Kenavo José

José e diabarzh mirdi an enezenn e 2018 da vare staj brezhoneg UDB

Glac’haret omp bet o klevet e oa aet José Calloc’h d’an Anaon, d’an 21 a viz C’hwevrer, re abred, ne oa ket war e leve c’hoazh, daoust m’en doa diaesterioù yec’hed.

Degemeret e oamp bet gantañ meur a wech war Enez Groe, da vare ar stajoù brezhoneg aozet gant UDB e miz Gouere. Treuzkaset en doa deomp un tamm eus e ouiziegezh eus brezhoneg an enezenn, ha roet plijadur ha dudi d’an holl gant e istorioù, e ganaouennoù troet e brezhoneg diwar Deep purple da skouer, gant e rekipe kouign pod… En hor speredoù e chomo stag José ouzh ene Groe.

Trist omp evel-just o soñjal n’hon eus ket adwelet anezhañ abaoe an hañv tremenet, p’en doa roet deomp da selaou enrolladennoù eus brezhonegerezed ha brezhonegerien a-vihanik diwezhañ Groe. An den nemetañ gouest da gomz brezhoneg Groe e oa José, war an enezenn atav. Ne chom hini ebet… met laouen e oa memestra o welet ur strollad enezidi o stagañ gant ar c’hentelioù, a-drugarez d’ur c’helenner deuet eus an douar bras, hag a oar diouzh brezhoneg Groe ivez. Ha bevañ en-dro a raio ar rannyezh dibar-se ? José en do graet kalz evit-se avat.

> Nil CAOUISSIN

Nil Caouissin est professeur d'histoire, de géographie et de breton. Il est conseiller régional de Bretagne depuis juin 2021. Il siège dans le groupe d’opposition “Breizh a-gleiz - Autonomie, écologie, territoires”.