Foto gant Christophe de Prada
Reuz a zo e Bro-Euskadi an Norzh gant choazoù ar Stad e-keñver an niver a bostoù euskareg krouet. Digwener dija o doa manifestet 350 a c’hopridi hag a gelennerien eus ar gevredigezh Seaska dirak sez an Ensellerezh Akademikel e Pau (war-dro 75 % eus an holl dud gopret gant ar gevredigezh ’ta). E-pad div eurvezh o deus aloubet an degemerva. Goulenn a reont 25 post abaoe an nevez-amzer tremenet. Ar Stad he deus roet pemp…
Evito e oa a-bouez-bras kaout ar pemp post warn-ugent-mañ evit gallout aozañ un distro-skol dereat. 230 skoliad ouzhpenn a zo en distro-skol. Choazet he deus Seaska goprañ pemzek post gant o arc’hant dezho, met ne c’hallo ket padout e-pad pell. Evit Seaska eo un afer youl bolitikel gant an Deskadurezh Stad, ne fell ket dezhañ postañ muioc’h a arc’hant.
Hiziv evit distro-skol ar vugale eo bet tro ar gerent ar wech-mañ da vanifestiñ. “Aloubet” o defe war-dro 30 skol (kentañ derez, skolajoù hag al lise Bernat Etxepare) e-pad an devezh. E Baiona, Ustaritz, Itxassou, Alos, Ciboure… Soutenet e oant gant ar c’hopridi. Ul lugan hepken : “Kasü, ikastola kexü” (Diwallit, ikastola fuloret). Kalzik fotoioù a c’haller gwelet war ar genrouedadoù sokial (sellit ouzh Mediabask). Prest eo ar gerent hag ar gelennerien da genderc’hel gant o stourm gant darvoudoù a bep seurt a-hed ar bloaz.
Warc’hoazh e vo un emvod etre ar Rektorelezh, Seaska hag Ofis publik an euskareg evit gwelet hag un diskoulm a c’hallfe bezañ kavet. Hervez rener Seaska, Hur Gorostiaga, e fellfe d’ar rektor kinnig un emglev nevez. Met n’o deus ket ket kalz fiziañs tud Seaska dre ma n’eo ket bet kaset da benn an emglev kent etre Seaska hag ar Rektorelezh.
Peadra a zo memestra d’en em soñjal evidomp-ni e Breizh, penaos kas ar stourm pelloc’h ha dreist-holl penaos gounit muioc’h a bostoù hag a lec’hioù a ginnigfe un deskadurezh e brezhoneg.