Miz Mae tremenet a oa miz ar redadegoù. Hini Breizh evel-just met ivez e Bearn. Etre ar 25 hag ar 27 e oa bet redet 400 km war hentoù an departamant-mañ, evit an okitaneg. Ar wech kentañ e oa dezho aozañ seurt darvoud. Ha berzh o deus graet war a seblant. Eno e oa en em gavet un nebeud Bretonezed ha Bretoned. Pennad-kaoz gant Fabienne Lavigne, eus Douarnenez.
Pobl Vreizh : Fabienne, gant un nebeud Bretoned all e oas en em gavet e Bearn, perak ho poa divizet mont da redek di ?
Abaoe 2011 e redan bep eil bloaz e Bro Euskadi evit ar C’horrika. A-bouez e kavan diskouez da bobloù all omp kengret gant ar pezh ’vez kaset ganto evit saveteiñ o yezh. E darempred e oa bet skipailh aozerien la Passem gant hini Ar Redadeg da vare ar C’horrika diwezhañ. Deuet eo ar Vearniz da redek evit Ar Redadeg ar bloaz-mañ, c’hoant ’m eus bet mont di ivez. Atav e teuan d’ar gêr leun a startijenn goude prantadoù evel-se, ar memes pal a vez ganeomp ha youl ar re all a adlañs hon c’hoant deomp-ni da genderc’hel ar stourm… betek an trec’h !
Gouzout a rez petra ’sinifi “Passem” ?
Daou ster zo evit “Passem” : “tremenomp, redomp” e-lec’h ma vez komzet al « lenga Nosta », an okitaneg e Bearn, hag ivez “roomp ar vazh-test, treuzkasomp ar yezh”.
Anavezout a rez mat ar Redadeg, da’z soñj ez eus tu da geñveriañ ar Passem gant ar Redadeg ? A-fet aergelc’h da skouer ?
Krouet eo bet La Passem diwar skouer ar C’horrika hag ar Redadeg, ar memes stumm a vez ganto. Evel-just n’eo ken hir La Passem, dre ma ne bade nemet tri devezh ha war un departamant nemetken.
Un aergelc’h a-feson a oa war vord an hent diouzh noz evel e-pad an deiz. Souezhet on bet o welet entan an dud evit ur wech kentañ ! Festoù ha darvoudoù zo bet savet un tamm e pep lec’h evit lakaat an dud b’ar jeu. Kontadennoù e okitaneg, dañs ha kanaouennoù gant bugale ar skolioù “calendretas”, marc’hadoù produerien ar vro… Evel e Breizh an dud zo laouen d’en em gavout asambles, o redek hag ivez aozañ ha bevañ un darvoud e okitaneg.
Berzh o deus graet adalek an taol kentañ, gant ouzhpenn 400 km gwerzhet. Gouzout a rez da betra ’servijo an arc’hant dastumet ?
Gant ar sammad dastumet e vo arc’hantaouet an darvoud, hag ur galv raktresoù digant ar c’hevredigezhioù a labour evit kas war-raok an okitaneg e Bearn a vo lañset, evel ma vez graet amañ gant ar Redadeg.
Emgav a-benn daou vloaz evit ar Redadeg, a-benn daou vloaz ivez evit ar Passem ?
Ya kemer a rin perzh mod pe vod, ha Bretoned all az aio ivez d’am soñj. Degemeret mat omp bet !
E kreiz emañ Fabienne, gant prezidant ar Passem en he c’hichen ha daou Vreton all.