Arlene Foster, ar vaouez e penn an DUP
An Democratic Ulster Party, strollad politikel unanour brasañ e Norzh-Iwerzhon a vo lakaet diaes gant an dilennadegoù aozet d’an 12 a viz Kerzu er Rouantelezh-Unanet. Breskaet eo gant disrannoù e diabarzh ar c’hamp unanour ha kredapl bras e vo kollet un nebeud dilennidi diwar an dek o deus betek-henn.
Hag ar Brexit a zo e-kreiz an afer adarre. An DUP eo ar strollad a souten ar muiañ ar Brexit e Norzh-Iwerzhon ha soutenet o doa Boris Johnson pa oa en soñj da gaout un Hard Brexit. Met ar miz tremenet o doa tamallet dezhañ bezañ un treitour pa ‘n doa kinniget ur steuñv da Unvaniezh Europa a virvfe reoladoù ha reolennoù an unvaniezh e Norzh-Iwerzhon. Ar pezh a lakafe, en ur mod, Iwerzhon a-bezh da vezañ unanet adarre.
Kreizennet e vo an dilennadegoù war ar Brexit, kazimant ur referendom etre ar re a souten ar Brexit hag ar re a fell dezho chom en Unvaniezh. Hag o stourm kement evit un Hard Brexit eo bet kroget an DUP da vezañ tamallet gant an Norzh-Iwerzhoniz da stourm a-enep interestoù Norzh-Iwerzhon (dalc’homp soñj e oa bet votet gant 56 % eus an dud evit chom en UE). Hag an dra-se a vroud disrannoù e diabarzh kamp an unanourien rak ar strollad politikel Ulster Unionist Party (UUP) a zo en soñj chom hep kaout un emglev ar wech-mañ gant an DUP ha lakaat tud war ar renk neuze e-barzh 17 eus an 18 pastell-vro. Ar pezh a wanaio ar vot unanour.
Eus tu ar republikaned eo ar c’hontroll a vez graet, klasket e vez bodañ an nerzhioù evit gounit muioc’h a gannaded a-enep ar Brexit. Ar sizhun dremenet e oa bet embannet gant ar Sinn Féin hag ar Social Democratic and Labour Party (SDLP) ne vo ket kinniget den ebet e-barzh div bastell-vro a zo dalc’het gant strolladoù politikel a-enep d’ar Brexit. E-barzh unan anezho emañ e dalc’h un unanour koulskoude, ar pezh a zo souezhus a-walc’h hag a ziskouez mat pegen skoemp ha digredus eo ar mare. Ha pelloc’h ez eont c’hoazh : choazet o deus stourm asambles evit div bastell-vro all : e-barzh unan e vo ur stourmer Sinn Féin war ar renk, e-barzh eben ur stourmer SDLP.
Gant kement-se e c’hallfe bezañ kreñvaet ar vot a-enep ar Brexit e Norzh-Iwerzhon hag ar vot republikan peurgetket.