Dipitet bras e oa bet Gilles Simeoni ha Jean-Guy Talamoni goude o emgavioù e Pariz gant Edouard Philippe, Gérard Larcher hag un nebeud pennoù a-bouez e penn ar Stad. Hervezo e “nac’h ar Stad anavezout ha kemer e kont an tu politikel eus an dalc’h korsat”. François de Rugy ha Richard Ferrand o deus roet ur soñj disheñvel, o vont kentoc’h war-zu arc’hadurioù ar Gorsiz. Met gwir eo ar pezh zo bet embannet gant Jacqueline Gourault, “Itron Korsika” diwar-benn ar c’horseg evel yezh ofisiel n’eo ket evit frealziñ. Embannet en doa neuze Pè a Corsica e vefe aozet ur vodadeg e Aiacciu. A-benn disadorn e vo.
Evito eo ar bazenn gentañ a-raok mont pelloc’h marteze evit diskouez d’ar Stad C’hall pegen mennet int evit difenn o arc’hadurioù. Dindan al lugan “Demucrazia” evit doujañ ouzh ar bobl gorsat en em vodo ar Gorsiz. Fellout a ra da bPè a Corsica bodañ ar muiañ a dud ar gwellañ evit diskouez emañ an nerzh hag ar youl ganto. Evit lakaat gwask war ar gouarnamant. Dav eo soñjal eo bihan niver ar boblañs : 330 000. Neuze ma vefe bodet un nebeud miliadoù e vefe berzh bras ha brav dija.
Soutenet int gant ur bern keodediz met tamm-ha-tamm e teu ivez galvoù all da vont da vanifestiñ pe da souten o luskad. Strolladoù politikel (EELV, La Gauche Progressiste,…), sindikadoù labourerien ha studierien, kevredigezhioù sevenadurel, arzourien,… Met dont a ra eus Europa a-bezh ivez, Rannvroioù ha Pobloù Kengret o deus embannet e harpont ar Gorsiz en o stourm hag Emglev Dizalc’h Europa kemend-all. N’eo ket souezh ez eus deuet un ton all digant ar re bihanniver e breujoù Korsika (LREM, LR, tu-dehou rannvroelour). Re abred eo hervezo evit mont e-barzh ar straedoù hag e vefe gwelloc’h klask sevel kaozeadennoù seder ha frouezhus gant ar gouarnamant.
Fellout a ra d’ar re e penn Pè a Corsica e tremenfe mat ar vanifestadeg, komprenet o deus e rankont diwall mat gant o skeudenn ma fell dezho gounit traoù rak kement tra a vo implijet gant ar gouarnamant evit nac’hañ komz ganto. Ar fed m’eo bet gwelet penn kozh an FLNC, Charles Pieri, en ur meeting e Corti evit prientiñ ar vanifestadeg a zo bet implijet dija. Neuze e vo ur servij urzh gant ar vanifesterien o-unan evit ma ne ’z afe ket manifesterien ’zo d’en em gannañ gant ar boliserien. Sindikad Labourerien Korsika (tost ouzh ar vroadelourien) a raio al labour-mañ.