Implij ar friadur e rannyezhoù ar brezhoneg, ar mor e barzhoniezh iwerzhonek a-vremañ, roudoù an impalaeriezh roman e mitologiezh kembreat ar Grennamzer pe sokioyezhoniezh inizi Bro-Skos – kement a zanvez disheñvel az a da sevel ar Studioù Keltiek, krouet tost tri c’hant bloaz ’zo.
Hiziv ez eo bev-buhezek an dachenn, ha dalc’het e oa e 2019 Kendael Etrebroadel ar Studioù Keltiek e Bangor (Kembre) a zastumas kantadoù a dud eus ar bed a-bezh. Gant ar cheñchamantoù bras a zo deuet war ar skolioù-meur en Europa, n’eo ket aes atav kavout arc’hant en un dachenn na sach ket war ar saozneg pe an ekonomiezh. Met n’eo ket ret kaout yalc’hadoù bras da lakaat hor gouiziegezh da vont war-raok, evel ma tiskouez Kevredigezh ar Studierien war ar Studioù Keltiek (KSSK).
Abaoe 2013 he deus dalc’het KSSK kendaeloù e meur a lec’h e Breizh-Veur hag Iwerzhon. Klask a ra dastum studierien war ar studioù keltiek er bed a-bezh, en ur bouezañ war implij ar yezhoù keltiek. Mod-se e vez kinniget ganto da bep kendael troidigezh a-benn-kaer diwar ar c’hwec’h yezh, ar c’herneveureg ha manaveg zokennoc’h. E 2019 e oa dalc’het o 7vet kendael e Dinedin, Bro-Skos, hag e-touez yezhoù all e kaved ur brezegenn e yezh an Arvorig. Diaes eo bet d’ar gevredigezh tizhout ar Vretoned, memes m’o deus spi derc’hel ar c’hendael e Breizh pa vo muioc’h a dud alemañ o kemer perzh. Berzh en deus graet ar gendael avat, ha dalc’het e vo e 2020 e Dulenn, etre ar 26 hag an 29 Meurzh.
Emañ ar gevredigezh oc’h aozañ ar jeu evit ar bloaz a zeu, ha kaset o deus ur galv da gemer perzh un nebeud sizhunioù ’zo war ar rouedadoù sokial ha da skolioù-meur ’zo. Evel bep bloaz o deus asuret e vo kinniget troidigezh a-benn-kaer diwar ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek all, ha spi o deus klevout muioc’h diwar-benn danvez Breizh, ha kejañ gant o skolaerien yaouank. Pouezus eo ar studioù keltiek m’hor beus c’hoant kompren istor hor yezh hag hor sevenadur, ha da sellout ouzh mammennoù hor bro. Met n’eo ket nemet un afer ag istor – a-bouez eo deomp kompren advuhezekaat ar yezhoù all, hag ar pezh a zo graet er broioù tostoc’h ouzhomp ma fell deomp pinvidikaat hon doare da soñjal war hor yezh hiziv. Maget o deus ar studioù keltiek Breizh abaoe daou c’hant bloaz, ha maget en deus an Arvoriz ar studioù keltiek abaoe pelloc’h. Spi ’zo e kendalc’ho mod-se.
Lec’hienn-genrouedad KSSK (e brezhoneg).
Ul lodenn eus ar berzhidi e 2018 e Dinedin, Bro-Skos.