Da 6e d’an 11 a viz Du 1918 an hini ’voe sinet an arsav-brezel e Compiègne etre Bro-Alamagn ha kenstourmerien Bro-C’hall. Klozet e oa e giz-se 4 bloavezhiad stourmoù euzhus ha kriz.
The College of Piping e Glasgow en doa goulennet digant ar sonerien lidañ kantved deiz-ha-bloaz fin ar Brezel bras en un doare eeun ha simpl e pep lec’h er bed a-bezh ma vefent : seniñ, da 6e er mintin d’an 11 a viz Du, ton ar penn-soner William Robb, The battle is over, evit enoriñ ar milionoù a soudarded lazhet, gloazet, mac’hagnet (2000 soner en o zouez !) e-doug al lazhadeg spontus a zo bet eus ar brezel-se.
Dre ma vije bet un tammig diseven marteze dihuniñ an dud e Kemper ken abred-se, e oa bet dibabet gant Bagad Ar Re Gozh seniñ an ton e-pad al lid-koun da 11e tal-kichen monumant nevez ar re varv. Setu e voe lidet en un doare ofisiel dirak an aotrou maer hag ar prefed ha dirak banniel ar c’hant ha triwec’hvet rejimant kozh war droad degaset ispisial e Kemper da geñver ar c’hantved deiz-ha-bloaz. Kemend-all a oa bet graet war lein Menez-Mikel Brasparzh ivez.
Arabat disoñjal e voe toullet kaoz diwar-benn ar peoc’h d’an 8 a viz Du. Kinniget e oa bet harz-an-tan gant an Almanted met nac’het e voe kement-se gant ar C’hallaoued ha derc’hel a reas ar gwad da redek e-pad tri devezh ouzhpenn ha miliadoù a dud a voe lazhet neuze e keit-se !
Ar pobloù a oa dav dezho adsevel an dismantroù. E Breizh e oa aet da get ar gevredigezh kozh ha evel ur merk eus an amzerioù nevez e vo krog ar galleg da gemer tamm-ha-tamm plas ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Ur spered broadelour gall a gavo tro da ziorren da-geñver al lidoù-koun kaset da benn gant skoazell an dispakerien bannieloù hag an dougerien medalennoù.
Dalc’homp soñj memes tra e c’hellfe seurt gwall-droioù ober o reuz adarre en-dro. Talvezout a ra ar boan neuze stourm da vat evit ar peoc’h.
Setu an diplom a vo roet da gement den pe strollad en devezo kemeret perzh e sonadeg ar peoc’h.