Accueil / À la Une / Ur sell war Amerika a-vremañ

Ur sell war Amerika a-vremañ

Poan a vez amañ en Europa o kompren spered Amerika a-vremañ, dreist-holl an hini bet renet gant Prezidant Trump. En e levr Poor Man’s Fortune, White Working-Class Men Conservatism in American Metal Mining 1850-1950, Jarod Roll, kelenner istor e Skol-veur Oxford, Mississippi hag enklasker war istor sokial Amerika, a zispleg dre ar munud pegen don e c’h a roudoù ul lodenn eus an Amerikaned a-vremañ, dreist-holl ar renkad labour gwenn e kreisteiz ar vro.

Lec’hiet eo ar studi en Tri-State District, un tiriad a-c’haoliad war gornioù Arkansas, Kansas ha Missouri. Tamm-ha-tamm en XIXvet kantved e oa an Europeaned o vont war gavout ar c’hornôg ha gounit douaroù diwar goust tud ar vro, amañ an `Osages’ hag ar `Delawares’. O klask douar ha dour mat da sevel menajoù e oant ha ganto sklaved du.

Adalek 1847 e oa bet tennet eus an douar kailh plom, anveet galena ha diwezhatoc’h kailh zing. Fontet e vije ar c’hailh plom ha stummet e plakennoù anveet pig lead aezetoc’h da werzhañ. Diouzhtu o devoa an dud nevez arruet er c’horn-bro kemeret o c’hreñv war an dreut da vengleuziñ. Divizet ganto ne vije nemet an dud wenn ganet er vro a c’hellfe gleuzañ da dennañ kailh. N’oulien ket na deus an dud du na deus an dud nevez arruet eus Europa, dreist-holl eus broioù ar Reter. Ur spered amerikan nerzhus a oa o tiwanañ e-touesk ar baotred wenn ganet ha savet er vro hag a zo bev abaoe.

Ur wech echu ar brezel diabarzh (1861-1865) etre gouarnamant US hag an unnek Stad eus ar c’hreisteiz e oa klask war plom ha zing da gas war-raok industriezh ur vro a oa o cheñch buan.

Amerika o vont war-raok goude ar brezel diabarzh

Oc’h en em vodernizañ a rae buhez an Amerikaned. Cheñchamant ivez e Tri-State District. Manet nebeut ar c’hailh e Missouri e oa digoret mengleuzioù nevez e Oklahoma ar Stad e-kichen, unan eus ar re vrasañ a oa Eagle Picher. Gwelloc’h marc’had e oa da Eagle Picher implijout paotred Joplin gant o falioù da gargañ bailhoù (anveet shovelers) e-lec’h kemer mikinoù modern.

Un emglev e oa etre Eagle Picher ha paotred Joplin, int bepred a-enep da sindikadoù, ha micherourien eus diavaez ar vro. Implijet ar `shovelers’ paotred o fal, da gargañ bailhoù e foñs ar vengleuzioù ha paeet dre bailh karget. Da vezañ tost d’o labour e oa savet tiez bihan koad ganto, hep dour red na privezioù. Ganet ur gêr nevez, Picher, paour, lous ha kleñvedoù en o leizh. Yaouank e oa ar baotred a chome e Picher, rust, kalet hep doujañs evit o c’horf ha prest da glask kann.

Dañjerusoc’h e oa al labour e foñs ar vengleuzioù brasoc’h ha donoc’h. Gant tennoù dinamit e vije distaget ar zing eus ar silicate kalet. E nebeut a amzer e savas niverenn al labourerien gant kleñved droug-skevent ar vengleuz, evel e vije anveet silicosis da gentañ. Mervel a raent abred, al lodenn vrasañ a-raok o pemp bloaz ha daou-ugent ha yaouankoc’h. En tu-hont e vije tapet pe lazhet meur a hini gant ar reier o kouezhañ. Savet lezennoù da wellaat labour er vengleuzioù met nac’het gant paotred Jopling. Pouezusoc’h eo oa dezho gounit arc’hant bras dre nerzh o c’horf hep diwall eus an dañjer.

Sevel a rae nerzh Amerika er bed hag ezhomm bigi brezel. Adalek 1916 en em breparas evit ar brezel ha pres war ar metal. Kresket ur spered brogar gwenn a-enep al labourerien nevez arruet er vro. Keit e padas ar brezel o devoa gounezet arc’hant bras ha respet evit o nerzh korf, o gred da labourat hag o ampartiz.

Kreskiñ a reas ivez kêr Joplin, enni 32 000 a den o chom gant koñverzhioù, skolioù, ilizoù hag ur renkad bourc’hizien.

Etre an daou vrezel

Araokaat a ra an industriezh, muioc’h a vicherourien ha kreskiñ ar sindikadoù. Komprenet gant paotred an Tri-State District o devoa ezhomm d’en em glevet etrezo ha sevel ur sindikad dezho o-unan, hervez o mod spered, gourezek, gouennelour ha kapitalist. Evito mengleuzierien nevez deuet eus Europa a oa holl sosialisted ha komunisted. Ha setu krouet sindikad `Blue Cards’ ar c’hartennoù glas, hervez spered kalet an Tri-State District. Marc’hadoù a vije graet etrezo ha mistri ar vengleuzioù a rene an implij hervez ar `closed shop’ da lavaret eo ne oa nemet ur sindikad. E Eagle Picher ne oa nemet `Blue Cards’ o labourat. Galvet gant mestr ar vengleuz e 1937 da vont da Otawa District enep ar sindikad Mill Mine. Aet e oant a gantvedoù gant balioù ha pikelioù ha boeson forzh pegement fourniset dezho gant Eagle Picher d’ober o jeu d’ar re an diskrog labour.

Kroget ar brezel en Europa met er Tri-State District e savas kudennoù ivez. Nebeutoc’h a gailh en douar, ledanoc’h ar vengleuzioù ha digaset mikinoù modern, nebeutoc’h a labour. Prest paotred an Tri-State da blegañ evit mirout o labour, chomet ganto o spered brogar ha gourezek.

Adalek 1940 e savas ar merc’hed o mouezhioù a-enep o buhez ken kalet. Meur a hini a vane intañvez abred, hec’h-unan da sevel he bugale. Kuñv da darn anezho da vezañ kuitaet o menajoù war maez evit ur vuhez ken rust. Esaeet e oa gwellat an traoù met ne oa emglev ebet etre ar gouarnamant hag industriezh ar vengleuzioù, ha dalc’het ar vuhez da vont.

Adalek 1941 e oa kresket labour er mengleuzioù hag e Miz Kerzu 1941 e añtreas Amerika er brezel. Galvet meur a zen yaouank d’ar brezel, e oa bihanoc’h niver al labourerien. Roet e oa souten gant Roosevelt da vengleuzioù da fournis metal. Echu ar brezel e teuas cheñchamant.

Goude ar brezel

E 1945 e oa c’hoazh sikouret ar vengleuzioù gant arc’hant ar gouarnamant met e 1947 dindan Truman ne oa ket bet votet sikour ar gouarnamant. Adalek neuze e tiskennas labour e vengleuzioù. Nebeutoc’h a gailh en douar, ha keroc’h da dennañ. Digoret e oa ivez ar marc’had da vroioù diavaez ha gwelloc’h marc’had ar metal estrañjour. E-pad un toullad bloavezhioù ken ne oa serret industriezh ar vengleuzioù e oa c’hoazh jeu ha bec’h etre paotred an Tri-State District hag ar sindikadoù all. E fin ar bloaz 1947 e oa serret Eagle Picher ha meur a hini all.

Labour ebet ken er vro e troas ar vengleuzierien da micherioù all. Kavet labour ganto evel blenier kamionoù, trakteurioù er menajoù bras hag e c’hoñverzhioù. Miret ganto ar youl da c’hounit o buhez nerzh o c’horf ha dieub.

Stummet eo bet buhez ha spered, ar memes relijion, ar c’horn bro ganto dre o bolontez da vezañ feal d’o gred e talvoudegezh an den gwenn, ganet er vro, gourezek ha lorc’hus gant youl Yann-e-Benn.

> Janig Stephens Bodiou