E-touesk ar broioù paket ar muiañ gant ar c’horonaviruz e vefe Brazil. Ouzhpenn 108 000 den klañv ha 7 000 den marvet a zo betek-henn, ez-ofisiel. Met hervez klaskerien zo e vefe e gwirionez etre unan ha daou vilion a dud klañv gant ar C’hovid-19 eno.
Ne zeuont ket a-benn da destiñ nag ar re varv nag ar re vev. Ugent devezh a ranker gortoz a-wechoù etre deiz ar marv hag ar mare ma vez enrollet an den e sifroù an dud aet da Anaon abalamour d’ar c’hleñved-red.
Koulskoude e kendalc’h ar prezidant Jair Bolsonaro da stardañ an daouarn, da vodañ e skipailh, da vont e-touesk ur mor a dud. Hep maskl ebet hag hep doujañ ouzh an hedoù surentez. Evitañ eo ar c’horonaviruz “ur grip bihan”.
Re nebeut a vedisined
Gwan eo ar sistem yec’hed e-giz ma weler e Rio de Janeiro. Eno ez eus gweleoù dieub, mekanikoù alanañ ganto. Met goullo int, abalamour d’an diouer a vedisined.
Ouzhpenn, ne vez ket kenfinet an dud kement-se. E Stad São Paulo da skouer, e Gevred Brazil, ar rannvro pobletañ ha paket ar muiañ gant ar c’hleñved, eo bet jedet (dre signal ar pellgomzerioù hezoug) n’ez eus nemet 46 % eus an dud o chom er gêr. Ar sifr izelañ abaoe penn-kentañ ar c’henfinañ.
Etre stad an ospitalioù hag an diaezamant da chom er gêr evit kalzik a dud, e tlefe bezañ gwashoc’h c’hoazh ar sizhunvezhioù a zeu.
Daoust da-se e fell da vBolsonaro ec’h adkrogfe ar c’hampionad mell-droad. “Ma vez kontammet ar c’hoarierien foot gant ar viruz, n’o do ket kalz a riskl da vervel peogwir int sportourien” emezañ. E-kerzh miz Mae e rankfe ar c’hrogadoù kregiñ adarre, hep publik. An amezeien, Arc’hantina, o deus int dibabet nullañ peurrest ar c’hampionad 2019-2020, e-giz m’eo bet graet gant Bro-C’hall hag an Izel-Vroioù.
Muioc’h-mui a digoadañ
Unan eus efedoù ar c’hleñved-red eo ez eo aet war-gresk eus 30 % an digoadañ e-keñver 2019. E miz Meurzh ez eus bet digoadet kement ha teir gwech gorread kêr Pariz, e Amazonia. Ne c’hoarvez ket dre zegouezh : abaoe penn-kentañ ar c’hleñved-red eo kazi chomet a-sav polis an endro (Ibama) da labourat. Ez-ofisiel, evit gwareziñ al labourerien az a war an dachenn (un drederenn diouto a zo ouzhpenn 60 vloaz) hag ar poblañsoù henvroat. E gwirionez, hervez ar gevredigezhioù ONG, e klask gouarnamant Bolsonaro profitañ eus stad an traoù evit digoadañ muioc’h.
Hervez Domingo Alves, e-karg eus ul labo yec’hed, “N’eus ket d’en em c’houlenn daoust hag e vo Brazil ar vro pennañ kontammet er bed, an hini pennañ eo dija”. En ur c’hortoz fin ar bandemiezh e vez toullet an douar, e pep lec’h e Brazil pe dost. Ha n’eo ket evit plantañ kafe pe evit klask petrol, e-giz ma veze graet a-raok, met evit douarañ ar c’horfoù.