Kenstrivadegoù an Deskadurezh-Stad 2020 : un adaozañ kamm ?

Goude ar vachelouriezh, eo erru tro kenstrivadegoù an Deskadurezh-Stad (CAPES / CAFEP, CRPE, CAPET, CPE, AESH…) da vezañ adaozet abalamour d’ar C’hovid-19. Kaset e vo da benn ar c’henstrivadegoù a oa bet kroget, pa vo nullet amprouennoù dre gomz ar c’henstrivadegoù diavaez ne oant ket kroget c’hoazh. Ma vez frealzet kalon lod e kav sioù lod all en adaozañ-mañ.

Kenstrivadegoù tuta an Deskadurezh-Stad
E-touez ar c’henstrivadegoù brudetañ a vez aozet bep bloaz gant an Deskadurezh-Stad e kaver :
– CAPES : kelennerien skolajoù ha liseoù publik
– CAFEP : kelennerien skolajoù ha liseoù prevez pe Diwan
– Agregadur : ur vegenn kelennerien skolajoù ha liseoù a vo paeet muioc’h o labourat nebeutoc’h
– CAPET : kelennerien liseoù teknik
– CRPE : skolaerien er skol-vamm pe er skolioù kentañ-derez
– CPE : penngasourien er skolajoù pe liseoù
– AESH : skoazellerien-skol
Peurliesañ e tremen an emstriverien amprouennoù dre skrid da gentañ. Ar re-se a vez aozet evit priziañ gouiziegezhioù ha mestroni an diskiblezh. Un nebeud anezhe a vo degemerapl hag a yay d’an amprouennoù dre gomz, pere eo ar re bouezusañ pa vez priziet an dud war o fedagogiezh ha daoust hag-eñ e teu brav gante dre gomz. En o zouez e tapo un darn eus oute ar genstrivadeg ha mont da gelenner stajiad an distro-skol goude.
Evit ar c’henstrivadegoù diabarzh (evit ar re a vez o labourat war an dachenn met n’int ket titlet) e vez goulennet sevel un doser a-raok bout kaset d’an amprouennoù dre gomz.

Ar cheñchamantoù
D’ar Merc’her 15 a viz Ebrel e oa bet embannet ez-ofisiel aozadur nevez kenstrivadegoù tuta an Deskadurezh-Stad a oa bet ehanet betek-henn abalamour d’ar C’hovid-19. Divizet ’zo bet e yafe betek penn evel boaz ar c’henstrivadegoù lec’h ma zo bet tremenet an amprouennoù dre skrid dija. Gant internet ’vije graet avat, (ar pezh zo aes a-walc’h da aozañ hiriv an deiz.) Evit pezh a sell ouzh ar c’henstrivadegoù diabarzh e vo daleet an amprouennoù dre gomz a zegouezho e miz Here. A-hend-all e vo nullet an amprouennoù dre gomz evit ouzhpenn 180 000 emstriver n’o deus ket tremenet an amprouennoù dre skrid c’hoazh, pere a vo graet e fin miz Even, ne ouier ket c’hoazh peseurt mod resis. A-raok bezañ titlet da vat e fin ar bloavezh staj e vije tremenet an amprouennoù dre gomz, met koll a ra eus e dalvoudegezh pa vezer kelenner-stajiad dija forzh penaos.

Un adaozañ kamm ?
A bep seurt soñjoù ’vez klevet gant an dud diwar-benn an dibaboù-se. “Nullet eo an amprouennoù dre gomz, dispar ! nebeutoc’h a labour hon do” eme lod. Ur bochad tud a vez nec’het gant kement-se koulskoude. Ur sinadeg zo bet lañset gant an emstriverien diabarzh da skouer, he fal chom hep tremen an amprouennoù dre gomz raktreset da vare an distro-skol.

Ur fazi eo nullañ an amprouennoù dre gomz evit kalz a dud. Da gentañ, ne vije ket ken diaes ha se o aozañ hep na vije dañjerus evit hor yec’hed, oc’h ober gant ur sistem pellgwel evel Skype. N’eo ket aze emañ an dalc’h pa dremeno tud ’zo amprouennoù seurt se e miz Even forzh penaos met kentoc’h dre ma vo berr an amzer etre an amprouennoù dre gomz ha vakañsoù an hañv.

Arabat disoñjal eo an amprouennoù dre gomz ar bazenn bouezusañ e tuta ar gelennerien. Goulennet e vez gant an emstriver sevel kentelioù, azasaet ouzh koñdisionoù kelenn, anavet an teknikoù hag ar programmoù, bezañ gouest da sachañ evezh an dud a selaou pa vez o komz, kement tra a zo a-bouez e micher ar c’helenner pe ar skolaer. Titlañ an dud goude an amprouennoù dre skrid a dalv tuta tud o deus graet studioù spis hag a anav mat al lennegezh pe ar meizadoù, met n’eo ket tout anavet ur skrivagner dianav evit bout barrek war ar c’helenn. Trapen d’an dibab-se e vo kaset war an dachenn tud n’o deus tamm stummadur ebet na tamm skiant-prenet war an didaktelezh, evit lod. Peadra da zigalonekaat ar re nevez-titlet, pe an danvez kelennerien, skiant-prenet gante a vije korbellet.

An eil kudenn a denn d’ar gevatalded. E video displegañ an adaozañ e lâre Jean-Michel Blanquer e felle dezhañ “gwarantiñ siriusted ar genstrivadeg ha doujañ ouzh an emstriverien”. Penaos ’ta e c’hallfe ur genstrivadeg bout sirius pa ne reer nemet div amprouenn, ar pezh a lakay da greskiñ ar variañs ha neuze perzh ar chañs ha pa brizier an emstriverien dre skrid evit ur vicher komzet hag hep priziañ perzhioù pouezusañ ar vicher ?

Gwashoc’h evit ar C’hAPES yezhoù rannvro
Ul levezon kreñvoc’h en deus nullañ an amprouennoù dre gomz war ar C’hapes yezhoù rannvro. Iskis eo hemañ pa ranker dibab un eil danvez da dremen dre skrid (istor-douaroniezh, galleg, saozneg, matematikoù) war zigarez o dije nebeut a eurvezhioù ar gelennerien yezhoù rannvro d’ober hag e c’hallfent neuze en em dennañ en ur gelenn un eil danvez. E gwirionez eo ivez un digarez toull evit stankañ toulloù an danvezioù “bras” (Gw. Nil Caouissin, PB Miz C’hwevrer 2019).
Ma c’haller bout chalet gant ar redi da labourat ha da vezañ priziet war un danvez ne vo kelennet nebeut pe gwech ebet (evit kelennerien ’zo e Diwan da skouer) eo gwashoc’h c’hoazh pa teu da vezañ hanter notenn ar genstrivadeg ! Emstriverien a vije mailhed war an eil danvez hag a ouife brezhoneg skrivet a c’hallfe bout titlet, ha reoù barrek war ar brezhoneg a c’hallfe bout korbellet, ar pezh zo direizh.

Evit klozañ
Da heul tagadenn an eil derez hag ar skolioù meur gant ar reformoù Blanquer (Gw. Morgane an Evndi, PB Ebrel 2020) e c’haller bout dipitet gant an aozadur nevez-se. Amsklaer eo c’hoazh an traoù hag e c’hortozer resisadurioù digant ar ministrerezh er sizhunioù a zeu…

> Brendan-Budok Durand-Le Ludec

Brendan-Budok Durand-Le Ludec est étudiant en études celtiques et en histoire à l'université de Rennes 2.