Penaos emañ kont gant an embann e brezhoneg ?

Bep bloaz e vez embannet etre 100 ha 120 levr e brezhoneg. Se zo dister ; met tamm-ha-tamm ez a war gresk an niver memestra. Petra ’vez embannet ? E 2017 ez eus bet embannet 120 levr : 75 evit ar vugale, nebeutoc’h eget 40 evit ar re deuet ha nebeutoc’h eget 20 evit ar grennarded.

Mankout a ra levrioù diwar-benn ar yec’hed, al liorzhañ, ar c’heginañ… hag evit ar grennarded. War zigresk ez a niver al levrioù krouet tra ma kresk niver al levrioù troet. Siwazh eo strizh ar marc’had. Evit levrioù ’zo ne vez embannet nemet 200 skouerenn anezho.

Skoazellet eo an embann (ar moullañ) gant ar rannvro (90 levr e 2017). 14 levr, da skouer, a zo bet savet evit ar skolioù divyezhek e 2017 hag harpet ganti. Mod-all ne vefe ket levrioù er skolioù.

Chom a ra kalz a hent d’ober evit diorren al levrioù e brezhoneg. Evit mont war-raok e vez ret ober strivoù e levraouegoù, stummañ an implijidi, krouiñ bodadegoù lenn e pep lec’h, kreñvaat ar skignañ…
Gant al lennerien yaouank dreist-holl emañ alc’hwez an dazont.

> Bernard Le Bars

Bernard Le Bars est responsable de la section UDB de Brest.