Piv a vefe gouest da ziouganañ penaos e vo dazont ar Rouantelezh-Unanet ? Diaes eo lâret. Abaoe tri bloaz e chom el lagenn da-heul votadeg ar Brexit. N’eo ket bet biskoazh ken disrannet ar poblañsoù eno. Donedigezh Boris Johnson e penn ar gouarnamant a zo ur sin ouzhpenn e ya war-drenkaat an darempredoù etre ar broadoù. Prometet en deus e vefe sevenet ar Brexit d’an 31 a viz Here d’an diwezhatañ, kousto pe gousto. Met hag-eñ ne vefe ket an taol brasañ roet d’ar Rouantelezh-Unanet ? Ha roet gant ur broadelour breizhveuriat, peadra da c’hoarzhin glas evit ar re a zo eus e du.
A-benn tri miz e vefe sevenet ar Brexit, ha biskoazh kement a drubuilhoù e diabarzh ar vro, e pep korn ar vro zoken. Greomp tro an teir broad vrasañ e-kichen ar Saozon.
Norzh-Iwerzhon
Eno emañ an trubuilhoù brasañ. Hag eno emañ an dalc’h evit goût hag un emglev a vo pe ne vo ket da-geñver ar Brexit. An Europeaned o deus embannet dija ne vefe ket cheñchet ar pezh a oa bet votet diwar-benn an harzoù en Iwerzhon, ar Back-Stop. Ar pezh ne c’hall ket gouzañv Boris Johnson, ha mennout a ra cheñch an dra-se pe ne vo emglev ebet. Ankeniet eo an Iwerzhoniz o soñjal e c’hallfe dont en-dro al lazhadegoù. Soñj an adunvaniñ a c’hounez speredoù an dud tamm-ha-tamm. Hag evit ar wech kentañ e oa bet lâret en ur mod ofisiel gant Leo Varadkar, Ministr Kentañ Republik Iwerzhon, e c’hallfe bezañ adunvanet an enezenn ma ne vefe emglev ebet. Digwener e oa da vare ur skol-veur hañv e kontelezh Donegal. Hervez ar Ministr Kentañ ez eus muioc’h-mui a dud etre daou soñj hag a sell war-zu ar Republik o welet ne ya ket war an tu mat ar Brexit. Aotrou Maer Belfast en doa embannet n’eus ket pell ’zo e ranker prientiñ an adunvaniñ ivez. Hag un nebeud pennoù bras protestant pe lealour o deus embannet kement-all. Fiñval a ra an traoù e Norzh-Iwerzhon. Ha n’eo ket mui un hunvre evit ar Republikaned gwelet o enezenn unanet.
Bro-Skos
Embannet eo bet splann gant Nicola Sturgeon : fellout a ra dezhi ha d’an SNP e vefe un eil referendom diwar-benn an dizalc’hiezh. Met evel ar wech diwezhañ e vo ret kaout aotre Westminster evit aozañ anezhañ diouzh al lezenn. N’eo ket prest Boris Johnson da reiñ an aotre-se evit ar mare, p’emañ o klask seveniñ ar Brexit. 62 % eus ar Skosiz o doa votet a-enep. Ar pezh en deus adlâret Ian Blackford, e penn kannaded SNP e Westminster, deiz kentañ respet Johnson. Un tamm flemmus eo bet zoken pa’n deus boulc’het e brezegennig o lâret “Degemer mat da Vinistr Kentañ diwezhañ ar Rouantelezh-Unanet”. Hag adlâret en deus dezhañ ne oa ket bet gounezet dilennadeg ebet gant ar Virourien e Bro-Skos abaoe pellik amzer ha n’en deus tamm reizhveli ebet da lakaat war ar Skosiz. A-benn warc’hoazh e yelo Boris Johnson da Vro-Skos da gejañ gant izili e strollad politikel. Ruth Davidson, penn ar Virourien e Bro-Skos, he deus lâret e soutenfe anezhañ met ne c’hallfe ket souten un No-Deal. Ne grogo ket en ur mod seder an darempredoù etrezo sur a-walc’h, dreist-holl p’he doa soutenet tud all e-pad koulzad kabaliñ diabarzh ar strollad Tory. Bemdez e ya war-ziskar pouez ar Virourien e Bro-Skos ha war-greskaat hini an dizalc’hourien. Betek kaout an dizalc’hiezh ?
Kembre
Ar vroad nemeti he doa votet a-du gant ar Brexit gant ar Saozon. Diaesoc’h eo eno evit an emsav kembreat met war-raok e ya memestra, hag ur gwir lusk evit an dizalc’hiezh a weler bremañ. Adam Price, penn ar Plaid Cymru, n’en deus ket aon rak embann e pep lec’h e youl da welet Kembre dizalc’h, dreist-holl gant dañjer ar Brexit. Evit an eil gwech e oa bet aozet ur vanifestadeg evit an dizalc’hiezh e Kembre. Dec’h e oa e Caernarfon pa oa en em vodet en-dro da 8 000 a dud. Ar vanifestadeg kentañ he doa bodet ur 5 000 bennak e Kerdiz, un nebeud sizhunioù kent. Manifestadegoù diwar batrom ar re a weler e Bro-Skos abaoe un nebeud bloavezhioù, da lâret eo aozet gant ur gevredigezh distag eus ar strolladoù politikel gant ar c’hoant aozañ manifestadegoù un tammig pep lec’h war an tiriad. Tamm-ha-tamm e kemer pouez ivez an emsav kembreat, ankeniet m’eo an dud gant disoc’hoù ar Brexit war o bro, dreist-holl evit al labour-douar hag ar yezh.