D’an 28 a viz Du 2020 eo bet dibabet an hini a vo e penn listenn an ekologourien hag ar gevreadelourien evit dilennadegoù rannvro 2021 e rannvro Breizh : Claire Desmares-Poirrier, penn-embregerezh en un ti-feurm louzoù e Seizh (bro Redon), hag o verañ ur c’hafe-stal-levrioù. Ezel eus Europa Ekologiezh Ar Re C’hlas ez eo.
Krediñ a ra start e dazont ar maezioù, poblet, gant servijoù a bep seurt. Graet he deus an dibab da vevañ war ar maez ha displegañ a ra anezhañ en ul levr embannet nevez zo, “L’exode urbain”. 36 vloaz eo, ha n’he deus karg dilennadez ebet.
Gant Unvaniezh Demokratel Breizh, Europa ar re C’hlas, Asambles war hon tiriadoù, Nouvelle Donne, Cap 21, an AEI ha Breizh ekologiezh e vo douget ar listenn. A-du eo ar strolladoù-se dija da stourm evit ur vro ekologeloc’h, evel-just, met ivez emren hag adunvanet.
Adkavit amañ ar gemennadenn.