Un anv nevez evit ar rannvro PACA…

Biskoazh kemend-all, divlasoc’h-divlasañ eo anvioù ar rannvroioù. D’ar Gwener 15 a viz Kerzu e oa bet votet e Marsilha da vare un emvod kuzul-rannvro un anv nevez gant ar guzulierien : Région Sud Province-Alpes-Côte d’Azur. Diwar atiz prezidant ar rannvro, Renaud Muselier (LR), e oa bet graet ar votadeg. Goude ar Reter Bras ha Krec’hioù ar Frañs e vez anvet pep a rannvro gant anv ar c’horn e-lec’h m’emañ e-keñver Pariz… A-benn ar fin ne vank nemet ar C’hornôg Bras, ar pezh a c’hallfe kouezhañ war hor chouk deiz pe zeiz.

Erruet e oa skuizh prezidant rannvro PACA gant an anv. Hervezañ e oa fall an anv dre ma dalveze netra ar gwreskanv, kollet an dud gantañ e diavaez eus ar rannvro. E bal oc’h ouzhpennañ « Sud » a-raok eo e vefe berraet « Région Sud » ha n’eo ket rannvro PACA e-giz ma vez graet betek-henn.

Ha n’eo ket c’hwezet an den e-giz ma vez gwelet e-barzh e dwitt ! « Ne oan ket evit gouzañv ar gwreskanv PACA ken. » Aet eo skuizh ar roue gant un dra bennak neuze e cheñch, n’eus netra normaloc’h. Bevet ar Republik ! Ha kement-se hep goulenn savboent ar bobl adarre, da betra e servijfe ? Ur gwir gudenn a zemokratelezh a zo c’hoazh. Ne oa ket sur a-walc’h an anv disparañ met evit kaout un anv a glot gant an tiriad hag an dud e ranker goulenn digant ar bobl he soñj. Rannvro Okitania zo kement er Su hag ar rannvro PACA ma n’eo ket muioc’h c’hoazh. Ne dalvez netra neuze. Pe geo. C’hoazh ur wech e vez gwelet an traoù eus Pariz, ha memes gant dilennidi ar rannvroioù. Trevadennet ar speredoù da vat… Hag ar bobl n’eo netra nemet bugale evit an dilennidi a ranker lâret dezho ar pezh a zo mat pe ar pezh a zo fall…

> Maxime Touzé

Rédacteur. Professeur d'histoire-géographie en breton, responsable d'une association culturelle à Douarnenez, Maxime Touzé écrit aussi pour Le Peuple breton depuis une dizaine d'années. Il est devenu rédacteur en chef adjoint à la langue bretonne en 2016, responsable du cahier mensuel Pobl Vreizh et des articles en breton sur Lepeuplebreton.bzh. [Lire ses articles]