E Bro-Sued, al liseadez Greta Thunberg he deus lañset un harz-labour rak tommadur an hin. E Beljia (foto) emañ liseidi o heul al luskad-mañ bep sizhun en ur vanifestiñ evit an hin. E Bro-C’hall emañ tud yaouank oc’h en em aozañ ivez dre luskad Youth For Climate. Hag e Breizh ?
El lise Diwan Karaez, un nebeud liseidi o deus divizet sevel d’o zro evit stourm a-enep tommadur an hin. Lavarout a ra ar grennardez suedad e servij da netra kenderc’hel da studiañ ma ne vije ket un dazont evit he remziad, ma ne vije ket disoc’hoù evit stourm a-enep tommadur an hin. Levezonet eo bet un nebeud liseidi deus Lise Diwan Karaez gant ar pezh bet lavaret pe graet gant Greta Thunberg.
Naetaat an dachenn
Kroget o deus d’en em fiñval a-enep chenchamant an hin daoust dezho bezañ yaouank. Graet o deus ur valeadenn c’hlas el Lise Diwan Karaez. Dastumet o deus al loustoni hag a oa war an dachenn, da skouer lastez bet laosket gant festivalourien gouel an Erer Kozh. Dek sac’h en holl a zo bet dastumet gant tregont lisead evit ar wech kentañ. Goude-se eo bet treuzdouget ar seier evit bezañ divesket a-ziforc’h. Moarvat eo lañset al luskad ganto ha ne baouezo ket o mouezh da sevel a-enep dizoberiantiz gouarnamantoù ar bed.