E-pad daou zevezh e oa en em gavet e Brasparzh un 60 bennak a gelennerien kentañ derez hag eil derez publik. Aozet e oa gant ar sindikad FSU ha kemer a rae perzh kevredigezh kerent an hentenn bublik Div Yezh ivez. Tem ar staj a oa : “Ar brezhoneg, bremañ… ha goude se ?”
Meur a bal a oa bet lakaet evit ar staj-mañ : en em vodañ evit gallout komz, ar pezh a zo diaesoc’h eget ar re unyezhek dre ma vezont ingal pe o-unan en ur skol pe war meur a lec’h ; gwelet ar pezh ne ’z a ket mat gant politikerezh ar rektorelezh ; ha lakaat war-wel an arc’hadurioù pennañ da varc’hata goude gant tud ar rektorelezh : stummañ an adsemed e brezhoneg, sevel kartenn poloù an opsion en eil derez, doujañ ouzh ar c’hendiviz etre ar Stad hag ar Rannvro e 2015 a lavare e vo ledet an opsion d’an holl Vretoned yaouank, goulenn muioc’h a arc’hant evit gallout krouiñ hentennoù divyezhek nevez hep kemer diwar budjed an opsion, kaout koñdisionoù labour a-ratre evit ar gelennerien, muioc’h a bostoù (dreist-holl en eil derez), adwelet an doare ma vez savet un hentenn divyezhek en ur skol bennak,… Frouezhus eo bet an divizoù ha kredapl e vanke amzer c’hoazh.
Ar staj-mañ zo bet un digarez ivez da glevet prezegennoù tud arbennikaet war dachenn pe dachenn : ur brezegenn gant ur c’helenner spagnoleg eus Lyon diwar-benn plas ar yezhoù rannvroel e Frañs ; ur brezegenn diwar-benn ur studiadenn e Euskadi an Norzh gant ur c’helenner euskareg a-zivout barregezhioù an Euskariz yaouank da ezteurel istorioù dre gomz en euskareg hag e galleg ; penaos kelenn ar matematikoù e brezhoneg, evit ar c’hentañ derez kentoc’h ; ha deuet e oa Lena Louarn da ginnig politikerezh yezh ar Rannvro, etre ar pezh a zo bet graet hag ar pezh a vo goulennet. Da skouer he deus lakaet da bal e vefe ouzhpenn 500 den deuet bep bloaz o teskiñ brezhoneg dre ur stummadur hir a-raok fin ar respet (evit poent e vez war-dro 380). Pe c’hoazh al liammoù emaint o sevel gant Liger-Atlantel ha Broioù al Liger evit sevel hentennoù divyezhek e bro Naoned.
Un nevezadenn a-bouez memestra : lañset eo ar gevredigezh Kelennomp ! Ur mare ’zo e oa Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg, ur c’henstroll a vode an holl gelennerien vrezhonek, met aet e oa da get. Ar pal eo bodañ an holl nerzhioù evit kas war-raok ar brezhoneg en teir hentenn (publik, katolik ha Diwan), er c’hentañ hag en eil derez, gant doareoù disheñvel diouzh ar sindikadoù. Evit lakaat muioc’h a wask war an ensavadurioù. An emvod-meur kentañ a vo dalc’het e Ti ar Vro Kemper d’ar Sadorn 26 a viz Mae, adalek 2e30 goude kreisteiz. Amzer a vo evit ar re vennetañ da vont da vanifestiñ da Roazhon evit Diwan ha dont goude da Gemper.