Dibabet en deus ar Rektorelezh lemel c’hwec’h eurvezh kelenn digant hentenn divyezhek skolaj St-Gweltaz e Brec’h ha kement-se teir sizhun goude an distro-skol war zigarez e vije re nebeut a vugale enskrivet. Lakaet eo diaes ar gelennerien a goll eurvezhioù kelenn ha betek he gopr evit unan anezhe. Peadra da sankañ an hentenn da vat ha da serriñ anezhi a-benn bloaz moarvat. O klask emeur skoazell evit stourm ha sevel trouz.
Skolaj St-Gweltaz e Brec’h a zegemer ur 700 bennak a vugale hag abaoe pevar bloaz un hentenn divyezhek ma ’vez kinniget eurvezhioù brezhoneg hag ivez istor-douaroniezh ha sport e brezhoneg. Nebeut-tre a vugale ’zo enskrivet ar bloaz-mañ, etre 3 ha 6 evit pep strollad, ar 5vet klas o vezañ bet kendeuzet gant hini ar 4re. Abalamour da se ne vez ket paeet gant ar Stad ar 5vet (a vez lakaet gant ar 4re klas) nag an 3de a vez arc’hantaouet gant an deskadurezh katolik.
An teirvet sizhun skol a oa krog pa oa bet kelaouet renerezh ar skolaj gant ar rektorelezh ne baefe ket mui teir eurvezh brezhoneg ha teir eurvezh istor war zigarez n’o dije ket gouezet e oa ken nebeut a vugale. Tamallet e oa bet renerezh ar skolaj da vezañ faziet gant an niver a vugale p’o doa klasket sevel a-enep an dibab-se, a zegouezh teir sizhun goude an distro-skol.
Trapen d’an dra-se e sav kudennoù evit ar gelennerien. Tutaet e oa bet kelennerien an hentenn evit respont da ezhommoù raktreset hervez ar pezh a oa bet diskleriet ha bremañ e koll ar gelennerez war an istor, vakataerez, 6 eurvezh kelenn da lâret eo tost hanter he gopr goude bezañ kroget gant he labour, a-walc’h evit mont d’al lez-varn a soñjit-c’hwi ? Nemet ar rektorelezh a vije kaoz… Ar c’helenner stajiad war ar brezhoneg (ha ne c’haller ket laeret eurvezhioù digantañ p’en deus bet ar C’hAFEP) a rank dilezel eurvezhioù brezhoneg evit kelenn istor en o flas, dre ma n’en dije ket ar gwir kelenn brezhoneg hepken, ur reolenn doull all evit implijout ar gelennerien yezhoù bihan da stankañ an toulloù en ur rediañ anezhe da gelenn o eil danvez. Ha ret d’an daou geneil rannañ ar memes klasadoù en istor-douaroniezh. N’eus na penn na lost !
Ouzhpenn bezañ un taol fallakr a-enep un hentenn vrezhonek he dije ezhomm bezañ sikouret eo dizoujus-krenn e-keñver kelennerien an hentenn, renerezh ar skolaj, ar vugale hag o familh, kaerat taol evit o lakaat da guitaat an hentenn ! E soñj emeur stourm a-enep seurt dibab droch a lak ar brezhoneg hag an implijidi en arvar : skrivañ lizhiri digor, ober emvodoù publik, brudañ ar stourm ha sachañ evezh an dud war ar pezh a ra ar gouarnamant d’an hentennoù brezhonek ur wech ouzhpenn.