Bloaz ’zo e oa aet Olivier Le Clainche d’ar bed all

Olivier Le Clainche e straedoù Rakka ur wech ma oa bet dieubet gant an nerzhioù kurd.

Olivier Le Clainche, lesanvet Kendal Breizh gant ar Gurded, a oa aet da Anaon ur bloaz a zo. Ar stourmer etrebroadelour breizhat a oa aet da stourm skoaz-ouzh-skoaz gant ar Gurded a-enep da Daech da gentañ ha goude a-enep d’ar Stad turk e kanton Afrin. Eno en doa kollet e vuhez e-pad ur vombezadeg. E miz Kerzu 2017 e oa bet aterset ganeomp er stumm paper. Divizet hon eus adembann an atersadenn en e goun, evit dougen bri dezhañ.

Stourm evit an dispac’h : a Vreizh da Rakka

“Kendal Breizh” (ur pseudo an hini eo) zo er mare-mañ e Siria o stourm skoaz-ouzh-skoaz gant ar Gurded e-barzh ar YPG (Unvezioù Gwareziñ ar Bobl) a zo e-barzh Nerzhioù Demokratel Siria. E-touez dieuberien Rakka e oa bet e miz Here. Penaos e oa degouezhet eno ? Pennad-kaoz gantañ.

Abaoe pegoulz emaoc’h e Siria ? Petra en deus broudet ac’hanoc’h da vont da stourm gant ar Gurded ?

Arru on er Rojava un nebeud mizioù zo met ar raktres ’oa bet savet genin e miz Gwengolo 2016. Dedennet on get stourm ar Gurded a-c’houde bleadoù hag àr-lerc’h emgann Kobanê eo deuet em soñj mont da gemer perzh b’an dispac’h zo bet krouet amañ tro-dro d’ar c’hengevreadelezh demokratel. D’ar mare-se en doa afer ar YPG stourmourion, neuze ’m boa divizet mont da stourm get armoù e-touez an HDS (Hêzên Sûriya Demokratîk, Nerzhioù Demokratel Siria). Hir ’oa aozañ ar veaj aveit abegoù surentez. N’on ket deuet a-gaoz da z/Daech met aveit an dispac’h e Rojava.

Tud a bep lec’h a zo o stourm gant ar Gurded ?

Da gentañ eo arabat disoñjal eo ar Gurded hag an Arabed a ro al lodenn vrasañ a stourmourion HDS. An estrenourion a zo marteze 1 % ag an dud a stourm get ar Gurded. Met gwir eo ’vez gwelet amañ tud a bep lec’h : Alamaned, Saozon, Breizhiz, Frañsizien. Tud a vro Spagn, a vro Sina…

A-raok mont d’an talbenn ho poa bet ezhomm bezañ stummet, pegeit amzer eo padet ar prantad-stummañ ? Petra ho poa graet ?

Roet ’vez get ar YPG ur stummadur ideologel, yezhel, ha luel e-pad ur miz. Desket ’vez istor Kurdistan, met ivez penaos implijout an armoù èl an AK47, ar grenadennoù, an SVD (fuzuilh aveit tennañ a-bell)… Mat eo ar stummadur met berr. Roet zo bet din muioc’h a bleustradegoù pa oan aet get Tabur* Etrebroadel ar YPG. Hag ur miz ’zo (e fin miz Gwengolo 2017 N.G.A.S) on deuet da vezañ tennour taolerezh-roket (get an RPG-7). E-barzh ma zabur ’vez pleustret kazi bemdez : sport, teknikoù luel, armoù ispisial…

Hep mar oc’h deuet mat gant ar soudarded kurd, penaos eo an aergelc’h etrezoc’h pa ne vezit ket war an dachenn emgann ?

Mat eo an darempredoù get ar Gurded. Plijout a ra dezhe gwelet estrenourion o teskiñ o yezh hag o stourm gete. Alies ’vez diaesoc’h get an Arabed a-gaoz m’eo kelennet ar C’hurmandjeg hepken e akademiezh ar YPG. Un nebeud a c’herioù arabeg zo ret deskiñ aveit mont e darempred gete.

Kemeret ho poa perzh e stourm dieubidigezh Rakka, kêrbenn Daech e Siria, gallout a rit kontañ deomp penaos e oa evidoc’h ?

Kemeret ’m eus perzh e lodenn ziwezhañ emgann Rakka. Ret eo soñjal eo padet mizioù. Div wezh ’oan bet e Rakka. Ar wezh kentañ e miz Eost, an eil aveit fin an emgann e miz Here. Start e oa. Ret ’oa deomp chom àr evezh bepred. Ret eo gouiet ne oa ket ar brezel enep Daech ur brezel ordinal. Ar muiañ a dud zo bet lazhet get danvezioù tarzh pe get tennourion a-bell (sniper). Kalz a amzer ’vez implijet aveit evezhiañ na dremenfe ket tud Daech a-dreñv hor linennoù noz-ha-deiz. Skuizhus ’oa met trec’h omp bet. Ur blijadur ’oa aveidon klevet ar radio o lâret hon doa gouniet.

Bremañ m’eo dieubet Rakka, petra a vo ho tazont ?

N’eo ket achu tamm ebet. Ar brezel enep Daech ’oa pouezus aveit difenn an dispac’h met n’eo ket Daech enebour nemetañ ar Gurded ha memes get Daech e chom c’hoazh tud prest da stourm enep deomp. ’Pezh zo ret kompren ivez eo n’eo ket ur brezel hepken met un dispac’h sokial, sevenadurel, hag aveit frankiz ar merc’hed. Lakaat pep tra e plas a gemero amzer. N’emaon ket e soñj distreiñ da Vreizh a-raok mizioù.

Amzer ho peus da heuliañ ar pezh a c’hoarvez e Breizh hag er bed holl ?

N’hon eus ket kalz a amzer aveit mont àr internet. N’eus rouedad ebet en hor c’hreizenn neuze e yamp d’ur gêr all ur wezh bep sizhun. Met klask a ran heuliañ ’pezh a c’hoarvez er vro met ivez e Katalonia. Àr-lerc’h eo diaesoc’h kaout keleier e Rojava aveit e Breizh.

* tabur : distaget e vez “tabour”, un doare skouadrenn etre 12 ha 30 soudard enni.

 

Koumanantiñ

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.