Distroet int ! A-raok ar vakañserien zoken, met n’eo ket deuet mat o distro : ar bezhin glas. Abaoe sizhunioù e weler anezho war traezhenn ar Ri e Douarnenez, unan eus traezhennoù brudetañ ar gêr. Un taol fall eo evit tud ar vro, gwelet o zraezhenn istorel goloet gant bezhin glas. An ti-kêr en doa embannet un diferad evit difenn ouzh an dud da gouronkañ evit abegoù yec’hed. Diwar atiz ar prefeti hag ajañs rannvroel ar yec’hed e oa bet kemeret an diviz-se. Evit ar bloavezh 2019 en e bezh da nebeutañ.
An diferad-mañ ne blij ket d’an dud. Kompren a reer an abegoù yec’hed met tamallet e vez d’an ti-kêr ha d’ar prefeti chom hep ober netra evit diskoulmañ eienenn ar gudenn, hag a zo uheloc’h er stêrioù. An Neved eo dreist-holl a zegouezh e traezhenn ar Ri. Dielfennadurioù resis zo bet graet un nebeud mizioù evit kompren eus pelec’h e teu saotradur ar stêr, ha splann eo an disoc’h : 80 % eus ar saotradur a zeu eus an tiez-feurm desevel saout war vord an Neved en argrec’h. Da lâret eo eus kaoc’h ar saout dreist-holl. An 20 % all a vez rannet etre saotradur an dud ha fank ar chas. Splann a-walc’h eo neuze orin ar saotradur.
Dibaoe daou zevezh eo en em ledet ar saotradur e bae Douarnenez, traezhennoù Ploudiern, Ploeven ha Plonevez-Porzhe zo tizhet gant ar bezhin glas. Gant tommder an amzer e seblant bezañ kreñvaet ar sevel bezhin glas. N’eo ket gwall bennfollet an dilennidi evit ar mare met ma kendalc’h evel-se e vo ur gudenn evit skeudenn ar vro hag an douristed. Ar memes kudenn a gaver un tammig pep lec’h war aodoù Breizh siwazh, evel e bae Sant-Brieg pe aod bro Fouenant. An dalc’h brasañ a chom eo ne reer netra evit disaotrañ pe rediañ an tiez-feurm da cheñch evit paouez. Gwashoc’h c’hoazh, dec’h en doa aotreet prefed Penn-ar-Bed e vefe astennet un ti-feurm bras en argrec’h d’an Neved. Eus un tu e redi an dilennidi lec’hel da gemer divizoù evel serriñ un draezhenn evit abegoù yec’hed hag eus un tu all e aotre un ti-feurm saotrus da vrasaat. N’eo ket poellek tamm ebet evel-just hag ur wech c’hoazh e weler peseurt pouez en deus ur prefed, ur pouez ponneroc’h eget tud dilennet, ar pezh n’eo ket reizh. Dourioù ha Stêrioù Breizh he deus divizet mont betek al lez-varn evit mont a-enep an diviz-se.
O c’hortoz e cheñchfe an traoù ez eus bet savet ur c’henstroll e Douarnenez, gant an annezidi o chom e-kichen traezhenn ar Ri. D’ar 14 a viz Gouere e vo aozet un devezh sonadegoù, prezegennoù ha kaozeadennoù, a-gevret gant Emglev Bro Douarnenez. Pedet e vo kevredigezhioù evel Dourioù ha Stêrioù Breizh da luskañ ur brezegenn. A bep eil e vo ur sonadeg. Peadra da voueta ar spered ha gaout plijadur war ar memes tro.