Devezh etrebroadel ar yezhoù-mamm

D’an 21 a viz C’hwevrer e vez lidet bep bloaz dibaoe 2000 ar yezhoù-mamm er bed a-bezh. E gwirionez er broioù ezel eus UNESCO. Ar pal eo lidañ al liesyezhegezh hag al liesseurted yezhoù ha sevenadurioù. Peadra da c’hoarzhin glas o c’houzout emañ sez UNESCO e Pariz, en ur vro unyezhek hervez he bonreizh hag a ra goap ouzh ar yezhoù lakaet minorel war he ziriad hag o yezherien. Setu n’eo ket souezhus gwelet ne vo ket graet kement a vruderezh tro-dro d’an devezh-mañ hag al luskad nevez-c’hrouet Ma mennozh evit ar galleg !

Choazet e oa bet an 21 a viz C’hwevrer e koun un emsav peoc’hus e Bangladesh anvet Emsav evit ar Yezh. E 1952 e oa Bangladesh dindan veli Pakistan c’hoazh. Hag ar yezherien bengalieg n’o doa ket a wirioù pe nemeur d’ar mare-se. D’an deiz-se e voe bet ur vanifestadeg e Dhaka evit goulenn muioc’h a wirioù evit o yezh. Met ne blije ket kement-mañ d’ar Stad pakistan neuze e voe bet kaset an arme hag ar polis da voustrañ ar vanifesterien betek tennañ warno. Falc’het e voe bet un degad stourmerien bengaliek bennak. Met gant an afer-se e voe entanet ar vro a-bezh ha rediet e voe ar gouarnamant pakistan da reiñ ur statud kevatal etre ar bengalieg hag an ourdoueg, a oa yezh ofisiel ar vro a-bezh pa ne veze komzet nemet el lodenn gornôg. Un deiz-gouel eo dibaoe e Bangladesh.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]