ar moc’h ha 750 evit ar gwizi. Uhel al liveoù evel-just, a-raok al lobbying gant an FNSEA, peogwir e 2013, e oa kaoz eus 450 a voc’h. « Evit ma vo ar resisañ hor renabloù e vefe ret ma vefe an diskleriadennoù adalek an donenn gentañ », war a lâr Gaël Lefeuvre.

Ne rank ket an desaverien saout disklêriañ pegement a amoniak e produont avat. Ha bras an touell peogwir eo diaes-mat lakaat saout da beuriñ pa vez 200 pe 400 anezhe. Pelloc’h e vez ar saout er c’hreier ’ta. Just a-walc’h, hervez kambr labour-douar Breizh e vefe bet 22 % a amoniak skarzhet e-keit-se e 2016. Da lâret eo an eil saotradur war-lerc’h ar skuilhañ hañvouez (23 %). Da-heul emañ an desevel moc’h (21 %) ha yer (19 %).

Kutuilhet Frañs gant Brusel

« Evit a sell diwall an endro e vez ret a-walc’h kompren penaos ne vez den oc’h ober strivoù hep reolennoù strizh », a bouez Gaël Lefeuvre. Dre Europa a-bezh e oa bet lakaet ret heuliañ ur sturiadur gant an Unvaniezh e 2016. Dre se e ranke ar Stad c’hall ober evit ma vo bihanaet an amoniak skarzhet en aer a 13 % ac’hann da 2030. Ar pezh zo eo kresket a 6,7 % etre 2005 ha 2016… Start e vo !

E Miz Mae 2020 e oa bet graet ur poent kentañ gant Unvaniezh Europa. Ha sklaer an traoù : evel m’emañ ne vo ket dalc’het he gouestl gant ar Stad c’hall. Abaoe 2006 eo stabil-tre ar skarzhañ NH3 er stad. Etre 2016 ha 2019 e tiskenn a 3 % hepken. « Diwezhat eo bet emskiant an dud e Frañs ha kemeret zo re nebeut a vuzulioù strizh », hervez bodad an arc’hant er Sened er pennad amoniak en he danevell war politikerezh ar stourm ouzh saotradur an aer, daou viz diwezhatoc’h.

« N’eo ket abalamour zo re nebeut a enklaskoù akademek e c’heller lâret zo diouer a evezh politikel evel zo bremañ », eme Emmanuelle Lavaine, Philippe Majerus ha Nicolas Treich en ur pennad embannet e miz Du 2020 e kelaouenn skol ekonomiezh Tolosa. « Gant an diouer a ouiziegezh skiantel e rankfe bezañ labouret ha n’eo ket chom hep ober netra abalamour da ziwall end-eeun. »

An desaverien e penn kentañ ar saotradur

Emskiant eo bed al labour-douar eus an dalc’h evit ar yec’hed : ar re gentañ paket eo an desaverien. Hervez an Inrae, « zo bet diskouezet liammoù etre saotradur an aer ha kleñvedoù ar skevent gant al labourerien. An darn vrasañ eus kleñvedoù alaniñ diwar ar vicher zo reoù evel bronkit pe berr-alan end-eeun ».

E 2015 e oa bet lañset ar raktres « aer desaverien » gant kambr labour-douar Breizh. En ur studi zo lakaet war-wel penaos en em gav an desaverien skoet gant an amoniak, ar poultrenn hag ar produioù kimiek en un 40 a stalioù yer pe moc’h. E labourioù evel soagnal al loened e vez tapet en tu all d’al liveoù uhelañ aotreet, ha fallaet an alaniñ. Diwar se e oa bet kaset ur blaketenn displegañ d’an holl desaverien er rannvro. Kinniget zo ur stummadur dezhe hag abaoe kreiz ar bloavezh 2018 zo pemp video e-linenn.

E 2018 bepred e oa bet lakaet un norm kentañ (na oa ket ret, kement ha reiñ da c’hoût tra ken) gant an Anses, Ajañs Vroadel Surentez Yec’hedel ar Boued, an Endro hag al Labour, a 500 µg/m³, evit ar riskloù ingal. Ne veze dalc’het met an efedoù war an alaniñ, dre « n’eo ket bet studiet ar riskl a grign-bev diwar an amoniak dre alaniñ evit an dud hag al loened », hervez an Anses. N’en em glev ket an holl skiantourien war an norm-mañ ’vat. Pemp gwezh nebeutoc’h a redi zo enni evit e meur a Stad amerikan. Pa oa ar muzulioù kentañ e Lamball gant Aer Breizh e oa bet kemeret da referañs 100 µg/m³, ur referañs lakaet e 1991 gant Ajañs diwall an endro er Stadoù-Unanet (EPA).

A-benn bihanaat ar skarzhañ NH3 hag elfennoù e oa bet savet ur sturlevr broadel war an doareoù mat el labour-douar gant an Ademe e 2019. Reizhañ ar magañ loened, ingaliñ ar merañ teil ha hañvouez, gwellaat ar gwentañ er savadurioù, goloiñ ar foziadoù hañvouez, choaz an temzoù an nebeutañ a amoniak diwarne, hiraat an amzer ma vez al loened o peuriñ, h.a. « Met mont war yeot adarre ne vez ket lakaet trawalc’h war-wel », eme Estelle Le Guern, gant keuz, homañ karget a gefridi e Dour ha Stêrioù Breizh. Gwelloc’h e vefe ganti e vefe « adheñchet al labour-douar da gaout doareoù ober na vefent ket ken saotrus all. » Uhel ar bazenn pa vez 95 % eus ar moc’h e Frañs e-barzh savadurioù ordin, war klouedennoù, diblouz. Gwellañ tra d’ober ’ta, bihanaat ar chatal.

D’an 31 a viz Meurzh 2021 e oa bet embannet gant ministrerezh al labour-douar hag ar boued ur steuñv d’ober hep an ostilhoù skuilhañ saotrusañ a-benn 2025. Daou vloaz war-lerc’h ar poent a oa bet lakaet er steuñv broadel da nebeutaat an danvezioù saotrañ en aer (Prépa). Tri abeg pennañ d’an dale-mañ, e-mesk traoù all : an dilañs war ar c’hevez diwar muzulioù redius, ar riskl direizh evit an desaverien baour, met ivez pouez politikel bed al labour-douar.

Muioc’h a amzer laosket gant ar broduerien temz diwar azot

Da gentañ eo nac’het gant ar gouarnamant ar c’hinnig graet da-geñver emglev ar sitoaianed war an hin, e-kerzh ma oa studiet al lezenn war an arc’hant en diskar-amzer 2020. An abeg da se ? Ur riskl uhel da goll kevezusted, hag ur gounid dister evit an endro, eme servijoù ministrerezh al labour-douar, ar rener kabined anezhe o vezañ bet unan eus pennoù bras ar stroll Roullier (kaoz a vo eus ar stroll e trede pennad Splann !). Gwir an dra zo eus Frañs ar marc’had kentañ en Europa evit an temz diwar azot.

Distro ar muzul gant ar raktres lezenn « climat et résilience », kinniget gant ar galloud erounit, met disteraet ar stumm anezhañ. A-benn 2024 eo kaset da vezañ lakaet e pleustr, un termen n’a ket gant ar pezh zo gortozet da vezañ graet ouzh cheñchamant an hin, eme ar c’huzul meur war an hin. E fin miz Meurzh zo asantet ar soñj da sevel un taos gant an deputeed, mann met ma n’eo ket diskennet ar skarzhañ protoksid azot hag amoniak a-hed daou vloaz. Ha koulskoude emañ a-du an holl pell zo da lâret zo ezhomm eus ur seurt ostilh. E miz C’hwevrer 2020 e oa roet ar goulenn-mañ da anavezout gant renerezh an teñzor publik hag adalek 2013 dija gant kuzul ekonomikel, sokial hag an endro. Evit an OCDE eo abaoe 1986 e oa savet ar c’hinnig-mañ…

En ur bilañs da c’hortoz war ar steuñv da vihanaat ar skarzhañ danvez saotrus evit an aer evit ar c’houlzad 2017-2021 eo diskouezet an holl draoù bet graet e bed al labour-douar e Frañs. Hervez an diell-mañ a zo en hor c’herz, n’eus bet heuliet da vat nemet nebeut-kaer eus ar muzulioù-mañ. Da skouer evit a sell an ober muioc’h gant ostilhoù skuilhañ teil na vefent ket ken saotrus. Na ne vez ket lakaet ar gaoz war an debriñ nebeutoc’h a gig evel zo aliet en ur studi embannet en Aktoù Akademiezh ar Skiantoù er Stadoù-Unanet. Gant se e c’heller derc’hel da stankaat ar chatal, hag ar galloudoù foran da leuskel ober.

[1] evit Breizh velestradurel emañ ar sifroù embannet en enklask-mañ.

[2] https://www.citepa.org/fr/2020-nh3/

 


An amoniak, harp kentañ industriezh al labour-douar

Ouzhpenn ur poz skiantel zo eus an amoniak. En hor c’horf zo anezhañ ha mont a ra en endro e stumm ur gaz. Gant danvez organek o vreinañ ec’h an NH3 en douar diwar ar plant hag al loened. Al lodenn vrasañ eus ar gaz en aer zo diwar o difankadenn. Abaoe ur c’hantved ’vat zo eus an amoniak ur produ industriel ivez.

E 1909 e oa bet krouet an donenn amoniak kentañ a-benn aozañ danvez-tarzh, ha war un dro industrielaat al labour-douar. Un temz pinvidik evit ar gounid boued zo anezhañ ha promesaoù gounit kalz. Betek re… Ur c’hantved diwezhatoc’h e vez gwerzhet 130 milion a donennoù azot er bed e stumm temz. Skuilhet war ar parkeier e skarzhont amoniak en aer, evel pa vez skuilhet hañvouez. Diwar an amoniak e vez elfennoù moan ken int moan war-lerc’h, hag a c’hell tremen dre ar skevent d’ar gwad.

Lakaet int da vezañ pennkaoz da varv 48 000 a dud re abred e Frañs, hervez Yec’hed Publik Frañs. Hervez ar Sened e vefe koustet 100 000 miliard a euroioù e 2015. Evelkent eo damsklaer an traoù hag e c’hellfe ar sifroù-mañ bezañ dindan ar wirionez.

> Splann !

Splann ! est une association de loi 1901 dont l’objet est de produire des enquêtes journalistiques d’utilité publique en Bretagne et dans le monde, en français et breton. Son siège est établi à Guingamp, dans le Trégor (Côtes-d’Armor). L’association ne vit que grâce aux dons faits par les internautes.