Accueil / À la Une / “Frankiz, kevatalded, krizder”

“Frankiz, kevatalded, krizder”

D’an aotrou prefed ar Morbihan : skarzhet ho peus ur familh get pevar bugel ag he ranndi, e penn-kentañ miz Genver. E-kreiz ar gouiañv, ’mod-se, er-maez. Lojeriz ebet evite. Er-maez, er straed, edan ar pevar avel hag ar yenijenn. En o mesk, ur paotr a bemp bloaz. E miz Genver e oa. Ha geneoc’h eo bet divizet an dra spontus-mañ.

Ha bugale ho peus, aotrou prefed ? Hag o deus kousket er-maez dija, e-kreiz ar gouiañv ? Skornet an toennoù. Yen-ki an avelioù ? Hag-eñ e ouiit e men o deus kousket, ar vugale skarzhet hag o zud ? Ha chomet int er straedoù ?
Pe sikouret get tud hegaratoc’h evideoc’h ? Pas, ne ouiit ket netra. Netra foutr. Geneoc’h e vez skarzhet tud er-maez ag o zi, pe er-maez ag ar Stad c’hall. Setu ar pezh a gont. Hag ur galon ho peus c’hoazh, aotrou prefed ?
Un den get ur galon ?

Ha lârit din, aotrou prefed, ne vehe ket lakaat buhez ar vugale-se hag o zud en arvar ? Lakaat buhez tud zo en arvar a zo difennet get al lezenn : hag aotreet e vehe war-zigarez int estrañjourion ? Met ur bugel a chom ur bugel, aotrou prefed. Ha ma varvehe ar vugale get ar yenijenn, pe get un dra all, pand e oc’h c’hwi e kousket ’barzh ho kwele, aotrou prefed, ne vehec’h ket kablus ?

Ha n’eo ket ret deoc’h sentiñ ouzh lezennoù Bro-C’hall aotrou prefed ? “Frankiz, kevatalded, breudeuriezh”, setu ger-stur ar Republik. Trubardet eo bet geneoc’h. Ha chañchet e vo ? “Frankiz, kevatalded, krizder”, setu get-stur prefed ar Morbihan bremañ…

E c’hortoz skarzhiñ ar frankiz hag ar gevatalded.

> Christian Le Meut

Christian Le Meut
Christian Le Meut travaille bénévolement à Hennebont pour l'accueil des réfugiés.