Ur gerzhadeg evit an hentoù-houarn etre Pondi ha Loudieg

Gwirioù : Fotoworkshop4Yo

D’an 3 a viz Ebrel 2021 e vo graet ur gerzhadeg evit an adsevel hentoù-houarn e Breizh. Aozet e vo gant al listenn Dazont Breizh evit dilennadegoù rannvro 2021 (Europa ekologiezh Ar re C’hlas, Unvaniezh demokratel Breizh, Asambles war hon tiriadoù, Dorn Nevez, Breizh ekologiezh).

Setu ar pezh a lavar an aozerien : « Pep hini a c’hall kemer perzh en ur gerzhadeg vras etre Pondi ha Loudieg, e-pad devezh an 3 a viz Ebrel, evit difenn ent-arouezel an hentoù-houarn e Breizh ha diskouez hor c’hoant da diorren en-dro an doare treuzdougen-se, dre digeriñ pe wellaat linennoù lezet a-gostez rak « a eil renk » : An Alre-Sant-Brieg dre Loudieg ha Pondivi evel-just, met ivez Landerne-Kemper Naoned-Roazhon dre Gastell-Briant, Montroulez-Rosko… Kement a linennoù talvoudus d’ar mont-ha-dont war ar pemdez, da gempouez an tiriadoù ha d’an espern treloskoù.”

Penaos kemer perzh ?

– dont da Bondi d’ar sadorn 3 a viz Ebrel da 9e30, dirak an ti-gar, evit ar vodadeg skoazell a-raok loc’hañ gant ar gerzhadeg.

– kerzhet war an hent, penn-da-benn pe un tamm hepken, etre Pondi ha Loudieg (prientiñ botoù mat, dilhad glav, dour hag ur pred yen).

pouezus e vo lavaret ma fell deoc’h dont evit abegoù aozadur (ober war-dro ar re o do ezhomm da distreiñ eus Loudieg da Bondi diouzh noz, da skouer). Kasit ho enskrivadur da nil.caouissin@avenir.bzh

 

 

Soutenez Le Peuple breton – Pobl Vreizh sur Tipeee

> Nil CAOUISSIN

Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton. Il est conseiller régional de Bretagne depuis juin 2021. Il siège dans le groupe d’opposition “Breizh a-gleiz - Autonomie, écologie, territoires”.