Disadorn e oa bet aozet ur vanifestadeg evit souten stourm ar Gurded e Afrin. En em gavet e oa ur c’hant bennak a dud e straedoù Brest, Kurded ha Bretoned tost ouzh o stourm (Keneildedoù kurd Breizh da skouer). Met e kreiz ar vanifestadeg int bet taget dre souezh gant Turked, broadelourien a-du gant Erdoğan. Lod anezho zo bet harzet gant an archerien. Pevar den memestra a oa bet gloazet gant an dagadenn-mañ. Ha tri anezho o deus douget klemm. Ingal e c’hoarvez tagadennoù a seurt-se er bed a-bezh (Alamagn, Pariz,…) met e Breizh ivez siwazh. E miz Mae 2016 e Redon, e miz Du 2017 e Roazhon,… Se zo perzh eus strategiezh ar prezidant turk, ezporzhiañ e stourm a-enep d’ar Gurded e pep lec’h war ar voull-douar. Isañ anezho evit ma vefe respontet gant feulster ha gwallvrudañ o stourm.
Ken heuget e oa an dud e Brest e oa bet aozet ur vanifestadeg c’hoazh dec’h, war ar prim, evit dispakañ o fulor. Ha n’eo ket tout, a-benn disadorn 17 a viz C’hwevrer e vo ur vodadeg e Montroulez. Emgav da greisteiz er c’hiosk. “Faskourien er-maez” a vo unan eus al luganoù.
Emañ arme Turkia o tagañ proviñs Afrin e Rojava (Kurdistan Siria) abaoe teir sizhun. Met diaes eo dezho gounit tachenn rak kalet ha kalonek eo ar Gurded, ha skiant-prenet o deus bremañ goude bezañ stourmet ouzh Daech ha Turkia abaoe bloavezhioù.