Ur c’hilometrad Ar Redadeg redet e-koun Armelle ar C’hozh

Armelle ar C'hozh

Redet eo bet ur c’hilometrad Ar Redadeg e-koun Armelle ar C’hozh. Abalamour da betra ha gant piv ? Sell aze un nebeud displegadennoù gant ar re o deus redet ar c’hilometr-mañ.

Tremenet eo ar Redadeg diwezhañ dre hentoù an Naoned. Prenet eo bet ur c’hilometrad e-koun Armelle ar C’hozh. E pelec’h eo bet redet ? Pegoulz ? Gant piv ?

Redet eo bet ar c’hm 779 e Kerc’hfaoù lec’h ma oa bet prenet ur c’hm gant Armelle daoù vloaz ‘ zo. Da beder eur noz eo bet redet he c’hm gant Pierre-Emmanuel Marais ha Yannig Guillanton.

Evit ar re n’anavezent ket anezhi, piv oa Armelle ?

Armelle ar C’hozh a zo bet skolaerez ha Renerez skol bublik Ploveur e bro Vigougen. Labouret he deus da zifenn an deskiñ lenn,ar yezh ha postoù skolaerien en divyezhegezh e penn-ar-bed.

Engouestlet e oa evit ar brezhoneg dre ur sindikat, he labour a-youl vat e kampoù KEAV ?

Sindikalourez, he deus kemeret dizehañ an tren da Bariz evel ezelez ar vro. Labouret he deus a youl vat er C’Hamp Etrevroadel Ar Vrezhonegerien. Stajiadez ha Kelenerez eo bet da gentañ hag e karg deus ar greizenn dudi diwezhatoc’h. Kemeret he doa ivez post Prezidentez an UGB (Unvaniezh ar Gelenerien e Brezhoneg)’pad pemp bloaz da heul Jean-Do Robin.

Petra oa he soñj evit ad-unvaniñ Breizh ?

Eviti n’e oa nemet añv deus ur vro a bemp departamant. Bewec’h eo bet er manifestadegoù en Naoned da zifenn ul Liger-Atlantel e Breizh.

Foto : Armelle o vanifestiñ en Naoned.

> Ar Skridaozerezh / La Rédaction

Rédaction. Le Peuple breton est un site d'information en ligne et un magazine d'actualité mensuel – en français et en breton – imprimé à 4 000 exemplaires chaque mois. Ils sont tous deux édités par Les Presses populaires de Bretagne, maison d'édition associative basée à Saint-Brieuc. L'équipe de la rédaction, entièrement bénévole, est animée par une centaine de rédacteurs réguliers dont des journalistes professionnels.