Ur vanifestadeg nevez evit lise Ploeneg

Kenderc’hel a ra ar stourm evit mirout al lise micherel e Ploeneg, ul lise gouestlet da vicherioù ar mor. Votet e oa bet e serridigezh gant kuzul-rannvro Breizh e miz Kerzu dra ma oa nebeutoc’h-nebeutañ a skolidi. Met dibaoe bloavezhioù e vez goulennet stummadurioù nevez evit lakaat an niver a skolidi da greskiñ, nac’het e vez ingal gant ar rektorelezh. Ha nebeut a vruderezh a vez graet evit al lise-mañ. Sañset ez afe ar stummadurioù da lise micherel Konk-Kerne met n’int ket prest tamm ebet da zegemer an dafar.

Ur vezh eo serriñ al lise-mañ, lise diwezhañ ar C’hab. Ne vez ket terket an tiriad e-giz ma vefe dleet. Tamm-ha-tamm e teu tiriadoù evel ar C’hab da vezañ “mirvaoù Indianed” evit an touristelezh. Dija he deus kinniget ar rannvro sammadurioù arc’hant ouzhpenn da gumuniezh-kumunioù ar C’hab da ober traoù all gant ar savadurioù. Hag hervez kont e vefe evit digeriñ letioù all. Ne chome nemet ekonomiezh an touristelezh a-benn nebeut. Gwashoc’h eo zoken, roet e vo an arc’hant-mañ nemet ma vez serret al lise, padal he dije ezhomm ar vro-mañ da gaout muioc’h a arc’hant da ziorren forzh penaos. Drouktun a-berzh ar rannvro, gwashat tra !

Ur gevredigezh, CAP Jean Moulin hec’h anv, a oa bet krouet e miz Kerzu evit mont pelloc’h gant ar stourm ha mirout al lise e Ploeneg. Ne chom ket kalz amzer evit eilpennañ an traoù. Aozañ a reont ur vanifestadeg nevez d’ar Sadorn 20 a viz Genver, da 2e gm e Ploeneg, e porzh Poulgwazeg. E-barzh un trakt a vo skignet adalek warc’hoazh eus Pont ’n Abad betek Douarnenez hag eus Gwaien betek Kemper e lakaont war-wel eo an tiriad a-bezh a zo en arvar, ouzhpenn d’al lise. Traoù all a zo pe a vo serret a-benn nebeut : tailhanterezhioù ar Pont ha Plogastell, ti-post Poulgwazeg, skolioù e Ploeneg hag e Gwaien, al linenn kirri-boutin 53 d’ar Sul,… Peseurt dazont evit ar C’hab goude se ? Petra a chomo eus ar yaouankizoù er vro ? Bezomp niverus e Ploeneg neuze evit diskouez ur vro o sevel evit he dazont, evel e 2004 pa oa anv dija a serriñ al lise.

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]